Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet/Diell 01

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Taolenn

Bleimor[kemmañ ar vammenn]

Kemmet hoc'h eus an destenn dre lakaat ur c'hemmadur en ul lec'h n'eo ket mat hen ober d'am soñj

Skrivet em boa Lec'hienn kentañ stroll Bleimor Sant Tenenan ha c'hwi hoc'h eus lakaet "Lec'hienn gentañ stroll Belimor Sant Tenenan. En degouezh kentañ e verker ez eo Stroll Bleimor Sant Tenenan ar c'hentañ stroll Bleimor, pa verkit c'hwi e vefe al lec'hienn-se al lec'hienn gentañ eus ar stroll Bleimor-se, pa n'eo ket. Gwir eo n'eo ket boull : E galleg ez eo Le site de "La 1ière (troupe des scouts marins) Saint Thénénan" tgwilhmod@orange.fr

Plymouth (Bro-Saoz)[kemmañ ar vammenn]

Gallout a rafes mont da reiñ da ali:

  1. e pajenn-divizout ar pennad Aberplymm? Trugarekaat.
  2. amañ: [[1]]. Bianchi-Bihan 22 Gou 2009 da 16:38 (UTC)
Kinnig a ran dit labourat da wellaat ar pennad-mañ, anvet hervez c'hoant sklaer pevar den er gaozeadenn zo bet en davarn, ha te en o zouez. Bianchi-Bihan 26 Gou 2009 da 17:01 (UTC)

Waroc'h[kemmañ ar vammenn]

A-raok kemm e c'hallfes kaozeal. Ne welan ket perak ne vije ket ur pennad Waroc'h, un anv a gaver skrivet e meur a dra. Bianchi-Bihan 11 Eos 2009 da 08:34 (UTC)

Yvonne Bollmann‎[kemmañ ar vammenn]

Amzer da lipat ur banne hag e vo. Bianchi-Bihan 19 Eos 2009 da 16:29 (UTC) Graet. Bianchi-Bihan 19 Eos 2009 da 16:43 (UTC)

Translation of a short story[kemmañ ar vammenn]

Hi my friend!

I would like to request something from you. Yes, translation. I hope, it's not a bad thing for you. Some years ago I wrote a (really) short story about a lonely man (actually symbolized the Saami nation). I translated into some languages and I thought, it would be great to have it more, like also in Brezhoneg :) I made this page, the English or French translation is somewhere there. You can put the Brezhoneg translation there. Thank you again! Sorry for my disturb... :( - hu:User:Eino81

Brezel-bed[kemmañ ar vammenn]

Roet peus da ali en davarn evit kudenn ar Brezelioù-bed ? Un dibab a zo d'ober kea da welet. Trug' --Y-M D 30 Eos 2009 da 16:39 (UTC)

D/Z and the Banshees[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Taolet ur sell ouzh ar reizhadennoù graet ganit er pennad diwar-benn Siouxsie. Pladenn diwezhañ? E diavaez Treger e lavarer pladenn ziwezhañ. A galon.--Ex-Smith 11 Her 2009 da 13:06 (UTC)

E Gwened ivez? N'on ket sur. Bianchi-Bihan 11 Her 2009 da 13:23 (UTC)
N'on ket evit lavarout. War am eus klevet ez afe da get e Leon ivez... E Kerne e klever bepred "un dra zu" ha traoù all evel-se.--Ex-Smith 11 Her 2009 da 13:35 (UTC)
Er c'horn eus Kerne m'emaout o chom, ya. Met bras-mat eo Kerne, hag e kanton Kallag ne gredan ket. Na tro-war-dro. Bianchi-Bihan 11 Her 2009 da 13:48 (UTC)
Kerne-Izel am bije ranket skrivañ.--Ex-Smith 11 Her 2009 da 13:51 (UTC)
Marteze e vije mat kas ar gaozig-mañ d'ar bajenn zereat (n'eo ket aes da lar't), mil boan am bo rak aet eo da fall ma logodenn (ar re zo erru er c'hav zo yac'h-pesk, ha n'em eus kazh ebet). ~Que navo! Bianchi-Bihan
"PLadenn diwezhañ" an hini eo, n'eo ket un afer tregeriek e mod ebet, taolit ur sell ouzh ar yezhadurioù hag an hentennoù a galite hag e welot penaos ne reer ket, peurliesañ, ar c'hemmadur D>Z da heul un 'N', ha se zo kaoz e vo lavaret 'loa zu' met pladenn diwezhañ', e Kernev hag e bro-Leon zoken. A galon Fulub Cayenne.
Me 'gav din eo diret ar c'hemmadur D/Z goude un "n", ha ne vez kavet nemet evit gerioù berr a-walc'h (me 'gav din eo reizh "bran zu"), met evit gerioù hir e kavan kement-se "dinaturel" a-walc'h, dreist-holl pa grog ar gerioù gant ar rakgerioù "dis, dis-", sed aze perak e oan aet da cheñch... *ur vigoudenn zihun? hag ivez *ur vaouez zistrantell, *tud zihun (ha klevet 'vez?).Trec'hlid mitonet 11 Her 2009 da 14:33 (UTC)
Yezhadur bras ar brezhoneg, F. Kervella, pajenn 91 : "kemmadurioù an D ne vezont ket graet dalc'hmat goude ar c'hensonennoù-dent : T, D, S, Z ha N. Hervez ar rannyezhoù eo. Graet e vez peuvuiañ ar c'hemmadur-se e Leon hag e Kernev, ha ne vez ket graet e Treger. Er yezh lennegel e c'heller skrivañ pe chom hep skrivañ ar c'hemm-se : ur bluenn dir pe ur bluenn zir, ur c'harzh zrein pe ur c'harzh drein." --Ex-Smith 11 Her 2009 da 15:09 (UTC)

N'ouzon ket hag aotre zo da venegiñ rannoù eus un oberenn evel-se er wikipedia. N'hallfes ket kaout prosez gant tiegezh an oberour?
Kinnig a ran kas ar gaoz-mañ da bajenn ar pennad kemmadurioù. Bianchi-Bihan 11 Her 2009 da 16:08 (UTC) Bianchi-Bihan 11 Her 2009 da 16:08 (UTC)

A-du/neptu/a-enep[kemmañ ar vammenn]

Kemeret 'peus perzh en diviz war talvoudegezh an neptu, amañ. Kenderc'hel a ra ha graet 'm eus ur c'hinnig bihan. Ha posubl e vefe dit reiñ da ali ? --Y-M D 18 Her 2009 da 16:41 (UTC)

Danvez merour[kemmañ ar vammenn]

