Lauren Bacall
Lauren Bacall (distaget: [ˌlɔrən bəˈkɔːl] e saozneg), ganet Betty Joan Perske d'ar 16 a viz Gwengolo 1924 e kêr New York ha marvet d'an 12 a viz Eost 2014 e New York ivez, a oa un aktourez stadunanat. Lesanvet e oa « the look » (ar sell) rak e oa brudet evit he sell blizoniel, he mouezh teñval hag he rolloù a vaouez tonket. Gwreg diwezhañ Humphrey Bogart e oa bet.
E-touez he filmoù brudetañ a c'haller menegiñ To Have or Have Not (1944), How to Marry a Millionaire (1953) ha Designing Woman (1957).