Bretons
Bretons a zo ur gelaouenn viziek diwar-benn ar Vretoned ha kevredigezh Breizh hag a zo embannet e Gwened, er Morbihan.
Krouet eo bet e miz Gouere 2005 gant ar pennskridaozer Didier Le Corre. Kaoz a vez enni eus kevredigezh ha sevenadur, eus paotred ha merc'hed hag a labour war bep seurt tachennoù : lennegezh, sinema, mediaoù, ekonomiezh, keginerezh, liverezh, bannoù-treset, sport... Atersadennoù ha teuliadoù disheñvel ar gelaouenn a ro keleier diwar-benn ar Vretoned hiziv an deiz, hag eus ar birvilh sevenadurel hag ekonomikel er rannvro.
2013
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn Genver 2013 ez eus bet goulennet ouzh ar stalioù, gant ar skigner Ouest-France, distreiñ ar skouerennoù e gwerzh, dre ma tisplije dezhañ golo ar gelaouenn ma oa skrivet e oa 18% a Vretoned a-du gant Breizh dizalc'h[1],[2],[3],[4].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://web.archive.org/web/20130131024252/http://www.rennes.lemensuel.com/actualite/article/2013/01/28/sondage-sur-lindependance-de-la-region-le-magazine-bretons-retire-de-la-vente-13712.html
- ↑ https://web.archive.org/web/20130202070226/http://7seizh.info/2013/01/26/bretons-magazine-n-84-fevrier-retire-de-la-vente-sans-delai/
- ↑ https://web.archive.org/web/20130202070234/http://7seizh.info/2013/01/28/affaire-bretons-magazine-alors-monsieur-hutin-erreurs-dimpression-ou-cris-dorfraie-sur-une-une-qui-derange/
- ↑ https://web.archive.org/web/20130504225938/http://7seizh.info/2013/01/29/affaire-bretons-la-cfdt-ouest-france-sort-un-tract-de-protestation-ce-mardi-soir/
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |