Kaozeadenn Wikipedia:Kumuniezh/votadeg evit merourien Gwengolo 2009

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)[kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet ganin ar c'hinnig-mañ evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez. Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal-mañ diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 17:22 (UTC)

Evel ma oar kalz a dud on bet dilennet evel merour pell'zo. Ha gwir eo n'am eus ket klasket renañ an traou en ur doare "renus". D'am soñj n'o deus ket ar verourien da vezañ hencherien, met ambrougerien da gentañ.
Evit an ampoent, ne skrivan ket kalz er wikipedia brezhonek pa 'm eus kavet un dra d'ober hag a vo frouezhus ivez evit ar brezhoneg. Pa vin war ma leve e c'hellin dont amañ en-dro.
Mat e vefe kaout ur bagad merourien fonnusoc'h. Ra dalc'ho ar vrezhonegerien da souten o holloueziadur nemeti. Ul labour a bouez a zo bet boulc'het, met bloavezhioù labour a rankor seveniñ a-raok ma vo un ostilh efedus evit Yann Vrezhoneger. --Ch. Rogel 31 Eos 2009 da 20:51 (UTC)

Ne gomprenan ket resis petra a zo d'ober bremañ. A-du on gant ar mont en-dro, ret eo just dibab an deiziadoù hag ar parametroù e plas an $. Ma c'helfes displegañ un tamm hiroc'h. A galon --Y-M D 30 Eos 2009 da 19:07 (UTC)
Pa vezer a-du, gwell ha se... Tud all avat a c'hell kavout re hir pe re berr padelezh digoradur ar c'hinnigoù, me a c'hellfe tennañ pe ouzhpennañ traoù a rankefer an danvezioù-meriorion/ezed bezañ a-du d'o c'has da benn pe da doujañ oute, da skouer. Un tammig hir eo, met gwell eo mont goustad ha pazenn-ha-pazenn evit ma vefe kaset da benn ar c'hinnigoù hag ar vouzhiadeg a gav d'ar muiañ-niver bezañ reizh. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 19:27 (UTC)
Me ivez, ne gomprenan ket gwall vat. Gallout a ra an holl implijerien oberiant war ar wiki brezhonek abaoe ur frapadig lakaat o anv evit bezañ merour. Ret eo d'an dud en em ginnig ha lavaret perak e fell dezho bezañ merourien. Goude-se eo d'an implijerien da welet hag-eñ e kav dezho e toujo an dud-se d'ar reolennoù neptuegezh hag hag-eñ eo mat dezho reiñ ar statud merour d'an implijerien a laka o anv. N'eo ket bevennet an niver a verourien war ar wiki hag e c'hall ar re a laka o anv votiñ evito ivez. N'eo ket homañ an dilennadeg merourien gentañ war ar wiki-mañ. Peseurt reolennoù a fell dit resisaat Neal ? Ur bajenn zo evit goulenn bezañ merour, n'eus ket gwall dra warni evit ar mare [dont da vezañ merour]. Soñjal a ra din ne vefe ket fall resisaat abaoe pegoulz e ranker bezañ oberiant war ar wiki a-raok kaout ar gwir da lakaat e anv (3 miz a seblantfe din bezañ reizh, amzer en em voaziañ un tammig) hag ivez pet degasadenn a rank unan bezañ graet a-raok gellout lakaat e anv evit bezañ merour (500 ?). Setu aze d'am meno. Soñjal a rez e traoù all ? --Fulup 30 Eos 2009 da 19:42 (UTC)
Me eo am eus kinniget gant Neal sevel ar votadeg evit ma vefe merourien nevez. Gwir eo ez eus ur bajenn evit kinnig dont da vezañ merour, met den ne ra. Neuze em eus soñjet ma vefe aozet un doare kabal evit ma vefe emskiant hon genlabourerien hag evit ma vefe tud en em ginnigfe. Un doare eo marteze da reiñ ul lusk nevez. A galon --Y-M D 30 Eos 2009 da 19:49 (UTC)
A-du evel-just e vefe broudet tud d'en em ginnig met Neal a seblante din bezañ chalet gant an doare da aozañ an traoù kentoc'h. --Fulup 30 Eos 2009 da 19:52 (UTC)
Ha setu ar reolennoù a oa bet lakaet e 2006 : [dilennadeg ar vereourien] --Fulup 30 Eos 2009 da 19:51 (UTC)
Ne vefe ket fall adimplij ar reolennoù-se neuze. --Y-M D 30 Eos 2009 da 19:53 (UTC)
Aet eo ar wiki war-raok abaoe ha tu zo da resisaat traoù zo ivez. Evidon-me e rank bezañ sklaer e c'hall pep hini en em ginnig e-unan (n'eo ket ret bezañ kinniget gt un den all). Ar pezh a seblant din bezañ a bouez ivez eo e vefe bet kaset da benn un niver bennak a zegasadennoù war ar wiki (n'eo ket trawalc'h deiziad krouiñ ar gont). Dre oberiantiz an emstriver e c'hall an implijerien all ober o soñj warnañ (setu perak e kinnigan 500 degasadenn). Hag evel-se e lakaer er-maez an dud na zeufent nemet evit bezañ dilennet hep kaout c'hoant da labourat. A-hend-all ne'm eus ket gwall dra da lavaret ouzhpenn ar pezh zo bet skrivet gant Neal. Lakaat ur vevenn 75 % eus ar mouezhioù ne gavanket fall ivez rak ret eo d'ar verourien bezañ tud a dremen madik gant ar pep brasañ, arabat e vefe brezelioù etre ur merour hag ul lodenn vrazik eus an implijerien. Gallout a rafe breinañ an darempredoù war ar wiki hag ar verourien all o defe da renkañ kudennoù kazus-tre war-lerc'h. --Fulup 30 Eos 2009 da 20:05 (UTC)
E gwirionez e oa bet lakaat e pleustr un doare mont-en-dro ar wezhoù all, met ne oa ket bet lakaet ar mont en-dro-se da reolenn da vat hag ret eo anzav eo aet kalz war-raok ar wikipedia abaoe. A-du penn-da-benn gant Fulup. Sklaeraat a rin ar fed ma c'hell pep hini en em ginnig e-unan. 75% eo ar vevenn a oa bet lakaet ar wezhoù all d'am soñj, n'eus forzh penaos. Gwell em boa kavet sklaeraat penaos kas ar vouezhiadeg war-raok abaoe ar penn-kentañ evit bezañ sur e vo a-du an darn vrasañ eus an implijerion/ezed oberiant a fell dezhe reiñ o soñj a-su gant an disoc'h. Kavet mat em boa ivez sklaeraat e rank an holl veriouron/ezed doujañ d'ar reolennoù. Ober ran ar c'hinnig resis-mañ neuze: Neal (Kaozeal) 31 Eos 2009 da 08:28 (UTC)

Kinnig: Roit ho soñj[kemmañ ar vammenn]

Roit o ali diwar-benn ar c'hinnigoù resis-mañ mar plij. Neal (Kaozeal) 31 Eos 2009 da 08:28 (UTC)

Evit lakaat e/hec'h-anv evit dont da vezañ merour/ez (pe anv un implijer/all) e rank:

  • Bezañ enskrivet abaoe 3 miz d'an nebeutañ;
  • Kaout 500 degasadenn d'an nebeutañ neuze;
  1. Mat eo evidon. Ret e vo termeniñ hirder ar prantad kinnig hag hirder ar prantad votiñ. Ha traoù all a vefe da dermeniñ ? Marteze an dezverkoù evit ar re a c'hell votiñ. A galon --Y-M D 31 Eos 2009 da 11:18 (UTC)
  2. Mat eo din ivez.--Ex-Smith 31 Eos 2009 da 15:24 (UTC)
  3. Mat eo an daou ginnig-se din. Ur goulenn all am eus : daoust ha dilennet e vez ar verourien da viken ? Ne gav ket din e vefe un dra vat e kendalc'hfe tud n'int ket oberiant ken da vezañ merourien. Rak neuze en em gaver gant ar pezh zo c'hoarvezet gant hor Wiki-ni : abaoe ur pennadig emañ Neal e-unan e gwirionez, ha pa vefe meur a anv er roll merourien. --Llydawr 31 Eos 2009 da 20:15 (UTC)
  4. Mat eo din.--Gwendal 7 Her 2009 da 17:16 (UTC)
  5. Kavout a ran un tammig skañv c'hoazh, met ne savin ket a-enep rak ret e vefe stagañ da gas an traoù war-raok. Gortoz a rin a-benn arc'hoazh ha ma ne sav implijer/ez ebet a-enep groñs d'ar c'hinnig e vo tu din da digeriñ ar votadeg a-benn ar fin. Neal (Kaozeal) 7 Her 2009 da 18:21 (UTC)

Kinnigoù resis[kemmañ ar vammenn]

Ma, me gav din e rankfe Llydawr lakaat e anv da vezañ merour peogwir ez eo oberiant hag ingal e teu da deurel ur sell ouzh hor wiki-ni.--Ex-Smith 31 Eos 2009 da 20:19 (UTC)

Me 'gred ivez. Ha ma teu Smith ouzhpenn e vo skañvoc'h ar bec'h. Bianchi-Bihan 31 Eos 2009 da 21:11 (UTC)
Marteze e vefe gwell gortoz un tammig betek ma vo peurachu da tizhout ur c'henemglev a-divout ar mont-en-dro a-raok kinnig anvioù resis. Degas a ran da soñj e c'heller en em ginnig ha/pe kinnig un implijer/ez all ur wezh digoret ar prantad-kinnig da vat. Neal (Kaozeal) 1 Gwe 2009 da 07:39 (UTC)

