Ger diskouezañ

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Er yezhoniezh e vez implijet an termen ger diskouez pe ger diskouezañ[1] (saoz: demonstrative) evit komz eus termenoù deiktel hag a dalvez da spisaat da betra pe da biv emeur oc'h ober dave hag evit disrannañ an daveennoù-se diouzh elfennoù all.

Peurliesañ e vez implijet gerioù diskouez evit lec'hiañ daveennoù e-keñver ar c'hennarroud fizikel, met e meur a yezh e c'hellont talvezout ivez da elfennoù deiktikel divizel, da lâret eo, oc'h ober dave da elfennoù an diviz (an origo) kentoc'h evit da elfennoù er gwirvoud.

Perzhioù kevreadurezhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alies a-walc'h e vez graet an diforc'h gant yezhoù ar bed etre anvioù-gwan diskouez (pe gerioù diskouez stag) diouzh un tu ha raganvioù diskouez (pe gerioù diskouez distag) diouzh an tu all, da skouer :

Anvioù-gwan diskouez

Implijet stag ouzh un anv-kadarn. Bez' e c'hellont bezañ implijet o-unan penn pe a-gevret gant ar ger-mell strizh, da skouer :

Gant ar ger-mell strizh: Saozneg
This apple is good.
("An aval-mañ")
Gant ar ger-mell strizh: Gresianeg
Αυτό το παιδί
("Hennezh.ar.bugel" = "Ar bugel-mañ")

E sinaeg e ranker implijout ur rannig spisaat da heul an anvioù-gwan diskouez atav:

Gant ur rannig spisaat: Sinaeg
这本书 (Zhe ben shu)
{[Hennezh.rannig spisaat].levr]}
("Al levr-mañ")
Lostgerioù diskouez

E brezhoneg e vez implijet lostgerioù, da lâret eo morfemennoù stag penn-da-benn, e lec'h anvioù-gwan, liammet ouzh ar ragverboù lec'hiañ "amañ", "aze" hag "ahont", da skouer :

"An den-mañ
"An den-se
"An den-hont

Staget e vezont ouzh ur frazenn anv en he fezh kentoc'h evit ouzh an anv-kadarn spisaet gant ar ger diskouez war-eeun ma vez staget un anv-gwan outañ, keñveriit da skouer :

Brezhoneg
"An taolioù bras-se/hont"
{[frazenn-anv.anv-gwan].lostger diskouez}
Saozneg
"Those big tables"
{anv-gwan diskouez.[anv-gwan.anv-kadarn]}
"An taolioù bras-se/hont"
Raganvioù diskouez

Implijet e lec'h un anv-kadarn, da skouer :

"Hemañ (gourel, unander)
"Honnezh" (benel, unander)

An niver hag ar jener[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg ne reer diforc'h ebet hervez ar jener evit a sell ouzh ar raganvioù diskouez liester ("ar re" + "-mañ"/"-se"/"-hont")), daoust ha ma vez diforc'het gant ar raganvioù diskouez unander ("hennezh" ~ "honnezh"), ha gant al lostgerioù hag a dalvez da anvioù-gwan diskouez (anv + "-mañ"/"-se"/"-hont") ne diforc'her nag etre an niver nag etre ar jener.

E yezhoù all avat, evel ar galizeg, e implijer 15 stumm disheñvel dre diforc'hañ etre an anvioù-gwan diskouez hag ar raganvioù diskouez diouzh un tu hag ivez etre an niver (liester ebet evit ar raganvioù diskouez amresisaat) hag ar jener:

Derez Niver Anv-gwan
(gourel)
Anv-gwan
(benel)
Raganv
Plaen Unander este esta isto
Liester estes estas
Tost Unander ese esa iso
Liester eses esas
Pell Unander aquel aquela aquilo
Liester aqueles aquelas


Diouzh an tu all, e spagnoleg daoust ha ma ne vez ket implijet stummoù ispisial evit ar raganvioù diskouez damresisaat e vez graet an diforc'h etre stumm ar raganvioù ha stumm an anvioù-gwan betek 24 stumm en holl, da skouer :

Este hombre
("An den-mañ)
Éste
("Hemañ")

Derezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemmañ a ra a yezh da yezh an niver a derezioù diforc'het gant ar gerioù diskouez, da lâret eo pellder diouzh an hini a zo o komz hag an hini emeur o komz outañ/i.