Evel ma 'poa (ha Fulup ivez) goulennet ganin em eus lakaet va anv evit bezañ merour. Kea da welet en davarn. A galon --Y-M D 2 Kzu 2009 da 17:20 (UTC)

Liard[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Sell ouzh ar c'hinnig am eus graet war ar bajenn gaozeal evit neptuekaat ar pennad, ha ro da soñj mar plij. A galon, --Llydawr 19 C'hwe 2010 da 16:43 (UTC)

Goulenn diverkañ[kemmañ ar vammenn]

Salud, diverket an daou bennad az poa meneget. Kentañ tro. --Ex-Smith 14 Mae 2010 da 16:55 (UTC)

diziverket. --Ex-Smith 14 Mae 2010 da 17:46 (UTC)

Demat, campagne Wikimedia CAT[kemmañ ar vammenn]

Mes plus humbles excuses, ma connaissance du breton est très limitée dans l'immédiat, et surtout pour cette intrusion qui j'espère ne sera pas trop fâcheuse. Je suis Claudi Balaguer/Capsot de l'association "Amical de la Viquipèdia" de la Viquipèdia catalane et aussi actif sur le Wikiccionari occitan et je fais le tour des Wikipedias afin de rechercher le support le plus important afin d'infléchir la politique actuelle des Chapters qui vise à n'accepter, théoriquement, que les organisations représentant un état et qui a rejeté jusqu'à présent la demande de l'Association. Pour cela il suffit de coller l'étiquette suivante sur la page d'usager: Wikimedia CAT. Pour davantage d'information sur les Chapters: secció local de Wikimedia. Votre/Ton soutien est fondamental pour faire avancer et bouger les choses, nous nous tenons à votre disposition pour vous aider également. Pour plus d'informations sur notre association: Amical Viquipèdia. Trugarez et mille fois pardon pour cette intrusion. En vous/te souhaitant un excellent été doux et ensoleillé, cordialement, kenavo! -- Capsot 14 Mez 2010 da 13:35 (UTC)

Banniel Bro-Vask[kemmañ ar vammenn]

Un tamm souezhet on gant adkasoù 'seurt-se: ne welan ket penaos e c'haller klask ur pennad en anv-se. Piv a ra c'hoazh gant Bro-Vask? Bianchi-Bihan 17 Mez 2010 da 08:08 (UTC)

Banniel Euskadi ha Bro-Vask[kemmañ ar vammenn]

1. Ur bajenn adkas n'eo ket gwall dra, ha n'eo nemet evit aesaat implij WP gant an dud.
Ya, hag un evezhiadenn ne oa ken;
2. Mar komprenan mat eo te da-unan a zo aet da ziverkañ ar meneg Bro-Vask er skrid nevez zo (dec'h) [2], hep reiñ da c'houzout nag ar rag nag ar perag (er bajenn kaozeadenn da skouer, pe er voestig en traoñ), pa oa aze abaoe ar penn kentañ koulskoude (pajenn krouet en Ebrel 2006).
Marteze, n'em eus ket soñj, sellet a rin, mea culpa, ma'z eo pisplijet den pe zen...
3. Koulskoude eo anavezet an droienn, gwelet war ar Rouedad [3], ha bremañ koulz ha gwechall er skridoù, trawalc'h eo lenn ar gelaouenn Al Lanv da skouer.
Mea culpa adarre... Bro Vask pe Bro-Vask? Un tamm re dost eus "maskl", a gavan.
4. N'eus forzh penaos eo fall an titl pennañ, n'eo ket "banniel Euskadi" met "banniel Euskal Herria" an hini a vefe da lakaat da bennditl.--Trec'hlid mitonet 17 Mez 2010 da 09:21 (UTC)
Un titl fall zo aes da reizhañ. Met ne gav ket din eo un titl fall. Lenn ar pennad. Gwir eo e c'haller lakaat an daou didl. Aesat tra. Bianchi-Bihan 17 Mez 2010 da 09:29 (UTC)

Ur c'hinnig[kemmañ ar vammenn]

Gwelet 'm eus emaout oc'h ober war-dro gwellaat kinnig pajennoù al loened. Gwir eo ez int aozet en un doare iskis gant ar vandenn "labour zo", dipitus eo dilemel ar vandenn-se memestra. Graet 'm eus un taol-esae amañ gant un doare all da frammañ an traoù, ha brav eo an disoc'h a gav din. Ar pezh 'm eus graet a zo lakaat ar patrom:Labour zo (pe patrom:LabourAChom) e penn uhelañ ar bajenn, da lavaret eo a-us d'an daolenn kinnig al loen. Moarvat e vefe an doare-mañ d'ober un diskoulm evit derc'hel ar vandenn ha kaout ur framm a zere. Ha pa vo bet klokaet ar pennadoù e vo trawalc'h tennañ anezhi hag e vo frammet mat ar pennad c'hoazh. Petra soñjez ? A galon --Y-M D (kaozeal) 14 Gou 2010 da 20:46 (UTC)

Bondrask[kemmañ ar vammenn]

Mat 'teus graet. War a seblant e oa ur fazi eus ma ferzh. A galon.--Gouerouz 22 Gou 2010 da 11:46 (UTC)

Kalvez[kemmañ ar vammenn]

Trugarekaat. Klasket em eus kempenn. Taol ur sell mar kerez. Bianchi-Bihan 15 Eos 2010 da 09:36 (UTC)

Satyajit Ray[kemmañ ar vammenn]

Hi Trec'hlid mitonet! I saw you added the article for Satyajit Ray. I wanted to ask for help in starting an article about Ram Narayan. Can you please help and translate the introduction? Hekerui 8 Gwe 2010 da 15:46 (UTC)

Tavarn[kemmañ ar vammenn]

Taol ur sell ouzh [4] ha ro da soñj, ma kerez. A galon, --Llydawr 26 Her 2010 da 16:45 (UTC)

Bro-C'hall / Frañs[kemmañ ar vammenn]

Roet 'poa un ali da geñver va c'hinnig. Abaoe em eus klasket gwelet petra c'hellfemp ober, met n'am eus ket bet eklev ebet kazi. Setu ec'h adlakan war wel ar gudenn dre ma 'z eo poent klozañ da vat. Pase poent eo diskoulmañ an traoù. Amañ 'mañ an traoù. A galon --Y-M D (kaozeal) 13 Kzu 2010 da 17:58 (UTC)

Respont : liamm & pajenn Gladdalc'helezh[kemmañ ar vammenn]

Trugarez dit evit an titouroù, nec'het un tamm e oan gant ar gudennig-se.
Dre ma labouran e meur a lec'h ha war meur ag urzhiater e oa un MS-Word na oa ket neuziet evel ar re all !
Gant MS-Notepad em boa savet ar pajennoù kentañ, met dre ar poelladig-se n'eus ket tu da ardameziñ ar rannbennadoù/skeudennoù/daveoù dre livioù.
A-benn nebeut em bo (peuz)echuet gant prederouriezh Konfusius hag all — ret din kemmañ tachenn, mod all e yafen da gantren war hentoù Sina, ha n'eo ket ar mare.Siubhán McGunn 22 Gen 2011 da 10:51 (UTC)

10vet bloavezh Wikipedia[kemmañ ar vammenn]

Demat Trec'hlid mitonet/Diell 01,

Merzet am eus e oas ur c’henlabourer breizhat.

