Wikipedia:Argerzhadur evit diskoulmañ tabutoù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask



Nuvola apps korganizer.svg

Pennaennoù ha politikerezhioù diazez


Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar Wikipedia.
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujañ dezho.


Diskoulmañ tabutoù


Digoradur[kemmañ]

Stop hand.png Ar argerzhadur-mañ ne dalvez ket evit reizhadennoù bihan e c'hell pep hini ober gant sevended (Gwelit ivez: Bezañ dizaon ha Diverkañ raktal).

An doare gwellañ da dont a-benn da diskoulmañ tabutoù eo chom hep o sevel

Ret eo atav doujañ d'ar re all ha d'o sav-poentoù daoust ha ma c'hellont bezañ disheñvel diouzh da re. Arabat mont war hent ar c'hemmañ-digemmañ er pennad pennañ pa sav un tabut diwar e benn (Gw. Pennreolenn Nv. 4). Pa vez embannet un dra gant unan bennak ha n'out ket a-du gantañ, e-lec'h lakaet an destenn evel ma oa, klask e wellaat en ur displeañ da abegoù war ar bajenn gaozeal. M'en em dalc'h un implijer/ez all en un doare diseven ez keñver, arabat e dagañ pe he zagañ d'az tro ha m'ac'h a an traoù re bell kas ur gerig da unan eus ar verourion. O klask chom neptu atav e c'heller ivez mont e-bioù da veur a dabut.

Pazennoù[kemmañ]

Setu ar pazennoù a vo huliet gant ar verourion evit dont a-benn da diskoulmañ un tabut:

Madrid-MetroLinea1.svg Pazenn 1 Gwelet a ra un implijer/ez ur skridaozadenn a gav dezhañ/i e c'hellfe bezañ direizh (pe kemennet e vez gantañ/i d'ur merour ha goulenn outañ mont da lakaat ur sell)
 
Madrid-MetroLinea2.svg Pazenn 2 Skrivañ a ra an implijer/ez (pe ar merour m'eo bet pedet outañ) ur c'hinnig reizhañ ha/pe un displegadenn war ar pezh a zo da ziverkañ pe da reizhañ war pajenn ar gaozeadenn
 
Madrid-MetroLinea3.svg Pazenn 3 Gortozet e vo un nebeut devezhioù d'an nebeutañ, amzer d'an implijerion/ezed all da reiñ o soñj. Mar ne sav tabut ebet e c'hell bezañ kaset da benn ar reizhadenn. Mar sav tabut e vez pedet ouzh unan eus ar verour dont da lakaat e soñj ma n'eo ket bet graet a-raok ha goulennet o ali digant ar verourien all seul wezh ma vez tu. Gortozet e vo ur sizhunvezh d'an nebeutañ a-raok kemmañ ar pennad gant ur merour bet resevet gantañ ali ar verourion all pe get.
 
Madrid-MetroLinea4.svg Pazenn 4 Ma nac'h an implijerion/ezed o kemer perzh en tabut plegañ ouzh arguzennoù ha/pe diviz ar merour pe ar verourion e c'hellont goulenn ez-ofisiel he ali digant ar gumuniezh war ar bajenn gaozeal
 
Madrid-MetroLinea5.svg Pazenn 5 Graet e vo hervez ali ar gumuniezh. N'eus ket ezhomm sevel ur votadeg bewech: ar c'henasant a c'hell bezañ pe digor pe sioul, met d'ar merour da bouezañ evit kaout un nebeud alioù sklaer.

Diorroadur[kemmañ]

Kaozeal gant ar re all en taol[kemmañ]

Ret eo klask dont a-benn da diskoulmañ un emglev er penn-kentañ dre implijout ar bajenn gaozeal evit kaozeal gant an holl implijerion/ezed all e-barzh an taol. Bez' e c'heller ivez mont e darempred gant an implijerion/ezed all war-eeun dre skrivañ dezhe war o fajenn bersonel. Arabat kas an tabut davet ar bajenn bennañ (ar pennad e-unan). Arabat ivez tagañ an dud ez-personel en ur glask chom sioul ha seven atav (Gw. Pennaenn Niv. 2). Klask kompren ha derc'hel ont eus sav-poent ar re all evit tizhout un emglev. Ret eo krediñ atav emañ an holl implijerion/ezed all o labourat evit mad ar raktres, nemet ma vefe prouennoù fetis o tiskwel emaint o klask plantañ reuz pe distrujañ ar wikipedia a-ratozh-kaer. Mar fell dit klask sikour, kae e darempred gant unan eus ar verourion da gentañ. Ret eo kaozeal gant ar re all en un doare sioul ha seven adalek ar penn-kentañ hag a-hed an tabut hep lakaat an tabut da vont war washaat o klask dont da vezañ trec'h kousto pe gousto. Ret eo diskwel emeur prest da gaozeal ha da selaou aliioù ar re all ha da derc'hel kont eus o sav-poentoù evit dont a-benn da dizhout un emglev.

