Chanig ar Gall
Chanig ar Gall, bet ganet Jeanne-Marie Guillamet d'ar 5 a viz Mae 1922 e Sant-Kadoù, war dachenn parrez Sizun hag aet da Anaon e Brest d'an 9 a viz Ebrel 2012, a voe kentañ buhezourez e brezhoneg er skingomz hag er skinwel.
Pried Charlez ar Gall e oa hag e labouras gantañ e-pad bloavezhioù.
Desket brezhoneg ganti e kemeras perzh en abadennoù brezhonek Radio-Brest (1964) hag er magazin Breiz o veva war Télé-Bretagne er skinwel.
Ul lennegourez e oa ha c'hoariet he devoa e meur a bezh-c'hoari. Kemeret he deus perzh e "Teatr Penn ar Bed", adalek 1974 peurgetket.
Embannet he deus un antologiezh divyezhek eus oberennoù Pêr-Jakez Helias.
Resevet he deus Kolier an Erminig e 1990, a-gevret gant he fried.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran embanner, 2013.