Evit 10vet bloavezh Wikipedia, eo bet aozet ganeomp un emgav e Roazhon d’ar sadorn 26 a viz Meurzh 2011.

Ar pal : emgavout, pourmen e kêr, tennañ poltriji, evañ ha debriñ etre kenlabourien Wikimedia.

Tu zo da aozañ ar c’henweturañ hag al lojeiz evit chom war blas.

Roll an deiz, an aozadur hag ar roll enskrivañ a c’heller kavout amañ.

Un digarez e vo evit kejañ gant wikipedourien dianav dit!

Arabat kaout aon rak em enskrivañ pe mont e darempred ganeomp.

Ken ar c’hentañ,

A galon, Auregann, Ash Crow, VIGNERON

Roazhoneg[kemmañ ar vammenn]

Mat-kaer da gemmoù. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 28 C'hwe 2011 da 13:08 (UTC)

Bro gozh ma zadoù[kemmañ ar vammenn]

Ar brezel a zo war pennad Bro gozh ma zadoù war ar wikipedia gallek. Kit da reiñ un tamm sikour mar plij, mallus eo! Trugarez!--Arko 16 Mae 2011 da 15:06 (UTC)

Notennoù[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Soñjet em eus ne dalveze ket ar boan ober dave da re a skouerioù heñvel, evit Polinezianed, ha miret em eus ar meneg a gaven pouezusañ, hini ur geriadur. En hevelep doare ne'm eus graet dave nemet da zaou dra evit Polinezia C'hall, daou veneg a bouez : geriadur An Here ha bank roadennoù Ofis ar Brezhoneg. Chomet on hep menegiñ skouerioù all heñvel, evel ar gartenn eus ar bed pe al levr Istor-Geografiezh evit ar 4e klas, embannet gant TES o-daou, pa ne zegasfent ket kalz a dra ouzhpenn. Chom a ra da gavout skouerioù evit Polinezia Frañs. A galon, Llydawr 25 Mez 2011 da 12:48 (UTC)

Risweer[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Marteze out bet zouezhet un tamm dre ma'm boa kemmet ar pennad Risweer hep skrivañ war bajenn ar gaozeadenn. Kaoz a oa bet ganin eus ar pennad-se gant Gouerouz. Mat eo din chom gant an titl-se peogwir eo testeniekaet. Marteze e c'halffes lâret din e petore niverenn eus Hor Yezh emañ? Gwir eo ar pezh a lârez diwar-benn pismigañ ha tout met da'm soñj e vefe gwell kavout un abeg etimologel mat da skrivañ s e-lec'h z en degouezh-se. Anzav a ran n'on ket evit barn. N'ouzon ket eu pelec'h e teu d'ar just. A galon --Kadwalan 11 Eos 2011 da 12:11 (UTC)

trugarez. Ne'm boa ket gwelet ar ger-se e TDBP --Kadwalan 12 Eos 2011 da 12:43 (UTC)
Daoust hag eñ ne vefe ket gwell kendeuziñ ar pennad-mañ gant ar pennad Mimidae (gant ur rannbennad risweered da skouer) ? Seblantout a ra din e vez anvet evel-se laboused eus a bep seurt genadoù er c'herentiad Mimidae. Ar risweered avat n'int ket izili ur rummad, un takson ispisial ez skiantel, geo? --Kadwalan 16 Eos 2011 da 14:35 (UTC)

Salud dit. Evit doare an anv risweer a vez roet da genadoù zo er c'herentiad Mirmidae n'eo ket un anv a glot gant ur rummad skiantel ? Abalamour da se emaon lakaet diaes. A galon --Kadwalan 17 Eos 2011 da 12:41 (UTC)

Nagorno-Karabac'h[kemmañ ar vammenn]

Reizhet eo ganin kaoz an Armenianed. Aet on re vuan. Evit a sell ar rannig "ez" ez eo diret e implij hag e kaver kentoc'h ec'h dirak ar verboù estreget mont, ha bezañ. Setu ez eo un tamm mod-kozh ha dispredet eno din-me. A galon--Kadwalan 18 Eos 2011 da 12:43 (UTC)

Da c'hortoz ul levr yezhadur dispredet, greomp gant an hini "mod kozh". Bianchi-Bihan 18 Eos 2011 da 13:59 (UTC)

Juba[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Gwelet em eus ar c'hemmoù degaset gant Bianchi-Bihan d'ar pennadoù Juba ha Praia, boulc'het ganit. Marteze e kari lakaat da soñj er gaoz-mañ. A galon, --Llydawr 28 Eos 2011 da 08:47 (UTC)

Istor[kemmañ ar vammenn]

Salud, Trugarez da reiñ an dorn. ro din ur c'hard eur mar plij emaon oc'h enrollañ atav--Kadwalan 7 Gwe 2011 da 15:20 (UTC)

Ok, echu on, labourat a rin rannbennad dre rannbennad, aesoc'h e vo.--Kadwalan 7 Gwe 2011 da 15:20 (UTC)
Trugarez da vezañ lavaret ur ger en davarn evit ma vafe graet al labour evel er wikipediaoù sirius.--Kadwalan 15 Gwe 2011 da 13:15 (UTC)
Pegen disprizus ouzh ar wikioù a ra en un doare all ha ne vijent ket "wikipediaoù sirius" hervezañ, hag ouzh ar genlabourerien a oa ouzh ar stern a-hed ar bloavezhioù ha n'o dije dizoloet ar "siriusted" nemet gant gwialenn hud ur merour nevez-distro! Bianchi-Bihan 19 Gwe 2011 da 12:25 (UTC)

Libia[kemmañ ar vammenn]

Salud ! Degaset ec'h eus kemmoù d'ar pennad diwar-benn Libia, evit derc'hel kont eus ar c'hemmoù a zo c'hoarvezet er vro-hont. Troet ec'h eus anv an aozadur anvet "Conseil National de Transition" gant "ar C'huzul Broadel Ardreuz". N'anavezan ket ar ger "ardreuz"-se ha ne'm eus ket kavet anezhañ em geriadurioù. Eus a belec'h e teu ? انتقالي eo ar ger en arabeg ha kement-se a vez troet e galleg gant ar gerioù "transitoire", "provisoire", "intérimaire". "Tremeniat", "etretant", "berrbad", "dibad", "da c'hortoz" eo ar gerioù a gavan pa glaskan treiñ ar gerioù gallek-se. Un drall all, c'hoazh, pa gomzer eus an arabeg : er pennadoù Rabat ha Casablanca, ec'h eus skrivet ar-Rabāṭ, ad-Dār al-Bayḍā. Ma komzer eus "treuzlizherennañ" ha n'eo ket "treuzskrivañ", e kav din e vefe gwelloc'h skrivañ al-Rabāṭ, al-Dār. Gwellañ soñjoù, Abalan 15 Gwe 2011 da 15:55 (UTC)

Azia[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit ar reizhadennoù--Kadwalan 15 Gwe 2011 da 17:19 (UTC)

Patrom[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit an adweladenn--Kadwalan 19 Gwe 2011 da 10:45 (UTC)

Arzhur III (dug Breizh)[kemmañ ar vammenn]

Perak nompas ober un adkas eus Arzhur III da Arzhur III (dug Breizh)? Evel se Bianchi bihan en defe un adkas berr ha chom a rafe titl ar pennad heñvel ouzh re an duged all--Kadwalan 21 Gwe 2011 da 13:23 (UTC)

Trugarez![kemmañ ar vammenn]

Demat, j'espère que tu vas bien. Ce qui s'est passé est vraiment navrant et j'ai bien peur que ce genre de perspective ne change pas et qu'au contraire elles ne fassent qu'augmenter. La création des Chapters au sommet et leur structuration laisse présager davantage de "pouvoir" ou "pressions" sur les petites wikipédias comme peut le laisser penser/deviner le schéma suivant de Meta: [5] où nos langues semblent subordonnées à Wikimédia France...

Je pense qu'il faut que nous arrivions à structurer nos groupes pour essayer de créer des contrepouvoirs et de défendre nos intérêts et même si ce qui nous intéresse est la Wikipédia, je crois qu'il faut garder un oeil sur ce qui se passe plus haut. De mon côté, j'ai essayé, un peu en vain dans l'immédiat, de créer une association dans la Wikipédia occitane, ce qui pourrait nous permettre de promouvoir la Wikipédia en occitan un peu partout de manière plus officielle, de trouver de nouveaux éditeurs, et d'avoir un support logistique ou financier (il existe des sortes de bourses pour les associations, si vous avez besoin d'information n'hésite pas à me le demander...) qui permettrait de faire par exemple des conférences/échanges comme celle que j'avais organisé à Perpinyà avec Amical (l'Association de la Wikipédia catalane) et où malheureusement Bianchi-Bihan ni Llydawr n'ont pu venir. Il me semble que vous avez un bon petit groupe bien plus uni que chez les Occitans et vous pourriez probablement bâtir un embryon d'association.

Sinon, il me semble aussi qu'il est nécessaire de créer une sorte de lien ou de coordination entre les "petites" wikipédias afin de déterminer par exemple les articles indispensables du breton, de l'occitan, du catalan etc... C'est-à-dire bâtir une liste de 100 thèmes (auteurs, chanteurs, choses culturelles essentielles...) pour les traduire d'une langue à l'autre, ce qui renforcera nos articles d'une part, développera des thématiques délaissées par les grandes wikipédias (les moteurs de recherche nous sont extrêmement défavorables...) et permettra probablement que ces articles soient également traduits dans d'autres langues... Enfin, ce ne sont que quelques idées lancées à la va-vite... En tout cas, j'espère que vous arriverez à attirer davantage de contributeurs pour faire grandir votre encyclopédie, l'occitane est un peu en panne en ce moment et j'espère qu'on arrivera à avoir un peu de sang frais sinon les "vieux" risquent de se décourager (il y a des jours où j'en ai marre et que j'ai envie de travailler seulement sur la catalane... Bonne continuation et trugarez encore de ta réponse, à bientôt, kenavo, Claudi/Capsot 26 Gwe 2011 da 17:04 (UTC) PS: Je te laisse mon email au cas où tu/vous chercherais/chercheriez à me contacter autrement: ratapenada (eti) yahoo.com

Troia[kemmañ ar vammenn]

Elena Troia a vefe un titl mat dit e-lec'h Elen a Gerdroia ?

A-du ganit. Elena an hini a vez implijjet e brezhoneg kentoc'h. Hervez ar reolennoù treuzskrivañ e ve ret skrivañ Helene met piv a ra gant an anv-se? Kontant e vefes da lakat da ali er bajenn kaozeadenn mar plij ganit? Mod all omp sac'het.A galon--Kadwalan 27 Gwe 2011 da 14:30 (UTC)

Spitfire[kemmañ ar vammenn]

Trugarez. Kadbzh 28 Gwe 2011 da 21:00 (UTC)

[kemmañ ar vammenn]

Salud,ma'zo neithon ha nechtan pennadoù dishenvelout e ve gwell lakaat an notennoù en unan eus ar pennadoù pe er bajenn kaozeadenn. Ne sonj ket dit?--Kadwalan 29 Gwe 2011 da 09:48 (UTC)

Aon am eus e ve jeu evit netra adarre ma chomont er pennad. Perak nompas sevel ur rannbennad er gaozeadenn?--Kadwalan 29 Gwe 2011 da 10:03 (UTC)

Loman[kemmañ ar vammenn]

Ya, rezon 'peus, dav eo kaout ur ger. Ken alies em eus lennet loman e-lec'h levier em eus kemmet hep en em soñjal...--Kadwalan 30 Gwe 2011 da 12:22 (UTC)

Kaozeal:Hent ar Seiz[kemmañ ar vammenn]

Salud dit.. Petra eo da soñj?--Kadwalan 6 Her 2011 da 15:45 (UTC)

Trugarez da vezañ kemeret perzh. Evit a sell an tiredoù ne vez ket nec'het benveg klask wikipedia. Gallout a rez skrivañ hep tired ha kavout memes tra. Un esae am eus graet gant Aodoù an Arvor. A galon --Kadwalan 6 Her 2011 da 19:42 (UTC)

Kroaz[kemmañ ar vammenn]

Salud, perak Svastika? Swastika an hini a gavan e Vallée ha Geriadur ar Glev...--Kadwalan 7 Her 2011 da 11:13 (UTC)

Svastika, evel Maria Portugal, ma'm eus komprenet mat. Bianchi-Bihan 7 Her 2011 da 14:26 (UTC)

