Anv annezidi Stadoù-Unanet Amerika
Plediñ a ra ar pennad-mañ gant an doare da envel annezidi Stadoù-Unanet Amerika.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Amerikan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E brezhoneg, evel er yezhoù keltiek all hag en ur bern yezhoù er bed (alamaneg, arabeg, galleg, rusianeg…), e vez graet gant ur stumm kevatal d'ar ger American, an anv a ra annezidi ar vro-se anezho o-unan, da lavarout eo gant Amerikan en unander, hag Amerikaned el liester, dreist-holl.
Anv zo, zoken, eus amerikaneg a-wechoùigoù[1], met saozneg SUA a vez graet peurliesañ eus an American English, evel ma vez laret er yezh-se.
Amerikad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kinniget e oa bet, e 1983[2], lakaat kemm etre Amerikan, a vije bet mat evit SUA, ha Amerikad a vije bet mat evit ar c'hevandir a-bezh[3].
N’eo ket bet heuliet kaer an diforc'hañ-se, marteze abalamour m'eo re dost an eil stumm ouzh egile. Geriadur an Here a laka un tamm kemm etrezo : Amerikad a dalvez evit ar c'hevandir a-bezh ha netra ken, hag Amerikan evit ar c'hevandir a-bezh, hag ouzhpenn, ent-strizh, evit Stadoù-Unanet Amerika[4].
Sklaer eo ne ra ket berzh ar ger Amerikad abaoe 1983, hag e vez implijet ar ger Amerikan en daou ster, evel en holl yezhoù dre vras.
Amerikaned ouzh Stadunaniz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alies koulskoude e vez implijet an termen Amerikaned pa vez c'hoant d'ober anv eus annezidi ar Stadoù Unanet. Graet e vez e-giz-se dre m'eo deuet Stadoù-Unanet Amerika da vezañ ar galloud armerzhel ha politikel brasañ en Amerika hag er bed a-bezh. En em silañ a ra o levezon sevenadurel dre-holl ivez, ha dreist-holl abaoe an Eil Brezel-Bed.
Daoust da se eo re ledan ha re amresis an termen Amerikaned pa vez c'hoant d'ober anv en un doare reizh eus annezidi ar vro-hont. Kalz brasoc'h eget SUA eo Amerika.
Kizidik eo annezidi Suamerika dreist-holl war ar poent-mañ. Ganto e vez graet ingal gant an termen « Estadunidense » pe « Estadounidense »[5], ha n'eo ket gant « Americanos » (Amerikaned) evit ober anv eus tud SUA.
Se zo kaoz e vez gwelet, abaoe 2006 dreist-holl, muioc'h-mui a vrezhonegerien oc'h ober gant ar gerioù Stadunanad (ha stadunanat), Stadunaniz. Betek ar ger stadunaneg zo bet savet[6].
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En euskareg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Estatubatuar, eo ar ger, eus batua, unvan.
E galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E galleg eo ar ger Américain an hini degemeret hag erbedet gant servijoù ar Stad[7],[8].
Etasunien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez a-wechoù ivez États-Unien pe Étasunien, testeniet abaoe 1910[9], met n'eo deuet war-wel da vat nemet er bloavezhioù 1990. Daoust ma vez graet aliesoc'hik gantañ e Kanada eget en Europa n'eo ket ken stank an termen-se, ha gwelet e vez dre vras en daou du d'ar Meurvor Atlantel evel un termen dismegañsus, pe da vihanañ abegus e-keñver Stadoù-Unanet Amerika.
- Radio-Kanada gallek en deus bet lavaret eo un termen « péjoratif » ("gwashaus"), ha berziñ a rae ober gantañ e-lec'h « américain »[10].
- E 1994, ar pennad ÉTASUNIEN,IENNE, e-barzh Le nouveau Petit Robert, renet gant Josette Rey-Debove hag Alain Rey, ma'z eus roet ur skouer tennet eus ar pemdeziek katolik La Croix, e 1965 .
