Eugène Chalm
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Eugène Chalm — pe Eujen Chalm (hervez an doare skrivañ brezhonek) — bet ganet e 1919 hag aet da anaon e 2002 a zo a-orin eus Bro ar C’hab. Skolaer eo bet er Mayenne hag eno ivez eo bet kelenner brezhoneg. Difazier e Skol Ober eo bet ivez e-pad pell amzer ha savet gantañ ur yezhadur evit aesaat an deskiñ d'an deskarded. Tapet eo bet gantañ Priz Roparz Hemon e 1998 evit e labour evit ar brezhoneg.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eñvorennoù ur C’haper droch (Eñvorennoù bugaleaj), Hor Yezh, 1984
- Ur Breizhad skolaer er Mezven (Eñvorennoù yaouankiz), Hor Yezh, 2000
- La grammaire bretonne pour tous , An Alarc'h Embannadurioù, 2008