Kaozeal:Ger diskouezañ
Neuz
Kemmet em eus *diskouezañ e diskouez, 23 gwech er pennad ; dav eo kemmañ anv ar pennad ivez, mard eo ar gumuniezh a-du. — Lagad Zoltec (kaozeal) 3 Ebr 2018 da 18:08 (UTC)
- Diskouezañ e Yezhadur Kervella. Goulenn a ran ma tistrofed da zoare Neal, ha Kervella. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Ebr 2018 da 18:43 (UTC)
- Iskisat afer ! Gwir eo e ra Kervella gant « diskouezañ », lakaet da dalbenn ur chabistr. Gwir eo, a-hendall, na gaver ket ar verb « diskouezañ » er geriadurioù a ro a-unvouezh « diskouez » e-giz anv-verb ! Chalm, mac'hat, en doa spurmantet an toull-strap : kinnig a ra « ger diskouez »… Po'low (kaozeal) 4 Ebr 2018 da 09:29 (UTC)
- Iskisat? E pe vloavezh eo bet embannet Yezhadur Kervella ? me gred eo 70 vloaz bennak zo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Ebr 2018 da 11:46 (UTC)
- e peseurt embannadur e lennez "ger diskouez"? Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Ebr 2018 da 06:32 (UTC)
- Iskisat? E pe vloavezh eo bet embannet Yezhadur Kervella ? me gred eo 70 vloaz bennak zo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Ebr 2018 da 11:46 (UTC)
- Iskisat afer ! Gwir eo e ra Kervella gant « diskouezañ », lakaet da dalbenn ur chabistr. Gwir eo, a-hendall, na gaver ket ar verb « diskouezañ » er geriadurioù a ro a-unvouezh « diskouez » e-giz anv-verb ! Chalm, mac'hat, en doa spurmantet an toull-strap : kinnig a ra « ger diskouez »… Po'low (kaozeal) 4 Ebr 2018 da 09:29 (UTC)
"Ar gerioù diskouez zo ‑mañ, -se, ‑hont, hervez al lec'h m'emañ an
dra diskouezet. Klotañ a reont gant amañ, aze, ahont."
Tennet eus ar Yezhadur embannet gant Ti-embann ar skolioù e 1989 evit eil derez Diwan.
"[...]. Skrivet e oa bet ar c'hentelioù gant Lukian
Kergoat, Yvon Gourmelon, Francis Favereau ha Martial Ménard. Tud all o doa roet un taol sikour
ivez : Paskal ar Marc'heg, Divi Kervella ha Tudu Huon."--Prieladkozh (kaozeal) 5 Ebr 2018 da 08:06 (UTC)
Ar gerioù diskouezañ
[kemmañ ar vammenn]Meur a seurt zo eus ar gerioù-se:
- ar re zo anvioù-gwan, lakaet pe war-lerc'h pe a-raok an anv diskouezet (e kembraeg y ty hwn, e spagnoleg esta casa)
- ar re staget ouzh an anv (pe ar raganv) met n'int ket anvioù-gwan (an ti-mañ), hag a zo adverboù (berraet) evel e brezhoneg (an ti-mañ, ar re-mañ) pe e kembraeg (y ty 'ma), pe e galleg (cette maison-ci).
- ar raganvioù diskouezañ: hemañ, ... hwn, hwnnw, a gemer lec'h an anv diskouezet
Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Ebr 2018 da 06:33 (UTC)
- Pelec'h e Chalm ? La grammaire bretonne pour tous el « Lexique grammatical », p. 219-223, s.v. « ger diskouez » war un tu ha « démonstratif » en tu all. Ar pep fentusañ eo penaos e kaver e-kichen « diskouezañ » evit « le démonstratif » ivez ha « damziskouezañ » evit « démonstratif indéfini »… Po'low (kaozeal) 5 Ebr 2018 da 09:19 (UTC)