Patrom:Lec'hioù Henegipt[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Ha gouzout a rafes petra a ya a dreuz er patrom-se? Derc'hel a ra an destenn izeloc'h evitañ, pezh a laka da grediñ n'eus netra er pennad… --Kadwalan 18 Her 2011 da 11:28 (UTC)

Dispar. Mont a ra en-dro. Ma 'garfe goût hiroc'h db ar yezh iskis-se…--Kadwalan 18 Her 2011 da 11:45 (UTC)
Ya, gwir eo. Trugarez adarre--Kadwalan 18 Her 2011 da 11:51 (UTC)

Kinnig[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Pasianted az teus forzh pegement o kempenn ar pennadoù loened. En em c'houlenn a raen avat hag eñ vefe ket tu da c'houlenn gant ur bot ober al labour-se, dit da gaout amzer evit traoù all??--Kadwalan 31 Her 2011 da 13:35 (UTC)

Original Barnstar Hires.png Steredenn kentañ klas
evit da labour diwar-benn kinnig ar pennadoù loened, ;-)--Kadwalan 31 Her 2011 da 13:35 (UTC)
Salud dit. Klasket am eus ober gant Autowikibrowser, ur benveg damemgefre, met ne vestronian ket anezhañ mat a-walc'h c'hoazh da sikour war ur poent resis. Tu a vefe moarvat goulenn gant unan eus ar botoù disklêriet er wiwi brezhonek. Goulenn a rin gant unan ober ma' teus c'hoant met gallout a rez ober ivez. --Kadwalan 31 Her 2011 da 23:27 (UTC)
Petra eo ar gwellañ da'z soñj ? Tennañ ar patrom labourAChom pe klask e verkañ e penn ar bajenn? --Kadwalan 1 Du 2011 da 19:24 (UTC)
Ya ma lezer ar patrom e nec'h ar bajen e kuzh an taxobox ha mod all e vount an destenn izeloc'h. Ur soñj mat eo pe kemm ar patrom ivez met n'ouzon ket penaos ober. Anat eo n'int ket echu forzh penaos. Goulennet em eus digant ur bot ober al labour. Gortoz a ran ar respont. --Kadwalan 1 Du 2011 da 22:13 (UTC)
Sell ouzh kinnig Vago war ma fajenn kaozeadenn. Din e seblant mat ober evel-se.--Kadwalan 2 Du 2011 da 13:00 (UTC)

Graet--Kadwalan 3 Du 2011 da 14:45 (UTC)

Marteze e vefe tu dit goulenn gant Vago, ober war-dro ar c'hemmoù hir hag ambuzus gant e vot?--Kadwalan 3 Du 2011 da 16:45 (UTC)
Evit doare ez eo graet evit ar pennadoù loened. Sell ouzh ar rummad--Kadwalan 3 Du 2011 da 17:29 (UTC)
Marteze ne blij ket ar pesked dezhañ ? ;-) Sellet ouzh Aloz ivez. Kuitañ tra eo goulenn gantañ war-eeun.--Kadwalan 3 Du 2011 da 17:54 (UTC)

Kaozeal:Azia Vihanañ[kemmañ ar vammenn]

Da welet--Kadwalan 2 Du 2011 da 00:15 (UTC)

Liammoù diavaez[kemmañ ar vammenn]

Demat. Me gred e oa bet divizet lakaat "Liammoù diavaez" e lec'h "Lec'hioù internet". Pa c'hellfec'h kemm e-ser tremen er pennadoù kumunioù e vefe labour nebeutoc'h evidon.. Trugarez en a-raok. A galon. Kadbzh 5 Du 2011 da 11:20 (UTC) Klask a ran unvanaat roll ar rannoù evit kumunioù Breizh Setu ur "c'hit" bet implijet ganin evit kumunioù Aodoù-an-Arvor (holl) hag an darn vrasañ eus re Il-ha-Gwilen. " eus Breizh e"

"== Istor ==

Brezhoneg[kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ ar vammenn]

Douaroniezh[kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs 1962-2007[kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ ar vammenn]

Gevelliñ[kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ ar vammenn]

"

skwer amañ: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Liverieg&diff=983768&oldid=933977

Kopiañ didan Word, digeriñ ar bajenn d'he c'hemm, ha kopiañ an tammoù p'eus afer anezhe. Un tammig torr-penn e c'hell bout, "à consommer avec modération" neuzen... Derc'hel a rin d'ober war-dro, forzh penaos, evit aesaat al labour bouetaat àr-lerc'h. Echuet 'vo kumunioù Il-ha-Gwilen ganin da gentañ. Kadbzh 5 Du 2011 da 13:09 (UTC)

Pesked[kemmañ ar vammenn]

Hi, Trec'hlid mitonet. I am trying to remove the template and in the category Pesked. If any remain, do not forget to warn:) Sincerely, Vago 9 Du 2011 da 11:11 (UTC)
Hi Trec'hlid mitonet! Don't mention it! :)Vago 9 Du 2011 da 12:46 (UTC)

Konogan[kemmañ ar vammenn]

Kudenn ebet, un anv-bihan anavezet mat gant ma servijoù ... Kadbzh 17 Du 2011 da 21:14 (UTC)

Kumunioù Breizh[kemmañ ar vammenn]

OK. Kudenn ebet. Gober a rin àr-dro forzh penaos 'benn ur mare bennak. A galon. Kadbzh 22 Du 2011 da 20:38 (UTC)

Kirri-nij[kemmañ ar vammenn]

OK. Bet graet din dija evit reoù n(eus ket pennadoù diwarne c'hoazh... A galon. Kadbzh 24 Du 2011 da 16:18 (UTC)

Diwallit! Ur P 38 all, ar bistolenn Walther P38. Kadbzh 24 Du 2011 da 18:14 (UTC)
Blenheim, 'benn p'ho c'hoant. A galon. Kadbzh 30 Kzu 2011 da 16:47 (UTC)

Plegadeg[kemmañ ar vammenn]

Renket an traoù gant Vigneron evit doare--Kadwalan 30 Du 2011 da 01:17 (UTC)

Commonwealth[kemmañ ar vammenn]

Demat. D'am soñj e vo mat kemm ar bajenn adkas ha gober ur bajenn disheñvelout dioutiñ: Commontwealthoù all a zo er bed. Kadbzh 2 Kzu 2011 da 16:20 (UTC)

Kozak[kemmañ ar vammenn]

  • Ur fazi war ur bloavezh, n'on ket evit reizhañ. Bianchi-Bihan 6 Kzu 2011 da 22:10 (UTC)