Kilañ[kemmañ]

Chom a-sav da dabutal eo unan eus an doareoù gwellañ da lakaat fin d'un tabut, da lâret eo kilañ un tammig chom a-sav e-pad ur prantadig da genlabourat ha da skrivañ war ur pennad resis da gemer perzh er gaozeadenn. Bez' e c'heller ivez goulenn digant tud all na n'o deus ket bet kemeret perzh en tabut betek-hen dont da lakaat ur sell evit klask un diskoulm objektiveloc'h. Diwall a ranker dreist-holl da chom hep lammat war implijerion/ezed nevez evit leuskel dezhe amzer a-alc'h evit en em voaziañ diouzh doareoù mont-em-dro ar raktres. Pa chomer a-sav da dabutal war ur pennad resis e c'heller mont da sevel, kemmañ ha/pe reizhañ pennadoù all ma ne savfe tamm tabut ebet diwar o fenn evit en em sioulaat ha dont da welet an traoù en un doare pozitiveloc'h. Goude bezañ leusket un tabut a-gostez e c'heller distreiñ war-lerc'h evel-just gant un doare disheñvel da welet an traoù.

Mont pelloc'h[kemmañ]

Nemet pa ne deuer ket a-benn da diskoulmañ un tabut dre gaozeal e c'heller mont pelloc'h.

Hanterouriezh diardu[kemmañ]

Pa grog an traoù da vont war an hent fall, hag a-raok ma'c'h afent re bell, e c'heller pediñ ouzh implijerion/ezed all ha n'o deus ket kemeret perzh en tabut na bet disklêriet ur sav-poent resis gante dont da lakaat ur sell ha klask tizhout un emglev ojektivel evit dont-abenn da diskoulmañ an tabut. Bez' e c'heller ivez goulenn ouzh ar verourion hen ober en un doare diardu da gentañ.

Hanterouriezh diavaez[kemmañ]

Tizhout kenemglevioù eo pennaenn bennañ mont-en-dro ar Wikiedia. A-benn gallout tizhout un emglev diwar-benn ud nodenn resis e c'hell bezañ ret goulenn ali implijerion/ezed all hag n'o deus ket bet kemeret perzh en tabut. Evit kas da benn un hanterouriezh diavaez e c'heller mont e darempred gant ar verourion hag an implijerion/ezed all war-eeun pe c'hoazh leuskel ur gerig war ar bajenn ispisial-mañ:

Ma n'eo ket bet disklêriet un arsav-tabut ganit betek-hen, bez' e rankfes en ober bremañ a-raok mont pelloc'h. Ma kendalc'h un tabut, ha dreist-holl ur brezel-embann, bez' e c'heller goulenn ouzh unan eus ar verourion stankañ ar bajenn da c'hortoz, pe divizout a c'hell ur merour hen ober war-eeun hep ma vije goulennet outañ gant implijer/ez ebet o kemer perzh en tabut en ur disklêriañ an abegoù atav.

Votadegoù[kemmañ]

Ma ne deuer ket a-benn da dizhout un emglev dre gaozeal na zoken goude ma vije bet roet o ali gant implijerion/ezed all evit kas da-benn un hanterouriezh diavaez e c'heller kas da benn ur votadeg. Pep implijer/ez a c'hell sevel ur votadeg met gwelloc'h eo goulenn ouzh ur merour ober war he zro evit ma vefe savet en un doare neptu. A-raok kas da benn ur votadeg, avat, e rank bezañ c'hwitet an holl hentoù all a c'helle kas d'un diskoulm.

Alvokaded/ezed[kemmañ]

Bez' e c'heller goulenn sikour digant n alvokad/ez a-hed an tabut dre skrivañ d'ar gevredigezh-mañ war ar wikipedia saozneg: Kevredigezh Alvokaded/ezed an Izili. Daoust ha ma c'heller goulenn sikour un alvokad/ez abaoe penn-kentañ un tabut e vez erbedet gortoz un tammig ha gwelet hag-eñ n'haller ket e renkañ dre kaozeal en un doare sioul ha sevel etre an holl implijerion/ezed o kemer perzh en tabut. A-hendall e c'hell pep implijer/ez goulenn ali un alvokad hep ma teufe d'he/e sikour war-eeun.

Tredeogiezh[kemmañ]

Ma ne deuer ket a-benn da dizhout un emglev ha da ziskoulmañ an tabut goude bezañ kemeret an holl pazennoù a-raok e c'heller goulenn (wikipedia e saozneg). Pa vez goulennet tredeogiezh e ranker diskwel eo bet klasket dont a-benn d'ar gudenn e doareoù all betek-hen. Diheñvel eo an dredeogiezh diouzh an hanterouriezh rak rankout a ra an implijerion/ezed plediñ ouzh ali ar c'huzul tredeogiñ hentoc'h evit klask heñchañ an implijerion/ezed war hent un diskoulm dre genemglev.