Mont d’an endalc’had

La grammaire bretonne pour tous

Eus Wikipedia
Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn

La grammaire bretonne pour tous[1] zo ul levr yezhadur, embannet gant An Alarc'h Embannadurioù e 2008 diwar danvez dastumet gant Eugène Chalm. Un embannadur brezhonek zo anv da gaout.

Evezhiadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • N'eo ket merket orin ar skouerioù : marteze int bet ijinet gant ar skridaozerien, evel a c'hoarvez alies er yezhadurioù (Merser, Trepos).
  • Pajenn E-86 e lenner, en embannadur kentañ : Avec nemet. ... l'utilisation de ket entraînant une phrase de sens contraire : Ne ra ket nemet debriñ ha kousket. Il/elle ne fait pas que manger et dormir. "N'eus nemet" ha "n'eus ket nemet " zo heñvel o ster, koulskoude. Reizhet eo bet ar rannbennad-se en adembannadur eus al levr.
  • Pajenn E-87 e lenner : l'adverbe arabat. Arabat zo anv-kadarn hag anv-gwan e Geriadur istorel ar brezhoneg hag e Geriadur Favereau, met adverb ivez e Geriadur brezhoneg An Here hag e Geriadur Hemon-Huon 2005.
  • Teir fajennad diwar-benn an araogennoù (ma ne gonter ket re an taolennoù displegadurioù), e-skoaz 30 e Yezhadur bras ar brezhoneg.
  • Prix Culturels "Produit en Bretagne" - 2009
  1. https://web.archive.org/web/20160305030639/http://www.coop-breizh.fr/ecouter-2/musiques-2/depuis-1999-646/grammaire-bretonne-tous-1741/zoom-fr.htm