Plasenn Ruz[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit bezañ reizhet ar pennad am boa savet an deizioù tremenet, gwelout a ran am boa graet un toullad mat a fazioù bihan, ezhomm am eus c'hoazh da vont war-well e brezhoneg...
Evit cheñchamentoù zo avat n'on ket tre a-du ganeoc'h :

  • e plas "Красная площадь, e lizherennoù latin Krasnaïa plochad" ho peus lakaet "Krasnaya plochtchad" met ar lizher Щ e-barzh площадь a zo ur seurt "ch" blot, kreñvoc'h eo al lizher Ш, n'eo ket al lizher Ч hag a vez distaget "tch" avat. Perak "chtch" neuze? Goulennet am eus d'ur ruseger a-vihanik : an dud eus ar broioù balt a lavar "plochtchat" met gant ar Rusianed e vez distaget "plochat". Chomomp gant "plochat" neuze.
  • "Lakaet e vez ar Blasenn Ruz da greiz Moskou, ha kreiz Bro-Rusia zoken" : hag ur c'hemmadur dre vlotaat a zo ezhomm d'ober amañ goude da? kreiz a zo "dedennet" muioc'h gant Moskou eget gant da.
  • "ar pezh a dalvez "eus an tan-gwall"" : lakaet em boa dalve, en amzer tremenet
  • "salmennet ar bobl/gourdrouzet ar bobl" gourdrouzet n'eo ket ar memes tra ha salmennet. C'hoant am boa da dreiñ ar ger "haranguer". Kavet em eus salmenn e-barzh Favereau.

--Arko 7 Gen 2012 da 09:11 (UTC)

Bannieloù Kanada[kemmañ ar vammenn]

Disheñvel evit ar morlu (ar vartoloded a zo tud ispisial, me ' gred)... Da welet. A galon. + Ur gudenn gant rejimant an Douar-Nevez (BBK), n'ouzon ket peseurt banniel lakaatKadbzh 8 Gen 2012 da 21:35 (UTC)

Nozvezh, vat, 'maon o vont da gousket. Kadbzh 8 Gen 2012 da 21:36 (UTC)
Ar wirionez ganeoc'h... A galon. Kadbzh 9 Gen 2012 da 07:50 (UTC)

Kimiezh[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Gwelet em eus 'peus savet meur a bennad diwar-benn elfennoù kimiek. N'on ket kimiour met souezhet on gant un dibab a denn d'ar yezh. Skrivañ a rez traoù evel "Ar fluor a zo un elfenn gimiek. 9 eo he niver atomek, F hec'h arouez ha 19 he mas atomek", gant ar ger-perc'hennañ "he". Evidon, ar ger-perc'hennañ implijet en eil frazenn a ra dave da rener ar frazenn gentañ. Ha neuze e kav din e tlefe bezañ "e" (gourel). Ma skrivfen "Ar vuoc'h-se a zo ul loen drouk", e skrivfen war-lerc'h "Lemm eo he c'herniel" ha n'eo ket "Lemm eo e gerniel". Petra a soñjez ? --Abalan 24 Gen 2012 da 15:51 (UTC)

Ar Maezioù Frank[kemmañ ar vammenn]

Demat,

Gant BB oa bet savet ar pajenn Kaozeal:Ar Maezioù Frank.

A gln, VIGNERON 29 Gen 2012 da 18:45 (UTC)

Blueberry[kemmañ ar vammenn]

Salud, sed ur pennad barv en hor wiki-ni. Un albom sinet (gant un dresadenn) gant Gir a zo du-mañ, met ma komprenan mat reolennoù Wikipedia ne c'hallan ket skublenn an dresadenn rak Giraud eo a zo perc'henn warni... Daoust m'eo perc'hennet an albom ganin. Ar memes kudenn a zo bet gant Tardi ha Pratt. A galon.--Ex-Smith (kaozeal) 11 Meu 2012 da 16:44 (UTC)

Rannved[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Merzet 'm eus 'peus graet gant ar ger "rannved" evit envel ar Rummad:Rannvedoù Afrika ha gant "isrannved" evit ar Rummad:Isrannvedoù Azia. Kavout a ra din e c'heller ober gant ar memes ger evit an daou. Me a rafe gant "rannvedoù" bep tro. A galon, --Llydawr (kaozeal) 10 Ebr 2012 da 20:06 (UTC)

Gwarez-stad Bohemia-Moravia[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit an difaziañ. --Ex-Smith (kaozeal) 12 Ebr 2012 da 10:49 (UTC)

Warning: the IP address, 212.121.219.1 is the source of serious hacking activities.[kemmañ ar vammenn]

Warning: the IP address, 212.121.219.1 registered to Oldham MBC public libraries, and which is permanently blocked in English Wikipedia since 2009, is the source of serious hacking activities. Please be on guard with this IP address.

Airspeed Horsa[kemmañ ar vammenn]

Ur planer... pa faoto deoc'h kemer perzh. Trugarez en a-raok. A galon. Kadbzh (kaozeal) 17 Mae 2012 da 14:52 (UTC)

Stadoù-Unanet Amerika[kemmañ ar vammenn]

Thank you for the good word! If you know of any on-line Breton-English (or even brezhoneg-galleg) dictionaries please pass them on. There don't seem to be any good ones out there from what I've been able to find.Jhendin (kaozeal) 4 Gou 2012 da 11:35 (UTC)

Thank you for this! It gives me something to work with.Jhendin (kaozeal) 4 Gou 2012 da 11:48 (UTC)

De Carolina[kemmañ ar vammenn]

Sorry about that! I made the corrections. Jhendin (kaozeal) 29 Gou 2012 da 12:05 (UTC)

Re : Kimikezh (T4224T)[kemmañ ar vammenn]

Kemmet em eus ma fatromig hervez ali Implijer:Abalan, kuit a sevel rendaeloù didalvez ; eveldout e raen dave d'an elfenn kentoc'h eget d'an danvez, a zo gourel e peurrest ar pennad.

