Ar vran hag al louarn
Ar vran hag al louarn zo anv brezhonek ur fablenn meur a stumm dezhi.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra ar fablenn eus ur vojenn henc'hresianek savet e komz-plaen gant Aisopos en Henamzer, war-dro ar VIIvet kantved kt JK hag ar VIvet kantved kt JK. Aisopos eo tad ar fablennoù en hengoun lennegel Europa.
War e lerc'h e voe lakaet Ar vran hag al louarn, ha meur a fablenn all, e gwerzennoù latin gant Phaedrus (10 kent JK - war-dro 54 goude JK).
Ne voe ket peurankouaet er Grennamzer pa weler er Roman de Renart ar vran Tiecelin, he devoa laeret ur fourmaj digant ur gozhiadez, o leuskel he zamm da vont gant al louarn[1].
E 1647 e voe embannet un droidigezh c'hallek diwar Phaedrus, savet marteze gant Louis-Isaac Lemaistre de Sacy (1613-1684)[2].
Gant an holl skridoù-se e oa bet awenet ar barzh gallek Jean de La Fontaine (1621-1695)[3], en e zastumad fablennoù gallek, embannet en 1668. Hennezh eo awener an darn vrasañ eus ar fablennoù brezhonek a gaver abaoe an Patrom:XIXvet kanved.
Skridoù brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar stumm brezhonek anavezet zo da vihanañ.
Savet e oa bet an doare brezhonek koshañ e 1828, gant Guillaume Ricou, e-barzh Fablou Esop troët en brezonec[4].
Un doare all zo bet savet gant Yves Louis Marie Combeau e 1836-37 ; adembannet eo bet e 2005.
N'eo ket bet lakaet ar fablenn e brezhoneg gant Pierre Désiré de Goësbriand en e levr Fables choisies de La Fontaine traduites en vers bretons e 1836.
E 1907 e voe embannet doare Joachim Lamour (1841-1927) e stumm ur ganaouenn[5],[6].
E 1935 e voe embannet doare Potr Treoure (1874-1952) el levr Barzaz ha Soniou evit ar vugale, hag adembannet goude ar brezel en e levr Mojennou ha Soniou[7],[8].
Adembannet eo bet skrid Kombod gant Daniel Doujet el levr Fablennoù Jean de la Fontaine evit Al Lanv e 2005.
Enrolladur brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2010 e oa bet enrollet gant Christophe Gac er studio Radio Émeraude (Ar Folgoad) hag embannet gant an ti Éditions Ti ar Vro Bro-Leon (Lesneven) e miz Du dindan stumm ul levrig pozioù ha div bladennig-arc'hant, a ginnig 52 ganaouenn ha 4 fablenn e brezhoneg : Kanit 'ta tudoù.
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pezhioù sonerezh zo bet savet gant meur a soaozour.
- Louis-Nicolas Clérambault (1676-1749)
- Jacques Offenbach e Six Fables de La Fontaine (1842)
- Charles Gounod (1857)
- Benjamin Godard eSix Fables de La Fontaine (~1871)
- Louis Lacombe (1888)
- Charles Lecocq e Six Fables de Jean de la Fontaine (1900)[9]
- André Caplet e Trois Fables de Jean de la Fontaine (1919)[10]
- Maurice Delage e Deux fables de Jean de la Fontaine (1931)[11]
- Kanet eo bet barzhoneg La Fontaine gant Les Frères Jacques.
- Gant Giovanni Arpino ez eus bet savet un heuliad italianek d'an istor, ma weler merc'h al louarn o lazhañ ar vran.
- Gant Ivan Krilov eo bet lakaet e ruseg.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Renart et Tiécelin le corbeau
- ↑ (fr) Les fables de Phedre, affranchy d'Auguste
- ↑ (fr) Wikisource
- ↑ Ar Vran hac al louarn
- ↑ (br) Emglev bro an Oriant, Chronique 7 - Ar Vran hag al Louarn
- ↑ (br) Ar vran hag al louarn
- ↑ (br) Skrid Potr Treoure
- ↑ (br) Ar vran hag al louarn
- ↑ YouTube
- ↑ YouTube
- ↑ YouTube