Adolphe Le Flô
Adolphe Charles Emmanuel Le Flô, bet ganet e Lesneven (Bro-Leon) d'an 2 a viz Du 1805 hag aet da Anaon e Montroulez d'ar 16 a viz Du 1887, a oa ur milour hag ur politikour breizhat.
D'ober plijadur d'e dad eo ez eas Le Flô da skol vilour Saint-Cyr d'ober e studi betek 1823. Paket ar rez a isletanant gantañ e voe kaset da Aljeria e 1825. Eno ez eas da letanant d'ar 5 a viz Du 1830 ha da gabiten d'an 20 a viz Genver 1836. Gant ar galoñs-mañ ouzh e zivrec'h e kemeras perzh e Seziz Konstantin e 1837, un emgann ma voe gloazet e benn hag e zaouarn. Mont a reas da letanant-koronal (er zouaved) d'an 31 a viz Kerzu 1841, da goronal d'an 29 a viz Here 1844 ha da jeneral tizhet e dri bloaz ha daou-ugent gantañ.
Distreiñ da Vro-C'hall a reas Adolphe Le Flô goude ma voe peurachu darvoudoù miz C'hwevrer 1848 hag anvet e voe da jeneral brigadenn d'an 12 a viz Mezheven. Kerkent hag an 23 a viz Eost e oa bet kaset da Sant-Petersbourg gant ar jeneral Eugène Cavaignac gant ar garg a vinistr leunc'halloudek e lez an tsar Nikolaz Iañ.
D'ar 17 a viz Gwengolo e voe dilennet da gannad Penn-ar-Bed met ne voe evit sezañ er Vodadenn vonreizhañ vroadel nemet a-raok miz Meurzh 1849 (en tu dehou) pa voe echu e gefridi en Impalaeriezh Rusia. Addilennet e voe d'an 13 a viz Mae 1849 ha lakaet da gestour o tont da enebour touet Louis Napoléon Bonaparte, kentañ prezidant ar Republik C'hall. E-pad nozvezh Taol-stad an daou a viz Kerzu 1851 e voe lakaet harz war Le Flô hag eñ toullbac'het e Vincennes da gentañ, e kreñvlec'h Ham (Somme) da c'houde a-raok bezañ kaset e-maez Bro-C'hall (Dekred an 9 a viz Genver 1852). Bod a gavas e Belgia ha Bro-Saoz. Bet aotreet da zistreiñ kenkent ha 1857 e chomas e Montroulez, pell diouzh metoù ar politikerezh keit ha ma padas an Eil Impalaeriezh c'hall.
Pa darzhas ar Brezel Dek e c'houlennas ma vije-eñ aotreet da zistreiñ d'an arme, en aner dre ma voe nac'het outañ. Padal, war-lerc'h darvoudoù ar 4 a viz Gwengolo 1870 e voe degemeret evel ministr ar Brezel gant Gouarnamant an Difenn broadel, ar rez a jeneral rannarme roet dezhañ. Chomet e Pariz e reas war-dro armañ an holl luioù hag ar Gward broadel.
Da-heul arsav-brezel an 28 a viz Genver 1871 e voe addilennet da gannad gant mirourien Penn-ar-Bed d'an 8 a viz C'hwevrer ha delc'her a reas e garg a vinistr er gouarnamant nevez-flamm savet gant Adolphe Thiers d'an 19 a viz C'hwevrer. En e gichen e chomas d'e skoazellañ en e stourm ouzh Kumun Pariz. Nebeut amzer goude e tilezas e garg a vinistr ar Brezel hag eñ erlec'hiet gant ar jeneral Ernest Courtot de Cissey.
Ur wech ouzhpenn e oa bet anvet da gannad Bro-C'hall ha kaset da Sant-Petersbourg ma voe deuet-mat da Aleksandr Iañ. Eno, d'ar 1añ a viz Mezheven 1874, e sinas ur c'henemglev kenwerzh ha merdeiñ gant Rusia peurgetket.
D'ar 6 a viz Du 1877 e voe roet dezhañ ar rez a ofiser meur en urzh broadel al Lejion a enor.
E 1879 ez eas war e leve da Vontroulez ma varvas e maner an Nec'hoad e 1887. Un delwenn, krouet gant Cyprien Godebski, a zo bet staliet e Lesneven war ar blasenn a zoug e anv.