Mozilla Firefox

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mozilla Firefox
Firefox Logo, 2017.svg
Firefox 29.0 on Windows 8.png
Diorroer Mozilla Corporation
Stumm diwezhañ 58.0 a, 52.5.0 ESR, 57.0.1
Endro Lies-savenn
Yezhoù Lies-yezh
Doare Merdeer web
Skrivet e C++, XUL, XBL, JavaScript, CSS
Pouez 9.4 Mo (Linux)
17.2 Mo (Mac OS X)
7.7 Mo (Windows)
Lec'hienn web www.mozilla.org/br/firefox/new/

Mozilla Firefox a zo ur merdeer web digoust, diorroet ha dasparzhet gant Mozilla Foundation sikouret gant kantadoù a dud a youl vat a-drugarez da doareoù diorroiñ ar poellad frank/open source ha da frankiz e god tarzh.

En deroù e oa Firefox ur programm derevet eus ar poellad Mozilla (anvet SeaMonkey hiziv an deiz), met ennañ an arc'hwelioù merdeiñ nemetken.
Ar poellad liessavennek-mañ a zo kenglotus gant stummoù disheñvel Microsoft Windows, Mac OS X ha GNU/Linux. Lakaet eo bet war reizhadoù korvoiñ disheñvel, ar pezh a zo posupl gant ar c'hod tarzh a zo lakaet e kerzh dindan tri lañvaz disheñvel er memes koulz (MPL, GPL et LGPL)[1].

Ar poellad-mañ en deus bet ur berzh kreskus abaoe e embannadur, o tipaseal an hanter-miliard[D 1] a pellgargadurioù e C'hwevrer 2008. Memes ma ne ziskouez ket an niver-mañ an niver gwirion a implijerien e deuet Firefox deuet da vezañ buan-tre kevezer brasañ Internet Explorer, merdeer web Microsoft.

Savennoù a c'hell lakaat Mozilla Firefox da dreiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Firefox a zo ur poellad a dro war un niver bras a reizhadoù korvoiñ.
Tu zo neuze da staliañ Firefox war ar reizhadoù da-heul :

Lakaet war reizhadoù all evel FreeBSD[V 1], OS/2[V 2], Solaris[V 3], IRIX, RISC OS[V 4], SkyOS[V 5], BeOS[V 6], Windows XP 64 ha Windows Vista 64 bit[V 7].

Arc'hweladurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar merdeer a c'hell bezañ implijet adalek un diazez glanaet. Kentoc'h eget bezañ roet gant un niver bras a dibarzhioù, Firefox en deus kantadoù a plug-inoù ha temoù grafek, evit ma vefe tu d'an implijer da lakaat anezhañ evel m'en deus c'hoant. Un nebeut a arc'hweladurioù a vez kavet er stumm glan :

  • Ar merdeiñ dre ivinelloù (tab) ;
  • Un harzer pop-up ;
  • Ur reizhiad lusker enklask ;
  • Sinedoù dialuskel (lenner lanvioù RSS hag Atom) ;
  • Ur reizher reizhskrivañ ;
  • Ur sil eneppesketa ;
  • Kenglotus IPv6

Doujañs da skouer ar Web[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Mozilla Foundation, a-drugarez d'e lusker framm Gecko, a heuilh en e boelladoù ar reoladoù ha skouerioù digor, da gentañ reoù ar World Wide Web Consortium[2].
Neuze, Mozilla Firefox a harp skouerennoù ar Web evel HTML, CSS, XHTML, XML, JavaScript, met ivez DOM, MathML, XSL pe c'hoazh XPath[3].

Ar prouad Acid2 a zo bet tremenet abaoe an 3 stumm[V 8], padal ez eo an test Acid3 n'eo tremenet ul lodenn nemetken, gant 93% evit stumm diwezhañ ar poellad (Firefox 3.5). Hogen, an disoc'h-mañ a vez o kreskiñ dibaouez[V 9] (94/100 evit ar 3.6 beta3).

Evel lodenn vrasañ ar merdeerien a-vremañ, Firefox a zo gouest da ziskouez skeudennoù gant an treuzwelladur e PNG.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Mozilla Code Licensing
  2. (en) Web Standards sur le Mozilla Data Center
  3. (en) Mozilla Developer Center
Daveoù da stummoù Firefox
  1. (en) Firefox war an teul FreeBSD
  2. (en) Raktres Warpzilla war Mozilla.org
  3. (en) Firefox Package for Solaris 8-10
  4. (en) Mozilla Firefox evit RISC OS
  5. (en) Karned Web Pascal Chevrel : Firefox war SkyOS
  6. (en) Bezilla: Mozilla for BeOS
  7. (en) Mozilla for Windows x64 platform
  8. (fr) Firefox 3 : ul listenn gentañ eus an arc'hweladurioù gortozet, pennad PCInpact.
  9. (en)Firefox 3.1 "Shiretoko" war MozillaLinks
Daveoù d'an niver a bellgargadennoù Firefox
  1. (en) SpreadFirefox : 500+ Million Celebration