Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Rannfrazenn anv

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'on ket ur mailh war an traoù -se, met frazenn zo "phrase" e galleg, ha n'eo ket "phrase" e saozneg: "clause" e saozneg kentoc'h? Berr eo aet ma saozneg ha ne oa ket gwall hir.

Meur a wech e kredan ec'h implijez "frazenn anv" e-lec'h ma vez graet gant "islavarenn stag" (un anv divalav, met implijet e Yezhadur kervella)... ma komprenan un dra bennak eveljust. Bianchi-Bihan 20 Meu 2007 da 23:03 (UTC)[respont]

ya, kompren a-walc'h e pelc'h emañ an dalc'h. N'eo ket kevatal "sentence" (galleg: "phrase") ha "clause", ur rann eus ur frazenn, (galleg: "proposition"). Gwir eo ivez e vez graet "islavarenn" eus "clause" ha reizh eo d'am soñj an termen-se seul wezh ma ra dave d'ur "relative clause" pe d'ur "dependent clause" pe "subordinate clause" (n'oûn ket re vat da behini e ra dave an termen implijet gant Kervella, lakaat a rin un tamm sell), met evit ober diouzh "noun clause" pe "verb clause" em boa kavet gwell ober gant an tremen "frazenn" kentoc'h evit "islavarenn" rak n'int ket an NP (nag ar VP, PP...) iselfennoù stag ouzh un elfenn pennañ all (evel gant un "islavarenn stag") met kentoc'h elfennoù kevreadurezhel diazez ma vez savet frazennoù diwarne. Kavout a rae din e oa gwell ivez ober hep "lavarenn" war-eeun hag a dennfe d'am soñj re d'ar "parole" pe c'hoazh "énoncé". Soñjet am boa ober gant "frazennig anv" met ne blij ket gwall din ivez. D'am soñj eo madig a-walc'h ober gant "frazenn anv" h.a. rak n'eo ket ret treiñ an hevelep termen saoznek gant an hevelep termen brezhonek atav, seul wezh ma vezont dibabet en un doare poellek ha termenet mat e brezhoneg evel-just. A-hend all ne blij ket re din tremenoù all bet implijet ganin: "diviz" evit "discourse", rak re amsklaer eo met an termen-se am eus bet kavet er geriadurioù, ha graet am eus kentoc'h gant "prezegad" evit "predicate" hervez Imbourc'h kentoc'h evit gant "prezeg"... N'eus forzh penaos, trugarez evit da evezhiadennoù. Laouen on o welet e vez lennet ken aketus all ar pennadoù bet savet ganin. Ha n'az pez ket aon ivez rak reizhañ fazioù yezhadur war-eeun ivez mar fell dit. Neal (Kaozeal) 21 Meu 2007 da 07:24 (UTC)[respont]