An Amzer

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An Amzer zo un anv brezhonek bet roet da veur a dra.

Kelaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Amzer a voe ur gelaouenn sizhuniek e brezhoneg krouet ha renet gant Mark Decambourg. Padout a reas daou vloaz ha tizhout a reas an niver uhelik a 350 den koumanantet. Dre ma ne oa doare ebet da vicherelaat na da ziorren ar gazetenn e chomas a-sav. Diwar e ziskar e voe krouet Heklev hag An Imajer, met ar re se a chomas ivez a-sav buan-tre. Er memes bloavezh e voe krouet kelaouennoù brezhonek all, Al Lanv ha Bremañ hag a bad betek hiziv c'hoazh, Planedenn padal a voe diouti un nebeut bloavezhioù hepken.

Barzhoniañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Amzer Poésies a zo, abaoe 2003, anv ur gevredigezh a varzhoniezh diazezet e Brest, hag ivez anv ar gazetenn a embannont bep c'hwec'h miz. Ar gevredigezh a-raok, bet krouet e 1988, a oa anvet "Rencontre des poètes et artistes en Bretagne" hag An Amzer a oa hepken anv ar gelaouenn hag an ti-embann.

Prezidant krouer ar RPAB a zo Alain Le Roux; eil prezidant ar RPAB a voe Patrice Fath ha prezidant a-vremañ An Amzer Poésies a zo Jean-Luc Autret.

Embannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn internet An Amzer Poésies

Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.