Mont d’an endalc’had

Stourm a-enep ur greizenn nukleel e Plougoñ

Eus Wikipedia
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius.
Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket.

Ur stourm a voe kaset e Plougoñ a-enep ur raktres kreizenn nukleel, douget gant ar Stad, eus 1974 betek 1982. Dilezet e voe goude dilennadeg François Mitterrand e penn Bro-C'hall.

E miz Kerzu 1974 e oa boulc'het ur raktres sevel ur greizenn nukleel e Breizh gant ar stad C'hall. Ouzhpenn Plougoñ a c'helle degemer ar greizenn-se, pa oa raktresoù e kumunioù Ploueg-ar-Mor, Gwimaeg, Plonger, An Ardeven, Frozieg ha Pentelloù ivez. Hini Plougoñ a reas ar muiañ a berzh avat e-touez an dibaberien.

Nac'het e voe bet gant tud Plougoñ sevel ur greizenn war aodoù beg ar Raz. Padal, d'an 30 a viz Genver 1980 e voe kaset gant ar stad teuliadoù goulenn da di-kêr Plougoñ (anvet enklask a spleterezh publik). Entanet e voe an teuliadoù-mañ gant an ti-kêr, ha d'an deiz-se e krogas ur stourm taer hag a badas 6 sizhunvezh.

Serret e oa bet tiez-kêr Plougoñ (d'ar mare-se e oa Jean-Marie Kerloc'h maer ar gumun), An Eskevien, Kledenn-ar-C'hab ha Prevel evit diskouez sklaer d'ar stad e oa tud ar vro ha neuze o folitikerien a-enep krenn ar greizenn. Staliet oa bet neuze tiez-kêr anneks e kirriouigoù-samm da gentañ penn, nepell diouzh bourk Plougoñ. Komprenet e oa bet d'ar mare-se neuze gant ar bobl en doa ar stad c'hoant da vont dreist o ali. Krog e oa ar stourm neuze.

Doareoù stourm

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwask war an archerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech kroget gant ar stourm e oa ret aozañ an traoù. Evel just e oa kalz a baotred war vor (al lodenn vrasañ anezho a oa pe pesketaerien pe er marin a goñvers ). Ar merc'hed o doa neuze kroget an traoù dreist-holl. Mont a raent da gomz gant an archerien, evit fallaat ho imor. Kac'het e veze just a dal dezho. Komzoù taer a oa gante :

"Ma vo ma merc'h gant un archer eveldoc'h e vo fall an traoù" pe "Ne faot ket din ma tostay ma mab d'ar gêr evit lâret din : Mamm, ezel on eus an archeriezh fiñv. Kas a rin anezhañ d'an Dir na nog."

Diaes e voe bet evit an archerion vobil, ha lod anezhe a reas diwaskadennoù ken diaes e oa enduriñ monedone ar merc'hed gant o c'homzoù a-hed an deiz.

Oferenn vras

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tro 5 eur d'abardaez e yae kuit kirri-samm an archerion vobil deus an tiez-kêr anneks. D'an eur mañ e oa an taerañ an traoù. Anvet e veze mare-se an deiz an "oferenn vras". Stourmerien Plougoñv en em strolle war an hent evit teurel maen gant batalmoù war an archerien. Livet e veze dilhad an archerien en ur deurel podoù livaj warno. Feulz e oa an traoù hag evel just e veze taolet bombezennoù aezhenn warne. Da vintin e save ar stourmerien abred-kaer evit stankañ hentoù Plogoñv. Lakaet e veze a bep seurt traoù ( otoioù kozh ha mekanikoù labour-douar entanet, gwez, maen, pe hañvouezh stlapet war al leur). Daoust da se e errue an archerien e Plouñgon, met daleet e vezent ha rediet da sevel abred e oant avat. Ur seurt brezel moral e oa ivez.

Manifestadegoù hag harzoù-labour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eveljust e voe manifestadegoù hag harzoù-labour un tamm pep lec'h e Breizh, da skouer gant skolajidi ha liseidi e Kemper (2500 den) pe e Brest (1500 den).

Luganioù sklaer a veze skrivet ouzh mogerioù, evel Kaboul Plougoñv = Memes Stourm, pa dremene an darvoudoù e memes koulz hag ar brezel en Afghanistan.

D'an 29 a viz C'hwevrer 1980 oa bet tapet 11 manifester hag un 11 bennak a oa bet gloazet. D'an deiz-se e oa bet taer-mat an traoù hag anvet e voe "Ar Gwener Du" an deiz-se. Taolet e oa bet boutailhadoù entanet war ar polis. Fachet-ruz oa ar stourmerien, c'hoant gant ul lodenn bennak anezhe mont da adtapout ar brizonidi e-pad an noz. Eilmaerez Plougoñv (Amélie Kerloc'h) a lâras neuze : "Greomp eus Plougoñv un enezenn". Ar pal a oa sioulaat an dud ha kenderc'hel gant ar stourm hep kaout re a dud harzet gant an archerien.

Ur justis damsklaer a voe roet e-pad darvoudoù Plougoñv hervez lod. Da skouer e oa bet harzet Jean Bourdon gant ur strollad all a dud, bac'het ha laosket da vont er memes devezh avat, pa oa e vreur a oa o labourat e lez-varn Naoned.

D'ar 6 a viz Meurzh 1980 e oa bet barnet 9 manifester e Kemper. An aotrou Yann Chouq, breutaer, a embannas teuliad Jean Bourdon e-pad ar varn. War ar seblant e oa direnket tud ar justis dre m'en doa tapet ur c'hastiz 10 devezh hep gellout difenn den ebet. E-maez ar lez-varn e oa 2500 manifester o c'hortoz ar varnadenn.

N'eo ket an darvoud nemetañ en afer-se. D'ar 17 a viz Meurzh 1980 e kendalc'has ar barn. An archerien a oa ganto paperoù bihan e-pad o atersadennoù, ar pezh a zo difennet groñs. Lennet e veze gante ar paperig-se evit gouzout petra lâret. Gwashoc'h c'hoazh, gellet a raent komz an gant eil d'egile e-pad an abadenn en ur sal all. Ar pezh a roas tu dezho bezañ a-du gant ar pezh a oa ret respont d'ar barner. D'an deiz-se e vo 6000 manifester o c'hortoz stourmerien Plougoñv, dieubet e voe an holl damallidi dre m'o doa graet ur miz en toull-bac'h dija.

Trec'h enebourien ar raktres

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 16 a viz Meurzh 1980 e oa etre 50 000 ha 60 000 den e Plougoñv evit lidañ fin an enklask a spleterezh publik. Aet oa skuizh ar Stad. Ul lid bras a oa bet aozet d'ar mare-se e Beg ar Raz. Priz ar mont e-barzh a oa bet laket da ul lur arouezel evit kaout tu da gontiñ an niver a dud aet e-barzh. D'an 9 a viz Ebrel 1982 e lâras François Mitterand : "Plogoñ n'eo ket ha ne vo ket em frogramm nukleel".

Klozet e voe an afer neuze, hag evit poent n'eus kreizenn nukleel ebet oberiant e Breizh.

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit mont donoc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]