Origo

Eus Wikipedia

Un termen yezhoniel eo origo implijet gant tachenn ar bragmatelezh evit komz eus an daveenn pa ra dave dezhañ un elfenn deiktel, peurliesañ e-keñver an hini a zo o komz, da skouer:

"Ma zi eo bremañ" (eme Yann)

"Yann" eo origo ar frazenn-mañ ha drezañ e ranker kompren da biv e ra dave an elfenn deiktel "ma" (= "hini Yann"). pa vije bet savet an hevelep lavaraenn gant Katell avat e vefe disheñvel origo ar frazenn ha komprenet en un doare disheñvel ivez da heul an holl elfennoù deiktel liammet ouzh an origo-se ("ma" = "hini Katell"). Un elfenn deiktel all eo an tremen "bremañ" er frazenn-mañ ma ran beazñ komprenet hervez kenarroud amzerel ar pranatd ma oa bet savet al lavarenn. an hevelep termen eo evit ober dave dezhi hec'h-unan ("me" = "Katell"), Katell o an origo ar wezh-mañ neuze.