Mari Kermareg
Mari Kermareg (pe Marie Kermarec, ganet e 1940, marvet d'ar 6 a viz Du 2019[1]) a oa un animatourez radio, ur broduourez skinwel, ur sevenerez filmoù hag ur renerez magazin.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwreg e oa da René Abjean.
Skolaerez eo bet e-pad tri bloaz e Plougerne. Dont a reas da vezañ ezel eus laz-kanañ Kenvroiz Dom Mikael Plougerne d'ar mare-se.
E 1971 e c'houlennas Charlez ha Chanig ar Gall ganti dont ganto d'ober war-dro abadennoù brezhonek Radio-Arvorig. Kinnig a reas goude Breiz o veva, kentañ magazin skinwel e brezhoneg. Produktourez eo bet en FR3 hag ar c'hentañ maouez o seveniñ abadennoù.
Kemeret he deus perzh er strollad c'hoariva Teatr Penn ar Bed, o lenn barzhonegoù peurgetket.
E penn strollad skridaozañ Brud Nevez e oa bet adalek 2002.
Resevet he deus Kolier an Erminig e 2004.
Mammenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran Embanner, 2013.