Mont d’an endalc’had

Poellad frank

Eus Wikipedia
poellad frank
seurt meziant
Iskevrennad eusfreely redistributable software, source-available software, open-source software Kemmañ
Rann eusopen source movement Kemmañ
ArvezGoulev Kemmañ
Luskadfree software movement Kemmañ
Hashtagfreesoftware Kemmañ
Dezverket drefour freedoms Kemmañ
Istorhistory of free and open-source software Kemmañ
Enebet ouzhproprietary software Kemmañ

An dro-lavar poellad frank a zo evit treiñ an hini saoznek "free software". Amjestr an dro-lavar-se e saozneg pa "free" a dalvez evit "frank" hag evit "digoust" ivez. Kavet e vez ivez al lavarenn vrezhonek meziant frank.

Pa oa krouet al lavarenn-se gant Richard M. Stallman e oa kaoz eus ar frankiz evit an holl (arveridi pe diorroerien) seveniñ, eilañ, dasparzhañ, studiañ, kemmañ ha gwellaat ar seurt poellad-se.
E gerioù resisoc'h ez eus kaoz eus peder frankiz roet da neb zo e kerz ar poellad ha displeget e-barzh an aotre-implij a zeu gantañ.

  • ar frankiz evit arverañ ar programm evit pep implij (frankiz 0)
  • ar frankiz evit studiañ penaos ez a ar programm en-dro hag evit azasaat da bep ezhomm (frankiz 1) ; ret eo kaout ar c'hod-tarzh evit ober an traoù-se
  • ar frankiz evit addasparzhañ eiladurioù hag evel-se reiñ harp d'e nes (frankiz 2)
  • ar frankiz evit gwellaat ar programm hag evit embann e welladurioù ha dre-se lakaat ar gumuniezh da dennañ frouezh diouto (frankiz 3); evit-se ret eo kaout ur mont-tre digor d'ar c'hod-tarzh.

Ar frankizoù-se a oa ez-reolenn eus 1960 da 1980 e metoù an urzhiataerezh ha ne oant ket dibarderioù. Kod ar reizhiad oberiañ a oa roet d'ar brenidi kenkoulz hag ar gwir kemmañ tra pe dra lakaet splann war skrid.
Er mare-se, ne vije bet kavet un embregerezh, pa gouste un urzhiataer kement ha gopr ur sterniad ugent bloaz-pad, a vije prest kouezhañ dindan kazel-ge an oberiataer.

Ken kemmet e oa ar reizhiad oberiañ (un DOS bennak e anv) implijet gant urzhiataerioù-kreiz an embregerezh Total ma'z aent en-dro gant un reizhiad liesprogrammek ha ne oa ket bet savet ar perzh-mañ en derou. (orin : 01 Informatique, 1978).

Resisadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Evit displegañ pennaenn ar poellad frank, e c'heller keñveriañ anezhañ ouzh ur rekipe :
    Diwar pennaenn ar frankiz eo bet roet deoc'h ar rekipe dre nouspet moaien (kelaouenn, neb a lavar deoc'h hag all) ha n'eus rebech ebet da vezañ lavaret gant den pe zen... Droed ho peus reiñ anezhañ da zen pe zen hag ouzhpenn-se e c'hellit kemmañ tra pe dra hervez ho plijadur.
  • Hervez pennaenn ar poellad nann-frank, strishoc'h e vez ho kalloud : ret eo paeañ un aotre-implij evit ober gant ar rekipe en ur c'hegin hepken hag evit ho peg nemetken. N'eus ket ret eilañ pe kemmañ. Hag ouzhpenn, munudoù ar rekipe n'int ket war wel, nag evidoc'h nag evit an holl.

Dre astenn e vez graet gant endalc'h frank m'eo posupl braslenn hag eilañ endalc'h teuliadoù zo ha suroc'h c'hoazh m'eo posupl kemmañ an endalc'h da neb a fell dezhañ, da skouer gant endalc'hioù dindan an Aotre-implij hollek Teulierezh Frank GFDL, evel re ar Wikipedia. Koulskoude e vez lavaret gant lod n'eo ket ken frank ar GFDL (hervez tud o seveniñ ar raktres Debian).

Patrom ar poellad frank a zo aet war wel er bloavezhioù '90 ha gant Linux a zo gwelet bremañ evel ur mod-produiñ en e blom hag a ya da glokaat ar modoù all.

Un nebeud poelladoù frank anavezet-mat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud mentrezhoù roadennoù frank

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus bevenn ebet diouzh ur breou anavezet evit implij ar mentrezhoù-mañ

Gourdad ar poellad frank a oe Unix pa oa posupl, ijinañ un toullad bras a adstummoù evit ar reizhiad oberiañ-mañ. Mammennoù all eo bet mezarc'hioù (libraries e saozneg) krouet gant embregerezhioù zo. Da skouer, an ACM skrivet en ALGOL pe reoù krouet gant IBM evit e urzhiataerezioù kentañ pe reoù DEC evit ar PDP pe reoù Data General evit ar Nova.

Frankiz hag evezhiañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouerien ar poellad frank o doa miret en o spered ar pezh eo erruet gant ar reizhiad Unix p'en deus aet da vezañ bruzunet en un niver bras a zoareoù ken dizurzh e oa bet an diorren. Linus Torvalds en deus pouezet bras, dre skouer, ma vo lakaet da genglotañ produioù evit endro Linux evel Gnome ha KDE. Klenglotañ a reont bremañ gant ur c'holl bihan er mont-endro.

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]