Meurion/ezed da viken[kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ m'eo bet lakaet da verour/ez un implijer/ez bennak e van gantañ/i ar c'harg-se da viken nemet ma savfe ur gudenn bennak (emdalc'h direizh, da skouer) ma rankfe bezañ tennet digantañ/i ar c'harg-se pe c'hozh ma c'houlennfe e/hec'h-unan bezañ tennet ar c'harg-se digantañ/i. Neal (Kaozeal) 1 Gwe 2009 da 07:39 (UTC)

D'am soñj e vefe dereat d'ar verourien na veront netra ken abaoe pell diskleriañ e roont o dilez. N'eus karg ebet hag a bad da viken, nemet hini ar pab. Bianchi-Bihan 12 Gwe 2009 da 17:28 (UTC)

Prantad-kinnig[kemmañ ar vammenn]

Kinnig a ran ur prantad-kinnig kentañ evit lakaat anvioù kannaded a badfe pemzektez. Hoc'h alioù? Ur wezh sklaeraet ar poent-se e c'hellin digeriñ ar prosez kinnig da vat. (Gwelet e vo war-lerc'h penaos ober evit mont-en-dro ar votadeg hec'h-unan, rak ur prosez disheñvel e ranko bezañ ha n'eus ket re a vall). Neal (Kaozeal) 1 Gwe 2009 da 07:39 (UTC)

Stagañ ganti?[kemmañ ar vammenn]

Ha gallout a ran digeriñ ar prantad-kinnig da vat neuze? Gortoz a rin betek al sul 6 a viz Gwengolo ha mar ne sav den ebet a-enep d'ar mont-en-dro bet kinniget ha kaozeet diwar e benn betek hen e vo digoret ar prantad-kinnig d'al lun 7 a viz Gwengolo 2009. Neal (Kaozeal) 2 Gwe 2009 da 11:23 (UTC)

Mat eo din!--Gwendal 2 Gwe 2009 da 17:36 (UTC)
mat eo din ivez --Gouerouz 2 Gwe 2009 da 17:42 (UTC)
Mat eo din ivez. --Ex-Smith 3 Gwe 2009 da 16:51 (UTC)
A-du ivez --Y-M D 4 Gwe 2009 da 19:19 (UTC)
A-du me ivez, evel-just + Neal (Kaozeal) 4 Gwe 2009 da 21:52 (UTC)

Souezhet[kemmañ ar vammenn]

Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav. Ma soñjoù eo n'eo ket, nag ali na rakvarnadenn. Neal (Kaozeal) 12 Gwe 2009 da 17:19 (UTC)

Me ivez a zo souezhet, met plijet en un doare. Marteze o deus merzhet an dud e oas da unan oc'h ober war-dro hag e poa ezhomm sikour, hag un dra vat eo neuze. Hag ur gudenn bras eo e vefe kalz a verourien ? Petra ober neuze ? Perak ne rofez ket da ali war ar gudenn pe muioc'h a ditouroù deomp evit ma c'helfe an holl prederiañ. A galon --Y-M D 12 Gwe 2009 da 20:22 (UTC)

Un nebeut goulennoù[kemmañ ar vammenn]

Marteze eo bet respontet d'ar goulennoù-mañ dija en ul lec'h bennak, m'eus ket gwelet pelec'h avat.
Setu un nebeut goulennoù evit kompren gwelloc'h penaos e yelo an traoù :
- etre pegoulz ha pegoulz 'vo ar votadeg?
- ha gallout a ra an dud war ar renk displegañ perak o deus c'hoant da vezañ merour? Al lodenn vrasañ n'o deus ket graet, domaj eo...
- gwelout a ran eo bet resisaet eo bet lakaet Meven war evezh. Un dra vat a vefe lakaat holl an implijerien da c'houzout piv oa lakaet war evezh en amzer dremenet ha pet gwech e touez an dud war ar renk.
Trugarez deoc'h! --Arko 17 Gwe 2009 da 20:08 (UTC)

Sur-mat e vo respontet dit, rak ur gaoz plijus-tre eo. 82.253.89.66 18 Gwe 2009 da 04:59 (UTC)

Respont digant ur merour[kemmañ ar vammenn]

