Mont d’an endalc’had

Yezhadur berr ar brezhoneg

Eus Wikipedia

Yezhadur berr ar brezhoneg zo ul levrig yezhadur e brezhoneg 128 pajenn ennañ, savet gant Roparz Hemon, embannet gant Al Liamm e 1979 ha graet 3 000 skouerenn anezhañ.

Danvez al levr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur rakskrid peder fajennad (7-10) zo, diwar zorn an oberour, ma skriv :

  • Evit kavout ur yezhadur e brezhoneg, mar lezer a-gostez unan berr embannet ganin e 1928, e ranker gortoz betek 1947. Er bloaz-se e voe moulet "Yezhadur bras ar brezhoneg", gant F. Kervella, ul levr ennañ tost [da] 500 pajenn, an hini klokañ ha gwellañ eus an holl.

Evezhiadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gerioù disheñvel diouzh re levr Frañsez Kervella a gaver avat :

  • rakverb e-lec'h adverb,
  • jener e-lec'h reizh.
  • an derezioù-keverata, e-lec'h an derezioù doareañ.
  • Ar verb eme (pajenn117), e-lec'h an araogenn eme (p. 369).

Meur a wech e lenner pa'z eus (pajenn 116, ha 117), e-lec'h ma vefe ret lenn pa vez.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]