Kaozeadenn Wikipedia:Argerzhadur evit diskoulmañ tabutoù
achu ar pennad. deuit bremañ da reiñ hoc'h ali ha da reizhañ ar fazioù-yezh evel-just --Merour (N) 29 Du 2006 da 14:12 (UTC)
Pazenn 1
[kemmañ ar vammenn]"Pazenn 1 Gwelet a ra ur merour n'eo ket reizh ar skridaozadenn"
Lakaet on diaes gant ar bazenn gentañ e-giz m'emañ kinniget. Estreget ar verourienn a c'hell soñjal ez eus traoù a-dreuz er skridaozadenn. Ouzhpenn se e rankfer skrivañ (evit chom neptu) : "Soñjal a ra d'ur merour..." ha n'eo ket "Gwelet a ra ur merour..." a-hend-all e komprener e vez atav ar gwir gant ar merour (ha ne vije ket an dra-se ur pennreolenn moarvat :-).--Yun 29 Du 2006 da 20:11 (UTC)
- gwir eo. kemmet e vo. ret eo lâret e c'hell an holl implijerion/ezed em em derc'hel evel merourion/ezed - n'eo nemet stankañ ha diverkañ da vat n'hallont ket ober. trugarez evit ar resisadur.--Merour (N) 29 Du 2006 da 20:38 (UTC)
A-du on ivez. Met dilamet ez eus bet ur resisadenn ; an dra-se ne dalvez ket evit ar reizhadennoù boutin. Da bep implijer eo d'ober anezho ha dezhañ da dibab etre daou doare : chañch diouzhtu (reizhskrivadur, tra diwir, frazenn direizh...) pe e skriv un evezhiadenn war ar bajenn gaozeadenn. Evit traoù kempennet fall e-keñver ar reolennoù pe an divizoù pe ar boazioù e c'hell ar verourien ober evezhiadennoù gant an nerzh desachet diouzh anaoudegezh istor ar wikipedia.
Da Neal : ar pajennoù a zo bet savet war reolennoù kundu a c'hellfe bezañ dindan ar framm envel Wikipedia:Argezhadur evit diskoulmañ tabutoù/Eil ginnig (da skouer) --Ch. Rogel 29 Du 2006 da 23:29 (UTC)
ken gwir all. a-du penn-da-benn ganeoc'h ho-taou. kemmet eo bet ar pennad evit lakaet bet hoc'h evezhiadennoù da dalvezout.--Neal 30 Du 2006 da 10:53 (UTC)