Ramallah
Deiziad krouiñ | 16. century |
---|---|
Anv ofisiel | رام الله |
Anv er yezh a orin | رام الله, רמאללה |
Stad | Stad Palestina |
Kêr-benn eus | Ramallah and al-Bireh Governorate |
E tiriad | Ramallah and al-Bireh Governorate |
Gwerzhid-eur | UTC+02:00, UTC+03:00 |
Daveennoù douaroniel | 31°53′49″N 35°12′6″E |
Ezel eus | Creative Cities Network |
Darvoud-alc'hwez | Siege of Ramallah, Operation Defensive Shield, Brezel C'hwec'h Devezh, 1948 Palestine War |
Lec'hienn ofisiel | http://www.ramallah.ps/ |
Dezverket dre | Mediterranean climate |
Ramallah (en arabeg رام الله Rām Allāh) zo ur gêr vras eus Palestina, e Sisjordnania, ur 15 km bennak er biz da Jeruzalem. E 2015 e oa 41 630 a dud o chom enni.
Evel ar peurrest eus Sisjordania e oa Ramallah e-barzh Jordania adalek Brezel 1948 etre Israel hag an Arabed ha betek ar Brezel C'hwec'h Devezh, e 1967, pa voe aloubet gant soudarded israelat. E 1994 e voe lakaet kêr Ramallah e-barzh tiriad Aotrouniezh Vroadel Palestina, hervez Emglev Oslo, sinet e 1993. Emañ Ramallah e-barzh al lodenn anvet "Tiriad A" eus Aotrouniezh Vroadel Palestina, da lavaret eo el lodenn a zo dindan dalc'h Palestiniz da vat.
Brudet eo ar "Mukata", a zo sez gouarnamant Aotrouniezh Vroadel Palestina, e Ramallah. Kêr-benn da c'hortoz eo Ramallah eta, pa embann Palestiniz e vo o c'hêr-benn e Reter Jeruzalem pa vo savet ur stad palestinat dieub.