  • Ur wezh achu da vat ar prantad kinnig (d'ar 27 a viz Gwengolo) e vo digoret ur prantadig nevez evit kaozeal diwar-benn mont-en-dro ha reolennoù resis ar votadeg. Ur wezh tizhet ur c'henemglev ledan pe ledanoc'h e vo digoret ar votadeg da vat;
  • Gallout a ra ar gannaded displegañ perak e fell dezhe dont da vezañ merourien evel-just, met n'eo ket ret. Marteze e fello d'an dud soñjal er fed-se pa votont, piv 'oar?;
  • Un evezhiadenn am eus graet da lakaat war wel ar fed m'eo bet lakaet an implijer Meven war evezh peogwir e oa bet lakaet war evezh e-kerz ar prantad kinnig;
  • Gwir eo eo bet lakaet war evezh un implijer all war ar renk evit dont da vezañ merour, ha stanket e gont meur a wezh ivez zoken. N'm eus ket kavet mat lakaat un evezhiadenn avat peogwir: a) e oa bet lakaet e anv evit dont da vezañ merour gant un implijer all ha n'en deus ket asantet c'hoazh; b) peogwir e oa bet lakaet war evezh ha stanket e gont pell 'zo dija, ha n'en deus netra da welet gant e emzalc'h a-vremañ;
  • Mar fell da unan bennak giwiriekaat piv a zo bet lakaet war evezh ha stanket o c'hont ganin e vez kavet an holl daveoù amañ.
  • A galon, Neal (Kaozeal) 18 Gwe 2009 da 10:17 (UTC)

Respont digant ur c'henlabourer[kemmañ ar vammenn]

Trugarekaat a ran Arko, a oar mat petra a ra, da virout ouzhin da ankounac'haat ur mare (bloaz zo ?) ma veze serret ma c'hont evit an disterañ ger a-dreuz (daou c'her alamanek ur wech, ur virgulenn ur wech all), ha prest on da gaozeal, da dabutal zoken, diwar-benn pep hini eus an darvoudoù-se en-dro, unan hag unan ha dre ar munud, peogwir eo se a fell dezhañ, na petra. Deomp ganti eta: petra eo ar goulenn kentañ? Bianchi-Bihan 18 Gwe 2009 da 18:01 (UTC)

Euh... arabat en em enerviñ Bianchi-Bihan, na tagañ ac'hanon, ma goulenn ne oa ket a-enepdout ha n'eus irienn ebet a-enepdout! Ne ouien ket zoken oas bet lakaet war evezh na oa bet stanket da gont. Ne zeuan ket alies war wikipedia forzh penaos, ne oan ket deuet abaoe miz Genver... Ma, ma eo un dra echu bremañ evel en deus lâret Neal, gwell a se ha greomp war-dro aferioù all, ne gav ket dit? --Arko 21 Gwe 2009 da 14:24 (UTC)
Serromp boest Pandora neuze. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2009 da 14:48 (UTC)

Kinnigoù bet nullet[kemmañ ar vammenn]

Nullet e oa bet ar c'hinnigoù-mañ:

Da ober/fall Kannad 2: Llydawr[kemmañ ar vammenn]

Graet Gwiriekadur[1]: 11108 degasadenn; enskrivet abaoe an 13 a viz Du 2005

Evit abegoù personel, ne fell ket din mont war ar renk. Trugarez memes tra d'ar re o deus kinniget ma anv.--Llydawr 10 Gwe 2009 da 20:29 (UTC)
  • Displegadenn abegoù dont da vezañ merour/ez (diret)

Da ober/fall Kannad 6: Kadbzh[kemmañ ar vammenn]

Graet Gwiriekadur[2]: 25677 degasadenn; enskrivet abaoe ar 16 a viz Mezheven 2006

Da ober/fall Kannad 3: Meven[kemmañ ar vammenn]

Graet Gwiriekadur[3]: 1037 degasadenn; enskrivet abaoe an 17 a viz Gouere 2007

NULLET EO BET AR C'HINNIG-MAÑ PEOGWIR EO BET SERRET E GONT EVIT AN EIL GWEZH E-PAD TRI MIZ ABALAMOUR D'E EMZALC'H DIREIZH HA TAGUS Neal (Kaozeal) 2 Her 2009 da 18:54 (UTC)

Attention Sign.svg EVEZHIADENN: goude bezañ bet lakaet war evezh eo bet ret stankañ kont an implijer-mañ abalamour d'e emzalc'h

Attention Sign.svg EVEZHIADENN: goude bezañ bet lakaet war evezh eo bet ret stankañ kont an implijer-mañ evit an eil gwezh abalamour d'e emzalc'h

