Jean-Luc Mélenchon
Jean-Luc Mélenchon, ganet e Tanger (Maroko) d'an 19 a viz Eost 1951 en un tiegezh a orin spagnol dre e dud-kozh, zo ur politikour gall, bet senedour eus ar PS, bet sekretour-stad. Brudet eo bet e Breizh abalamour d'e enebiezh ruz ouzh Diwan hag ouzh ar brezhoneg.
E dibenn 2008 ez eas kuit eus ar PS, evit mont da sevel ur strollad nevez, ar Parti de Gauche (strollad an tu-kleiz). A-raok dilennadegoù prezidant Bro-C'hall 2017 ez eo e-touez saverien La France insoumise. Bez eo prezidant strollad deputeed La France insoumise er Vodadeg vroadel c'hall.
E anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un anv a orin spagnolek eo. Dont a ra an anv Mélenchon eus Belinchón, anv ur gêrig vihan eus Proviñs Cuenca.
Buhez personel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kargidi dindan ar stad c'hall e oa e dud e Tanger. E dad, Georges Mélenchon, a oa resevour ar post hag e vamm a oa skolaerez; o-daou e oant ganet en Aljeria, un drevadenn c'hall neuze. E Tanger e oa ganet e 1951.
- Mont a reas gant e vamm pa zispartias e dud : da Normandi da gentañ, da Jura (departamant) goude.
- Bachelouriezh e 1969.
- Dimezet eo bet ha bet ur verc'h.
- Bevañ a ra e Pariz, gant Saïda Jawad[1],[2], un aktourez a orin marokan, kamaradez da Valérie Trierweiler, a zo bet serc'h da François Hollande.
Buhez politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E Besançon e teuas da vout ezel eus an Organisation communiste internationaliste (trotskour lambertour) a-raok bout unan eus pennoù ar strollad er gêr-se. Emezeliñ a reas er Strollad Sokialour Gall e 1976.
- Gantañ hag e vignoned eus l'Observatoire du Communautarisme hag ar "Grand Orient de France" e oa bet aozet ar c'hendiviz e Sened Bro-C'hall d'ar 24 a viz Du 2006 ma voe pedet Françoise Morvan da zistagañ ur brezegenn enep Karta Europat ar yezhoù, hag a-enep difennerien ar yezhoù evel Diwan[3].
- Er bloaz 2012 ez a war ar renk da geñver dilennadegoù Prezidant ar Republik, en anv ar Front de Gauche, ma tegouezh da bevare gant tost da 4 milion a vouezhioù (8,65% eus an dud enskrivet).
- D’an 22 a viz Eost 2014 e ro da c'houzout e ro e zilez eus e bost kenprezidant ar "Parti de Gauche".
Skritell en Oriant, miz C'hwevrer 2022.
- Dilennadeg: mont a ra da glask mouezioù evit mont da Gadoriad e Bro-C'hall e 2022.
Madoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 2017 en doa diskleriet e vadoù a-raok an dilennadeg da brezidant:[4]
Relijion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daoust ma ne lavar ger a se e vefe frañmason hag ezel eus ar "Grand Orient de France"[5],[6].
Kaozioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Graet en deus "sklaved" eus Bonedoù Ruz 2013 e Breizh[7]. Ur pennad kaoz zo bet gantañ er gelaouenn Bretons e miz C'hwevrer 2014.
Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- À la conquête du chaos, Éditions Denoël, 1991.
- Rocard, le rendez-vous manqué, Éditions Denoël, 1994.
- Le Nouvel Âge du capitalisme (ouvrage collectif), Éditions L'Harmattan, 1998.
- Pour la république sociale (ouvrage collectif), Éditions L'Harmattan, 2002.
- Causes républicaines, Éditions du Seuil, 2004 (adembannadur skridoù eus Le Monde, Marianne, Politis, La Nouvelle Revue socialiste, À Gauche, ha re all).
- En quête de gauche, Éditions Balland, 2007.
- Laïcité : réplique au discours de Nicolas Sarkozy, chanoine de Latran, Éditions Bruno Leprince, 2008.
- L'Autre Gauche, Éditions Bruno Leprince, 2009.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ http://www.lepoint.fr/people/apres-gerard-jugnot-saida-jawad-seduit-jean-luc-melenchon-08-10-2015-1971951_2116.php
- ↑ https://fr.news.yahoo.com/saïda-jawad-compagne-jean-luc-mélenchon-142000317.html
- ↑ [1]
- ↑ Meneget gant mediapart : https://blogs.mediapart.fr/vilmauve/blog/250317/jean-luc-melenchon-le-millionnaire-des-insoumis
- ↑ http://www.lepoint.fr/presidentielle/une-plainte-maconnique-contre-frere-melenchon-04-05-2017-2124835_3121.php
- ↑ https://blogs.mediapart.fr/camille-varsan/blog/040517/lettre-mes-freres-du-grand-orient
- ↑ http://7seizh.info/2013/11/02/pour-jean-luc-melenchon-les-bonnets-rouges-sont-des-esclaves-des-clericaux-et-des-nigauds/