Rannfrazenn anv
Neuz
(Adkaset eus Frazenn anv)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen rannfrazenn anv pe sintagm-anv (saoz: noun phrase, diverraet NP) evit komz eus ur sintagm ganti da benn un anv-kadarn pe ur raganv pe o-unan pe implijet a-gevret gant renadennoù.
Bez' e c'hell ur rannfrazenn anv talvezout da arguzenn ur verb, da skouer rener, renadenn pe doareenn.
Setu ar renadennoù a c'heller implijout a-gevret gant un anv-kadarn evit sevel ur rannfrazenn anv :
- Doareerion :
- gerioù-mell strizh (an ~ al ~ ar) pe amstrizh (un ~ ul ~ ur) ;
- gerioù-diskouezañ (-mañ, -se, -hont)
- niveroù (daou, tri, pevar...)
- raganvioù-perc'hennañ (ma, da, e...)
- gerioù-kementiñ (kalz a, nebeut a...)
- Anvioù-gwan, d.s. (the red ball);
- Renadennou all: rannfrazennoù araogennek, d.a. An den gantañ ur valizenn en e dorn hag islavarennoù, da skouer, Al levrioù am boa lennet dec'h
A-wezhoù e c'hell en em derc'hel rannfrazennoù anv evel anvioù-kadarn, da skouer e brezhoneg al lostgerioù diskouezañ a vez staget ouzh ur sintagm-anv en he fezh kentoc'h evit ouzh an anv-kadarn spisaet gant ar ger diskouezañ war-eeun, da skouer, hep derc'hel kont eus ar ger-mell strizh ret e seurt degouezhioù e brezhoneg:
- Stag ouzh ar rannfrazenn anv
- "An taolioù bras-se"
- {[frazenn-anv.anv-gwan].lostger diskouezañ}
- Stag ouzh an anv war-eeun
- *"An taolioù-se bras"
- {[anv-kadarn.lostger diskouezañ].anv-gwan}