* Anv-implijer/ez (ret) : Implijer:Meven

  • Gwir anv (diret):
  • Kinniget gant (diret): kinnet gantañ e-unan
  • Displegadenn abegoù dont da vezañ merour/ez (diret)
    • Perzhioù fall : betek-hen 'm eus pleustret war dodennoù strizh a-walc'h : Kernev-Veur, Bro-Saoz ha Breizh-Veur dre vras. Traouigoù mod-all war Alamagn, dodennoù lennegel ha traouigoù lieseurt. Klask a rin liesaat va labourioù. Gwir eo e kaven gwelloc'h klask bezañ klok war an disklibezhioù boulc'het eget komz eus pep tra en un doare dister
    • Perzhioù mat :
      • Klask a ran dres kinnig labourioù resis o danvez hag o yezh, a c'hallfe dirediañ da glask war ar Wikipediaoù "bras" (saoznek, alamanek...)
      • Hep fougasiñ e kav din ez on, er mare-mañ, an hini barrekañ da stourm a-enep Bianchi-Bihan hag e lakezed
      • Stanket eo bet va c'hont ur wezh, ha lakaet on bet war an evezh, n'eo ket ur wezh hepken evel ma klask Bianchi-Bihan ha Neal lakaat da grediñ, div wezh ne lavaran ket.
        • Setu perak e bet stanket da gont ouzhit ganin (ha m'eo div wezh, gwazh a se evitout, feiz!) hag abalamour da betra e kav din ne rankfes ket bezañ lakaet da verour: berr-ha-berr peogwir ne gomprenez ket mont-en-dro ar wikipedia, rak n'eo ket amañ ul lec'h evit "stourm a-enep" da den ebet. Ul lec'h kenlabour an hini eo gant reolennoù ma ranker doujañ oute. E-touez ar reolennoù-se e kaver ar fed ma ranker chom hep tagañ na kunujenniñ ar genlabourerion all, pezh a gavez diaes chom hep ober war a welan. dre implijout gerioù evel "lakezed" - piv ha perak, n'ouzer ker, evel-just. Pa n'ouzer ket hen doujañ ouzh ar reolennoù mont-en-dro diazez (ha n'on ket gwall sur zoken e ouzez pe re int...), penaos e c'hellfer lakaat ar re all d'hen ober evel merour? N'eus forzh penaos, n'eo ket amañ al lec'h dereat evit koazeal diwar-benn seurt traoù. Merour (Neal) 30 Gwe 2009 da 06:42 (UTC)

Kinnig evit mont-en-dro ar votadeg[kemmañ ar vammenn]

Setu ar c'hinnig a ran-me evit mont-en-dro ar votadeg. Digor e chomo ar pranatd-lazeal evit tizhout un emglev ledan betek ar 4 a viz Here. Roit hoc'h alioù.

Digor e vo ar votadeg e-pad eizhteiz, da lâret eo adalek $ 2009 betek $ 2009.

Bez' e c'heller votiñ evit meur a gannad met n'eo ket dav votiñ evit an holl anezhe ivez.


+ Evit gallout votiñ e ranker:

  • Bezañ enrollet war ar wiki brezhonek abaoe 3 miz d'an nebeutañ (da lâret eo a-raok ar 7 a viz Mezheven 2009);
  • Bezañ oberiant war ar wiki brezhonek, da lâret eo kaout 500 degasadenn d'an nebeutañ;
  • Sinañ gant hoc'h anv-implijer/ez (lakait 4 zildenn ~ pe klikit war an eil voestig diwezhañ);
  • Bez' e c'heller votiñ a-du, a-enep pe neptu


+ Evit dont da vezañ merour e ranker:

  • Kaout 5 mouezh pozitivel d'an nebeutañ, da lâret eo votoù a-du;
  • Tizhout d'an nebeutañ nebeutañ 75% eus ar mouezhioù pozitivel (da lâret eo hep kontañ nag ar mouezhioù a-enep na neptu)

Arguzennoù:[kemmañ ar vammenn]

Ur c'harg a fiziañs eo hini ar verourion hag evit kas en-dro o c'hefridi en un doare efedus e rank un niver ledan a implijerion/ezed kaout fiziañs enne. Er votadegoù all e oa bet tizhet d'an nebeutañ 4 vot gant pep kannad dilennet da verour (kalz muioc'h e gwrionez) d'ur mare ma oa bet kalz nebeutoc'h a implijerion/ezed o labourat war ar raktres-mañ.

Kinnig a ran ivez ma vefe skarzhet diouzh renk ar c'hannaded/ezed implijerion/ezed bet stanket o c'hont oute e-kerz ar prantad-kinnig. Ne gav ket din e reankfe bezañ lakaet da verour tud n'haller ket fiziout enne evit an abeg-mañ'n-abeg.

Ali Y-M D[kemmañ ar vammenn]

  • Dre vras ez on a-du gant ar chinnig graet a-us. 3 miz a seblant din reizh, padal 500 degasadenn a gavan un tamm kalz evit gellout votiñ. N'am eus mennozh resis ebet war an niver, met izeloc'h a gavfen poellekoc'h. A galon --Y-M D 27 Gwe 2009 da 10:10 (UTC)
  • A-du penn-da-benn gant ar mennozh da geñver ar fiziañ a ranker kaout er merourien. Dre-se ez on a-du evit ma vefe skarzhet eus ar votadeg ar re bet stanket e-pad ar prantad-kinnig. A galon --Y-M D 27 Gwe 2009 da 10:10 (UTC)

Ali Belvar[kemmañ ar vammenn]

