Marine Le Pen
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Marine Le Pen |
| Anv ganedigezh | Marion Anne Perrine Le Pen |
| Anv-bihan | Marine |
| Anv-familh | Le Pen |
| Anv berr | MLP |
| Treuzskrivadur API | ma.ʁin lə.pɛn |
| Deiziad ganedigezh | 5 Eos 1968 |
| Lec'h ganedigezh | Neuilly-sur-Seine |
| Tad | Jean-Marie Le Pen |
| Mamm | Pierrette Lalanne |
| Breur pe c'hoar | Marie-Caroline Le Pen, Yann Le Pen |
| Pried | Éric Iorio, Franck Chauffroy |
| Kompagnun(ez) | Louis Aliot |
| Bugel | Jehanne Chauffroy, Mathilde Chauffroy, Louis Chauffroy |
| Familh | familh Le Pen |
| Paeron pe maeron | Henri Botey |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Yezh implijet dre skrid | galleg |
| Kondaonet evit | Falstamall, misappropriation of public funds |
| Penalty | ineligibility in french law, Q108476309, Q20933377, fine |
| Micher | politiker, alvokad, cadres de la fonction publique, professions libérales et assimilés |
| Tachenn labour | Politikerezh |
| Bet war ar studi e | Skol-Veur Panthéon-Assas |
| Diplom skol-veur | Master of Laws |
| Lec'h labour | Strossburi, Brusel |
| Deroù ar prantad labour | 16 Gen 2011 |
| Strollad politikel | Rassemblement National |
| Relijion pe kredenn | Katoligiezh |
| Darvoud-alc'hwez | Affair of the parliamentary assistants of the National Front in the European Parliament |
| Prizioù resevet | Q19629928 |
| Postel | mailto:contact@mlafrance.fr, mailto:marine.lepen@assemblee-nationale.fr |
| Lec'hienn ofisiel | https://mlafrance.fr |
Marion Anne Perrine Le Pen, brudet evel Marine Le Pen, bet ganet d'ar 5 a viz Eost 1968 e Neuilly-sur-Seine, zo ur bolitikerez c'hall. Merc'h eo da Jean-Marie Le Pen ha penn ar strollad broadelour gall Front National etre 2011 ha 2021, adanvet ganti Rassemblement National e 2018.
Emouestlet eo he e bed ar politikerezh er strollad Front National ; bet eo e-karg meur a gannad lec'hel abaoe 1998 (kuzulierez rannvroel en Île-de-France, e Nord-Pas-de-Calais ha goude-se en Hauts-de-France, kuzulierez ti-kêr Hénin-Beaumont) ; ur sez he deus e Parlamant Europa abaoe 2004 ; bez' ez eo kenbrezidantez ar c'hengevread strolladoù broadelour Europe des nations et des libertés (ENL).
Dilennet e oa bet e penn ar strollad Front national e-kerzh kendiviz Tours e miz Genver 2011, da gemer lec'h he zad Jean-Marie Le Pen, a oa krouer ha penn ar strollad. Pa oa kannadez ar Front National da-geñver dilennadegoù prezidant Bro-C'hall 2012, e tizhas an trede plas nemetken en dro gentañ, gant 17,90 % eus ar mouezhioù. Kannadez e voe adarre e 2017, ma teuas a-benn da dizhout an eil tro gant 21,30 %, a-dreñv Emmanuel Macron. Bez' ez eo an eil maouez o tizhout an eil tro e dilennadegoù prezidant e Bro-C'hall.
Marine Le Pen a oa bet lakaet war listenn an Time, an Time 100, ul listenn eus ar c'hant den galloudusañ dre ar bed e 2011 ha 2015.
En eil tro dilennadegoù prezidant Bro-C'hall 2017 e oa en em gavet Emmanuel Macron, penn ar strollad En Marche, e-tal Marine Le Pen, prezidantez ar strollad broadelour gall Front National.
Justis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 31 a viz Meurzh 2025 eo kondaonet Marine le Pen d'ur c'hastiz andilennadusted da dalvezout raktal evit pemp bloaz. Kondaonet eo bet hi evit afer ar skoazellerien parlamantel [1]. Dre-se ne c'hell ket bezañ war ar renk evit dilennadegoù prezidantel Bro-C'hall 2027. Ne vez ket rebechet dezhi bezañ bet pinvidikaet dre bogoderezh fontoù foran met bezañ arc'hantaouet ar strollad politikel Front National d'ar mare-se.