- E 2008 ez eus divizet gant France-Info ne vefe ket graet gant an termen-se ken gant ar gelaouennerien[11].
- Met implijet eo bet gant Le Monde e kentelioù douaroniezh : https://web.archive.org/web/20150924092351/http://www.lemonde.fr/revision-du-bac/annales-bac/geographie-terminale/l-organisation-du-territoire-des-etats-unis_t-hrde100.html .
- E 2010 e tivizas kumuniezh ar Wikipedia gallek chom hep ober gantañ evit abegoù neptuegezh : «En application de Wikipédia:Neutralité de point de vue, le terme «états-unien» et ses variantes orthographiques ne doivent pas être utilisés lorsqu'il est possible d'utiliser le terme «américain» à leur place»[12].
- Implijet eo ivez gant er metoù enep-amerikan, en embannadurioù an altermondialisted (Daveoù a vank), ar Réseau Voltaire[13], Jean-Luc Mélenchon[14], Marine Le Pen (Daveoù a vank), Republikanourien c'hall (evel lec'hienn "Comité Valmy"[15]); Dieudonné[16], Alain Soral[17]…
En italianeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gant « statunitense » e vez graet en italianeg, met gant « americano » aliesoc'h.
E portugaleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]e vez graet e portugaleg Brazil, koulz ha gant « norte-americano », ar pezh a c'hallfe ober dave da annezidi Kanada pe Mec'hiko ivez.
- Gant « norte-americano » kentoc'h e reer e Portugal.
E spagnoleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An tri ger « norteamericano », « estadounidense » hag «americano»[21], erbedet gant an Akademiezh spagnolek, a vez graet gante, hervez an dud pe an degouezh, met meur a bennad er Wikipedia spagnolek ne reont nemet gant ar ger estadounidense[22], met lavaret e vez bepred fútbol americano da skouer evit mell-droad amerikan.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur Ménard
- ↑ Dafar 63 evit ar Geriadur Broadel, Preder, 1963, p. 8.
- ↑ Da skouer: Geriadur arnevez gallek-brezhonek, Imbourc'h, 1983, p. 8.
- ↑ Geriadur brezhoneg an Here, 2001, p. 40a
- ↑ Estadounidense eo ar stumm erbedet e spagnoleg gant ar Real Academia Español[1]
- ↑ [2] Lec'hienn Sav-Heol, embannet d'ar "16 mai (sic) 2015" da 12:05.
- ↑ Journal officiel (1994)
- ↑ Recommandation concernant les noms d'États, d'habitants, de capitales, de sièges diplomatiques ou consulaires (liste établie par le ministère des affaires étrangères et européennes)
- ↑ *La Revue du mois, volume 10, page 56, 1910. « A la différence des États-Uniens et des Canadiens, les latins du Mexique, du Pérou, du Chili, de l’Argentine et du Brésil ne sont point — ou à peine — affligés du préjugé de couleur; »
- ↑ La qualité du français à Radio-Canada p. 21, annexe 1 : « L. La direction pourrait, par exemple, prohiber l'utilisation du terme "États-unien" en invoquant le fait que ce terme à une connotation péjorative. » (Daveoù a vank) Amspis : mankout a ra ar bloavezh.
- ↑ 24 a viz C'hwevrer 2008
- ↑ [3]
- ↑ [4]
- ↑ Da skouer: [5],
- ↑ [6]
- ↑ E lec'hienn Quenel+
- ↑ E lec'hienn.
- ↑ Dicionário Houaiss.
- ↑ Dicionário Michaelis
- ↑ Será correcto dizer estado-unidense em lugar de norte-americano?
- ↑ Real academia española
- ↑ Pennad diwar-benn Alamaned ar Stadoù-Unanet: es:Germano-estadounidense; diwar-benn Stadunaniz e Mec'hiko: es:Inmigración estadounidense en México; diwar-benn Stadunaniz er Filipinez es:Inmigración estadounidense en Filipinas; diwar-benn Kengor Olimpek SUA es:Comité Olímpico Estadounidense, ...