Evel Y-M D e gavan ez eo disingal ar fed eo ret kaout 500 degasadenn d'an nebeutañ evit galloud votiñ. Un den en deus graet un nebeut degasadennoù bras en deus labouret kement hag un den en deus graet kalz a degasadennoù bihan. Ouzhpenn-se e kavan diboell ne c'helfen ket votiñ evit an den am eus kinniget (pe reoù all). --Belvar 28 Gwe 2009 da 16:57 (UTC)

Ali Neal[kemmañ ar vammenn]

Ne welan ket tre perak e vefe dizingal an traoù. Marteze n'eo ket gwall sklaer ar pezh a dalv "degasadenn": bwezh ma kemmer un dra bennak e vez kontet evel degasadenn. N'eus ket a degasadennoù bihan pe vras; ingal int holl. Klasket em eus lakaat ur vevenn evit ma vefe dilennet merourion gant implijerion/ezed oberiant kentoc'h. Da lâret eo tud bet o labourat e-pad amzerig a-walc'h evit diskwel e ouzont penaos ec'h a en-dro ar raktres. Evel-se e vez graet dre vras.

Marteze eo re uhel ar vevenn, met ne gav ket din e vefe gwall diaes tizhout ur 500 kemm/degasadenn bennak dindan c'hwec'h miz. O c'hortoz a rin ur c'hinnig all a-zivout ar vevenn o tennañ d'an niver a degasadennoù neuze.

Ne welan ket perak e vefe diboell ivez chom hep gallout votiñ evit tud bet kinniget ganit, rak digor e oa ar ginnigadeg d'an holl implijerion/ez, met ne gav ket din e ranfke bezañ digor ar votadeg d'an holl, kea? Tud nevez deuet, da skouer, a c'hell chom hep kompren ervat petra e talv bezañ merour, pe zoken krouet e c'hellfe bezañ kontoù a-nevez a-ratozh-kaer evit gallout dilenn ar c'hannad-mañ'r-c'hannad. A galon, Neal 28 Gwe 2009 da 19:40 (UTC)

Ali ifig[kemmañ ar vammenn]

Evidon-me n'eo ket an niver a desgasadennoù dre ret ur sign a oberiantiz a-berzh an implijerien. N'eo ket diaes kemm un nebeut gerioù war pennadoù a-benn kaout ur bern degasadennoù. E-giz ma wellan, an darn vrasañ eus ar pennadoù a zo pennadoù 2 linenn, ha da va soñj, an holl dud a zo gouest d'ober kement-se. Gouzout a ran e vo dibosupl din votiñ, da gentañ-penn, dre ma 'm eus bet kollet ar ger-kuzh eus ar gont-se e-pad mizioù, ha ranket em eus implijout re all pe skrivañ hep bezañ enrollet. Setu n'on ket paotr an degasadennoù, klask a ran kentoc'h ober pennadoù klok, hag a c'helfe servij en dazont. Ne blij ket din an doare "ober ar muiañ a bennadoù posupl", met soñjal a ran eo talvoudusoc'h sevel pennadoù klok hag a c'hellfe bezañ implijet en-dro gant skolidi, skolajidi, liseidi pe c'hoazh tud gour, p'o deus ul labour war tra pe dra. Kavout a ran un tammig diboell em bije gellet votiñ evit ma vije Kadwalan merour ur bloaz 'zo pe muioc'h, ha ne c'hellfen ket bremañ ken war zigarez n'em eus ket kemmet ur ger en ur 500 pennad bennak evit gellout en ober ^^. ifig 1 Here 2009 da 19:39 (UTC)

Arabat ankounac'haat: tud 'zo a gav dezhe gwell sevel pennadoù, tud all avat a gav dezhe gwellañ reizhañ ha klokaat penandoù bet boulc'het gant tud all... Diboell pe get, ret eo lakaat ur vevenn d'am soñj. Ne oa ket bet gwall frouezhus ivez ar votadeg diwezhañ war a welan ivez, ret eo hen anzav, rak daoust ha ma oa bet votet ht ha dilennet merourion nevez n'eus ket bet abaoe kalz muioc'h a verourion oberiant estregedon... Marteze eo un dra vat neuze adwelet mont-en-dro ar votadeg. D'am soñj eo poellek-tre bezañ dilennet ar verourion gant implijerion oberiant hag an doare nemetañ da diskwel hag-eñ eo oberiant un implijer bennak eo dre geñveriañ an niver a degasedennoù bet kaset da-benn gantañ abaoe m'eo bet enskrivet. Abalamour da se, da skouer, n'eus wikipedia ebet ma c'hell votiñ implijerion dizanv, daoust ha ma n'eo ket ret na tamm ebet bezañ enskrivet evit gallout kenlabourat. Neal 1 Her 2009 da 18:57 (UTC)
N'on ket lakaet diaes gant bevenn ar 500 pennad. Re hir ha re all kalz berroc'h am eus bet tro da sevel, diouzh an danvez eo. Beuzet gant traoù all er mare-mañ, setu perak n'on ket ken oberiant, alies e sellan memestra ouzh hor wiki-ni.--Ex-Smith 1 Her 2009 da 19:56 (UTC)
Dres eveldon-me e gwirionez + Nral 2 Her 2009 da 11:56 (UTC)

