Da Feiz hon Tadoù Kozh
Da Feiz hon Tadoù Kozh zo ur c'hantik brezhonek, anavezet en Eskopti Kemper ha Leon dreist-holl, savet gant ar beleg leonat Loeiz Jozeb Mari Abyann (1876-1932), war don ur c'hantik gallek anvet Sainte Religion. En amzer-se e oa kure an oberour e Goulien (Bro ar C'hab), e-kerzh ar votadegoù-kêr e 1904, ha brudet e-kerzh ar stourm a-enep lezenn disparti ar Stad hag an Iliz, e 1905.
Anavezet mat eo e-touez ar gatoliked vrezhonek ha kanet e vez en ilizoù, evit an obidoù hag er pardonioù dreist-holl[1]. Anavezet-mat eo e Leon hag ivez e Kernev, e Bro ar C'hab dreist-holl (lesanvet “Bro “Da Feiz hon Tadoù kozh”)[2]). Ken anavezet eo dre eno ma veze kanet evel ur seurt kan broadel breizhek (da geñver ar stourm a-enep raktres kreizenn nukleel Plougoñ da skouer)[3].
Arouez al liamm etre ar feiz hag ar yezh eo. Test eo eus ur mare ma oa ar feiz katolik o ren e Breizh-Izel, ha dreist-holl betek dibenn ar bloavezhioù 1950, pa veze leun an ilizoù bep Sul.
Pozioù Da Feiz hon Tadoù Kozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Da Feiz hon Tadoù Kozh | ||
---|---|---|
Loeiz Jozeb Mari Abyann, 1904 | ||
Diskan : Ni zalc'ho mat atao; 'Vit feiz hon tadoù koz hag en-dro d'he banniel, Ni holl en em stardo. Feiz karet hon tadou, morse ni n'ho nac'ho, Kentoc'h ni a varvo, Kentoc'h ni a varvo, kentoc'h ni a varvo!
E lakait ur vamm vat, en deiz evel en noz; Er boan hag en anken, hi a daol buan eur zell War groaz santel Jezuz, he soñj er baradoz.
C'hwi lavar : "It gantañ, hep krenañ dirak den; Bezit, tud yaouank Breizh, bezit e-pad ho puhez, Atav gwir gristenien, treitourien birviken !
O skuilh daeloù a geuz war e amzer gentañ War-lerc'h kalz a boanioù, c'hwi lavar, Salver karet, Er baradoz e vo eürusted evitañ
C'hwi a ro nerzh-kalon da stourm er boan atav Gouzout a reont, en neñv e kavint holl dor zigor : Ar vuhez vo bet tenn ; d'an drubuilh, kenavo !
Ar c'hantik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn] |