E yezhoù 'zo, en o zouez an alamaneg hag ar yezhoù skandinavek, n'eus diforc'h derez ebet hag e vez implijet ur rummad gerioù diskouez nemetañ, da skouer :

Un derez: Alamaneg
Derez nemetañ
Dieses Mädchen
("Ar plac'h-mañ/-se/-hont") den-mañ"

Mar bez ezhomm avat e c'hell bezañ spisaet resisoc'h daveennoù an anvioù-kadarn implijet gante seurt anvioù-gwan spisaat (implijet ivez dreze o-unan evel raganvioù spisaat a-hendall) dre ouzhpennañ ragverboù lec'hiañ, da skouer :

Dieses Mädchen hier
("Ar plac'h-mañ/-se/-hont amañ = " Ar plac'h-mañ")
Dieses Mädchen da
("Ar plac'h-mañ/-se/-hont aze = " Ar plac'h-se/-hont")

E meur a yezh, en o zouez ar galleg hag ar saozneg e vez graet un diforc'h etre daou derez, an derez tost (saoz. proximal) hag an derez pell (saoz. distal), da skouer :

Daou derez: Saozneg
Derez tost
"An den-mañ"
Derez pell
"An den-se"

Evel meur a yezh all avat, en o zouez ar spagnoleg, e vez graet an diforc'h e brezhoneg etre tri derez pellder. E spagnoleg e vezont merket gant anvioù-gwan keit ha ma vezont merket gant lostgerioù stag e brezhoneg:

Tri Derez (lostgerioù: Brezhoneg<:u>
Derez plaen
"An den-mañ"
Derez tost
"An den-se"
Derez pell
"An den-hont"
Tri Derez (anvioù-gwan): Spagnoleg
Derez plaen
''Esta manzana
("An aval-mañ")
Derez tost
''Esa manzana
("An aval-mañ")
Derez pell
Esa manzana
("An aval-mañ")

Gant yezhoù zo, e vez diforc'het pevar derez disheñvel, da skouer :

Pevar Derez (anvioù-gwan): Samieg an norzh
Derez plaen
Dát biila
("Ar c'harr-tan-mañ"
Derez tost
Diet biila
("Ar c'harr-tan-se" - tost ouzhit)
Derez pell
Duot biila
("Ar c'harr-tan-se - pell-walc'h diouzimp hon-daou)
Derez pellañ
Dot biila
("Ar c'harr-tan-hont - pell-tre diouzimp hon-daou)

Diforc'hioù all a vez graet ivez gant meur a yezh nann-europek, da skouer ma vez kavet an daveenn uheloc'h pe izeloc'h evit an hini a zo o komz, hervez ma c'heller he gwelet pe get pe hervez ma reer dave d'un dra en e bezh pe a-dammoù. Brudet-meur eo an inuktitut dre ma vez graet meur a diforc'h gantañ.

Deiktelezh divizel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn ar fed ma talvez ar gerioù diskouez da lec'hiañ o daveennoù er gwirvoud fizikel e c'hellont talvezout ivez da elfennoù deiktel o liammañ elfennoù an diviz ouzh elfennoù divizel all, da skouer :

"Berr eo ar frazenn-mañ"
I said he was fat. He didn't like that
("Lâret a ris e oa tev. Ne blijas ket (se/an dra-se) dezhañ")

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ger diskouezañ, e Yezhadur Kervella, 1947.