Ali ha kinnig nevez, Y-M D[kemmañ ar vammenn]

D'am soñj eo re uhel ar vevenn, pa weler tud evel Belvar pe Ifig (ha re all c'hoazh ?) a seblant bezañ komprenet mont en-dro hor wiki-ni hag talvoudegezh roll ar verourien, ha ne c'hellont ket votiñ peogwir n'o deus ket tizhet an niver mat. Ouzhpenn e reont labourioù diazez evit hor wiki-ni, ar patromoù. D'am soñj ez eo mat an 3 miz evit bezañ sur ne vez ket krouet ar gont evit votiñ hepken. Neuze e kavan e vefe ret lakaat ur vevenn izel mat, tra ken evit bezañ sur eus o bolontezh vat. Dre m'o deus ur c'hleub wikipedia e soñj din e vint efedus e-pad ar vloavezh pad, neuze e soñj din e vefe poellek lakaat anezho da votiñ memestra. Petra soñjoc'h ? A galon --Y-M D 2 Her 2009 da 07:05 (UTC)

Ar c'hinnig orin bet graet evit votiñ a gavan uhel un tamm setu e ran (Y-M D) ur c'hinnig all, tost a-walc'h e chom deus an hini orin :

+ Evit gallout votiñ e ranker:

  • Bezañ enrollet war ar wiki brezhonek abaoe 3 miz d'an nebeutañ (da lâret eo a-raok ar 7 a viz Mezheven 2009), seblantout a ra din bezañ un elfenn redius a-walc'h dija ;
  • Bezañ oberiant war ar wiki brezhonek, da lâret eo kaout 50 pe 75 degasadenn d'an nebeutañ, un doare arouezel eo kentoc'h, evit diskouez bolontezh vat an implijer ;
  • Sinañ gant hoc'h anv-implijer/ez (lakait 4 zildenn ~ pe klikit war an eil voestig diwezhañ);
  • Bez' e c'heller votiñ a-du, a-enep pe neptu


+ Evit dont da vezañ merour e ranker: (aze ez hon a-du gant ar c'hinnig orin)

  • Kaout 5 mouezh pozitivel d'an nebeutañ, da lâret eo votoù a-du;
  • Tizhout d'an nebeutañ nebeutañ 75% eus ar mouezhioù pozitivel (da lâret eo hep kontañ nag ar mouezhioù a-enep na neptu)


Me gav din ez eo dija strizhoc'h da geñver ar reolennaoueg kozh a oa laosk tre :

  • Bezañ enrollet war ar wiki brezhonek abaoe pemzektez a-raok deiz an dilennadeg da nebeutañ (da lavaret eo a-raok an 23 Genver 2006).
  • Bezañ krouet ur bajenn implijer war ar wiki brezhonek, gant ur chomlec'h postel reizh
  • Bezañ oberiant war ar wiki brehzonek dre vras

Roit o soñj war ar c'hinnig nevez-se, A galon --Y-M D 4 Her 2009 da 10:11 (UTC)

Ali/Respont Neal[kemmañ ar vammenn]

N'on ket sur na tamm ebet e c'hell un den bennak kompren mont-en-dro ar wikipedia goude bezañ bet labouret abaoe tri miz nemetken... Ne lâran ket ne c'heller ket, nemet n'on ket me gwall sur... Ur c'harg a-bouez eo hini ar merañ. Goût a ra an holl, da skouer, n'hall ket ar verourion kemer divizoù diwar-benn kaozeadennoù m'o deus kemeret perzh enne? Ha d'am soñj n'heller ket lâret eo oberiant un den gantañ 50-75 degasadenn dindan 3 miz. Mont ha dont buanig a-walc'h e ra an dud ha d'am soñj e rankfe bezañ dilennet gant implijerion/ezed bet diswelet o deus c'hoant da venel ha da labourat. N'on ket a-nep reiñ mouezh da dud nevez-deuet na tamm ebet, na disfiz enne ivez, met pa denn da dilenn meurourion e kav din gwell ma vefe graet gant implijerion oberiant abaoe ur prantadig mat. Digor e chomo ar gaozeadenn-mañ betek ma vo bet klvet mouezhioù all ha ne vo ket digoret ar votadeg betek ma vo bet tizhet ur c'henemglev ledan pe ledanoc'h. A galon, Neal (Kaozeal) 4 Her 2009 da 10:27 (UTC)