Evit a sell ouzh ar yezh : klask a ran kavout un hent etre labour SADED, labour Diwan hag ar gerva etrebroadel, en ur zelc'her da anien ar brezhoneg evelkent, d.l.e. galloud e wriziennoù, e rakgerioù hag e lostgerioù, hep na vije ezhomm da ober dave d'ar galleg.
Ur gudenn all zo : ret eo bezañ resis ha komprenus evit Yann Vrezhoneger yaouank, ar pezh a zo gwall skoemp a-wezhioù, ha pa vije anv a skiant pe get !
Trugarez dit evit ar pour, klask a rin nag o zreiñ da driñchin — T42N24T (kaozeal) 13 Her 2012 da 13:09 (UTC)

Nijerezioù[kemmañ ar vammenn]

Douglas C-47 Skytrain C.47

Stinson L-5 Sentinel Stinson L 5

Martin B-26 Marauder B-26

Focke-Wulf 190 'benn p'ho c'hoant... A galon. Kadbzh (kaozeal) 4 Du 2012 da 11:11 (UTC)

"Ur bajenn dre zegouezh", hag alies e vez labour... Ar wirionez ganeoc'h. Kadbzh (kaozeal) 4 Du 2012 da 18:15 (UTC)

CSS[kemmañ ar vammenn]

Sell buan ! D'an eur ma skrivan ez eo aet CSS kuit eus ar bajenn Kemmoù diwezhañ : HTML glan (d.l.e. dineuz) zo war ar skramm. Siubhán McGunn (kaozeal) 19 Du 2012 da 20:04 (UTC) > OK, distroet eo ! Siubhán McGunn (kaozeal) 19 Du 2012 da 20:06 (UTC) > Foeltret emañ Japan c'hoazh, siwazh. Siubhán McGunn (kaozeal) 19 Du 2012 da 20:09 (UTC)

RE : CSS[kemmañ ar vammenn]

Yesss ! ... Kentañ gwezh din gwelet an darvoudenn-se, toupinoù o kuzhat CSS ouzh ur merdeer, ha me o labourat gant GC + MF + IE9 + Opera. Ar wezh a zeu en o lakait da lenn unan eus ma lec'hiennoùigoù prevez kent kemmañ tra pe dra er Wiki... Desket em bo un dra bennak ouzhpenn kent mont da dommañ teil — kleuziañ a rin da c'houzout hiroc'h evelkent. Trugarez dit ! — Flag of Scotland.svg Siubhán McGunn (kaozeal) 19 Du 2012 da 20:36 (UTC)

RE : CSS (#2)[kemmañ ar vammenn]

Dres. Me 'gave iskis ivez e vije bet daou implijer o kaout an hevelep kudenn war an dro ; ne 'm eus kavet roud ebet eus toupinoù o skarzhañ CSS ( dre c'hras) – met ne 'm boa ket soñjet er grubuilh (1,3 Ge en urzhiataer a implijan evit Wiki), a zo bet leuniet war a hañval... He skarzhañ a rin a vare da vare. Trugarez dit evit ar gemennadenn !
Flag of Scotland.svg Siubhán McGunn (kaozeal) 28 Du 2012 da 17:55 (UTC)

RE : Matmatah[kemmañ ar vammenn]

Droukvesket *Matmatah ha Manau ganin, 'm eus aon... Reizhet em eus ar bajenn TMY. Mil digarez ! T42N24T (kaozeal) 2 Kzu 2012 da 01:01 (UTC)

Taolennoù[kemmañ ar vammenn]

Ur gudenn gant taolennoù ar Sevr hag ar Moine. El lodenn "Brouioù douret" emañ, re hir al listennad departamantoù. Pa c'hellfec'h reiñ dorn mar plij. Trugarez en a-raok. + ar Bristol Beaufighter 'benn p'ho c'hant. Kadbzh (kaozeal) 1 Meu 2013 da 12:47 (UTC)

+ Kerbêr. Trugarez. Kadbzh (kaozeal) 1 Meu 2013 da 16:14 (UTC)
Salud dit,
Kempennet Sevr ganin bremaik – goude hepken em eus gwelet ar gemennadenn-mañ, setu e kavan reizh da gelaouiñ.
Mont a rin da deuler ur sell war ar pajennoù all.
T42N24T (kaozeal) 1 Meu 2013 da 22:04 (UTC)

Tavarn[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h,

Savet em eus ur goulenn war bajenn an davarn diwar-benn ar vurevidi ha n'eus ket anezho abaoe pell. Marteze e vije mat kaout alioù-all war ar poent-se ha neuze e bed ac'hanoc'h lenn ar gemennadenn em eus lezet ha respont ma kavoc'h un dra bennak da lavarout.

Ouzhpenn-se em eus savet ur galv un nebeud sizhun zo diwar-benn ar pennadoù mat. Un toullad bras a-walc'h a zo o c'hortoz ur vot evit mont da bennad mat ha tost den ebet n'en deus votet. Marteze e vije mat diskouez ar pezh zo bet graet mat gant ar genlabourerien ha lakaat ar raktres da vont en-dro adarre war un nebeud poentoù.

Trugarez evit ho lenn --Lekemok (kaozeal) 28 Meu 2013 da 10:01 (UTC)

Chocques[kemmañ ar vammenn]

Kempennet. Trugarez. A galon. Kadbzh (kaozeal) 10 Ebr 2013 da 15:18 (UTC)

Kerien (Kerne)[kemmañ ar vammenn]

"Ne gav ket din e vefe bet ur soñj mat adenvel ar pennad-mañ gant an astenn "Kerne". Dister eo al liammù etre Kerien ha Skaer e gwironiz... Ha n'emañ ket Rémi Derrien ganeomp ken evit reiñ e ali. Troet eo Kerien war-zu Kemperle (ha Lannejenn ivez) kalz muioc'h eget war-zu Skaer. Kadbzh (kaozeal) 30 Ebr 2013 da 08:44 (UTC)

"Lakaat ar c'hentañ da vezañ "Kerien" hepken, hag ar pennad Kerien a-vremañ da vezañ "Kerien (disheñvelout)"". Un diskoulm a-zoare. Kadbzh (kaozeal) 30 Ebr 2013 da 11:53 (UTC)

La Gohannière[kemmañ ar vammenn]

Trugarez. Kadbzh (kaozeal) 25 Gwe 2013 da 19:58 (UTC)

Vandalerezh 13 Du 2013 a-berzh 81.255.66.194[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket gwall fin an den : setu amañ eus pelec'h en deus skrivet :

inetnum:        81.255.66.194 - 81.255.66.194
netname:        FR-COLLEGE-DU-PAYS-DES-ABERS--LB_INTERNET
descr:          2 R VICTOR HUGO
descr:          29870
descr:          LANNILIS

Ouzhpenn roud e emzalc'h, roud eus e lec'h orin zo bremañ. Labour evit ar verourien eta. 2.14.49.141 13 Du 2013 da 11:28 (UTC)

Félix-Pol Jobbé-Duval pe Felix-Pol Jobbe-Duval[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h,

Kemmet ho poa un nebeud traoù er pennad bet boulc'het ganin dec'h, gant gwir abeg peurliesañ. Kollet on un tammig gant reolennoù mont en-dro 'zo :

petra eo ar reolenn e-keñver an tiredoù e-barzh titl ur pennad bennak ?
abalamour da betra ho poa adskrivet Kaouisin (a vefe gwelloc'h ganin ivez) e-lec'h Kaouissin a gaver er pennadoù all ?

A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Du 2013 da 10:15 (UTC)

Patrom:Kanada‎[kemmañ ar vammenn]

Perak lemmel kuit bord ar banniel er Patrom:Kanada ? Servijout a ra da welet gwelloc'h anezhañ abalamour ma zo tammoù gwenn. A galon --Y-M D (kaozeal) 17 Kzu 2013 da 11:59 (UTC)

Patrom:Prusia (1803-1892)[kemmañ ar vammenn]

Resisaet em boa ar predad abalamour ma'z eus bet meur a vanniel PrusiaSad Edgar (kaozeal) 20 Kzu 2013 da 08:57 (UTC)

Loren[kemmañ ar vammenn]

Demat,

Petra eo an diforzh etre Loren ha Loren (disheñvelout) ? Nemet ur bajenn vefe a-walc’h war a seblant. Ma vefe miret pajenn Loren zo ret lak ur rummad.

A galon, VIGNERON (kaozeal) 30 Kzu 2013 da 16:17 (UTC)

Unanderennoù[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Titloù un nebeud pennadoù (Gwenan, Merien) zo bet cheñchet gant unan eus kenlabourerien Wikipedia da lakaat unanderennoù en o lec'h. Gallout a rez mont d'an davarn da zisplegañ da soñj war ar c'hemm-se. A galon, --Llydawr (kaozeal) 29 Gen 2014 da 17:22 (UTC)

Karabasenn[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Ha gallout a rafes displegañ petra eo an diforc'h evidout etre "karabasenn" ha "gouarnourez", mar plij ? Ha petra eo troidigezh c'hallek ar ger "karabasenn" ? Sell ouzh geriadur Favereau p. 377 hag ouzh implij ar ger "gouvernante" e galleg evel er pennad fr:Antoine Corriger. A galon, --Llydawr (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 12:06 (UTC)

Trugarez dit ! Gwall ziresis e kavan "Diouzh an eñvor am eus". Ret e vefe kaout prouennoù eus kement-se. Klask a rin. Ne zisplegez ket petra eo ster ar ger "gouarnourez" implijet ganit. Troet diwar ar ger gallek "gouvernante" marteze ? Pa glaskan ar ger-se e geriadur Ménard e lennan "gouvernante de curé : karabasenn". A galon, --Llydawr (kaozeal) 10 C'hwe 2014 da 17:00 (UTC)

Taolenn gumun Kintin[kemmañ ar vammenn]

Demat,

Cheñchet em eus ar patrom implijet d'ober an infobox. Evidon, gwelloc'h eo ar patrom {{Infobox kumunioù Breizh}} : an hizivadurioù a vo aesoc'h hag ur gartenn lec'hiadur zo diskouezet ennañ.

Met, kontrol d'ar patrom kozh {{Taolenn kumun}} red eo skrivañ ar c'henurzhiennoù e sistem degel, gant ur pik. Ma skriv a rez en mod-all, da skouer gant « ° », un "error system" e vo.

Red eo din displegañ penaos implijout ar patrom-se er pajenn Patrom:Infobox kumunioù Frañs/teuliadur rak n'eo sklaer evit bremañ.

Da galon, Pymouss Komzomp 19 Meu 2014 da 11:39 (UTC)

Evit gwir n'eus ket ezhomm menegiñ an hedred nag al ledred ken : lennet e vezont e Wikidata gant ar patrom Infobox kumunioù Breizh, nemet pa vez kudennoù gant Wikidata (gant Ploermael da skouer). A galon. --Yun (kaozeal) 19 Meu 2014 da 20:17 (UTC)

Bont Goch[kemmañ ar vammenn]

Deiz lawen! Ydy'r erethygl Bont Goch yn gywir? Mae gen i lawer mwy i'w cyhoeddi. Is the article Bont Goch correct, please? I have many more waiting to publish. Llywelyn2000 (kaozeal) 1 Ebr 2014 da 12:34 (UTC)

trigarez![kemmañ ar vammenn]

Diolch am hwn! Llywelyn2000 (kaozeal) 1 Ebr 2014 da 14:26 (UTC)

Sant-Marc'hell[kemmañ ar vammenn]

Trugarez. A galon. Kadbzh (kaozeal) 11 Ebr 2014 da 17:36 (UTC)

Gàidhealtachd[kemmañ ar vammenn]

Kemmadur goude ar ger-mell evel-just (g>gh, /k/>/ɣ/). Reizhet em eus an distagadur er pennad. A galon, --Llydawr (kaozeal) 16 Mae 2014 da 15:47 (UTC)

Ger-mell el lec'hanvioù[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Gwelet em eus ez poa kemmet tipografiezh An Alre en daolennad kelaouiñ : [6]. Koulskoude n'eus nemet tri degouezh m'eo erberdet na lakaat ur bennlizherenn d'ar ger-mell : e-kreiz al lec'hanv ; en ur frazenn pe en un droienn. A-hend-all eo erbedet lakaat ur bennlizherenn d'ar ger-mell er c'hartennoù hag er panelloù : divizou hag erbedadennou ar chuzul-skiantel Ofis Publik ar Brezhoneg. Evidon-me e rankfed lakaat ur bennlizherenn d'ar ger-mell e-barzh titl an infobox. A galon, --Yun (kaozeal) 21 Gwe 2014 da 08:34 (UTC)


Demat deoc'h war pennad brezel Vietnam ho peus lakaet "Ar c'hontrol 'm eus aon" war betra e oa kement-mañ? A galon Dishual (kaozeal) 3 Kzu 2014 da 16:15 (UTC)Dishual

Skridoù Breizh[kemmañ ar vammenn]

DA BIV EO BET TAOLET "FRI LOUS" HA "LOEN LOUS" GANEOC'H ?! KAER HO PO LEMEL AR GEMENNADENN-MAÑ E CHOMO EM URZHIATAEREZ EVEL M'EMAÑ.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 10:08 (UTC)

EMAON O C'HORTOZ HO RESPONT BREPRED !--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 10:26 (UTC)

AR WECH-MAÑ NE VEFET KET EVIT EN EM DENNAÑ KEN AES : GANIN EO EMAOC'H O PAOUEZ OBER "FRI LOUS" HA "LOEN LOUS" ?!--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 10:39 (UTC)

Gindi[kemmañ ar vammenn]

Trugarez. Dianav a-walc'h ar vro-se ganin. Kadbzh (kaozeal) 23 Kzu 2014 da 20:23 (UTC)