Klevet mat a ran ar pezh a lavarez din, prederiañ a ran un tamm hag e respontin (ma vez ezhomm ^^ ) . Petra 'vefe neuze ar vevenn a zegasadennoù a gavfez poellek ? --Y-M D 4 Her 2009 da 10:32 (UTC)
Goude bezañ prederiet ha gortozet alioù all (n'eus ket bet kalz) eo gwir eo un tamm re nebeut ar c'hinnig am boa graet (degasadenn 50/75). D'am soñj eo re 500 neuze e kinnigfen 200 degasadenn evit gellout votiñ, seblantout a ra din bezañ un niver uhelik dija hag amzer en deus neuze an implijer anavezout wikipedia. Evit ober ar bilañs : ar pezh a ginnigan a zo rik ar memes tra eget Neal met e lec'h 500 degasadenn e kinnigan 200. A galon --Y-M D 8 Her 2009 da 06:16 (UTC)
Un tammig re diwezhat d'am soñj evit ober un adkinnig bremañ. Chomet eo ar prosez-mañ da straniñ betek re dija d'am soñj ha savet eo a-du 6 den, te en o zouez, gant ar c'hinnig kent. Digoret e vo ar votadeg evel-se neuze arc'hoazh rak a-hendall ne vo fin ebet d'an istor-mañ. Ma vo ezhomm e c'hello bezañ kroget ur prosez nevez evit dilenn merourion nevez en dazont sel wezh mar bo ezhomm. A galon, Neal (Kaozeal) 8 Her 2009 da 08:27 (UTC)
Ne peus nemet digeriñ ar votadeg warc'hoaz met c'hoant am boa resisaat un draig. An holl re o deus roet o ali o deus graet evit an dra fall, ma sellez mat eo evit an abegoù evit bezañ merour ha ket evit gellout votiñ. Lavarout a rez ez eo re ziwezhat, ma roan va ali ar mintin-mañ eo peogwir e oan o gortoz ali tud all, met n'en deus roet den e ali. Evidon e vefe bet tu gwelet-se buan met n'eo ket deuet an holl da gemer perzh, dipitus un tamm. A-du hon ganit pa lavarez e krog da vezañ hir an afer. Er fin ez hon dipitet un tamm, met prest da zigeriñ ur maread nevez en hor wiki-ni. Evit ma vo merourien nevez hag efedus evit reiñ ul lusk (hag ul lañs nevez ?) d'ar wiki. A galon --Y-M D 8 Her 2009 da 06:38 (UTC)
Gwir eo e oan faziet. Kuziet-spontus eo deuetar bajenn-mañ da vezañ... Gant 200 degasadenn hag ensrivet abaoe 4 miz a vefe mat dit, neuze? Mar asañtes e vo digoret ar votadeg a-benn arc'hoazh. Amzer o deus bet an holl da reiñ o soñj ha ma n'o deus ket graet eo peogwir ne gavont ket a-bouez hen ober. Tan de'i neuze. A galon, Neal (Kaozeal) 8 Her 2009 da 13:17 (UTC)
GraetMat eo, seblantout a ra reizh-tre din, tu 'vo kregiñ warc'hoaz. Gwir eo n'eo ket atav eus an dedennusañ seurt divizoù. Gant ar spi ma vo frouezhus an dilennadeg-se. A galon --Y-M D 8 Her 2009 da 12:02 (UTC)

Kabalat[kemmañ ar vammenn]

Bet eo Meven o kabaliñ hiziv hag o kontañ pegen dizesk e oan, pezh zo re wir, hag o tiskuliañ ur wirionez all: merc'h e vijen d'am mamm. Ha goude? Biskoazh n'em boa klasket kuzhat, ha tamm mezh ebet ennon. Bianchi-Bihan 2 Her 2009 da 15:50 (UTC)

stanket eo bet e gont outañ abalamour d'e emzalc'h e-pad tri miz ar wezh-mañ. Mar krog en-dro da c'houde e vo serret da vat ha da viken. Roll e degasadennoù amañ. Neal (Kaozeal) 2 Her 2009 da 18:46 (UTC)

Un evezhiadenn[kemmañ ar vammenn]

Ma skrivan ur gerig amañ eo peogwir hon bet souezhet un tamm gant an doare da gontañ ar vouezhioù. Pa voter neptu ez eus kement a bouez negativel eget pa voter a-enep, padal e seblant din pa voter neptu e vezer hanter a-enep hag hanter a-du. Da skouer pa 'm eus votet neptu evit Bihanchi-Bihan ne oa ket a-enep kren evit ma vefe merour, met ket a-du penn-da-benn kenebeut (ar skouer-mañ n'eo nemet ur skeudennadur hag arabat eo kemer re e kont eus piv 'vez kaoz, met ar mennozh) . Dre-se e rankfemp kermer ar vouezhioù neptu evel etre an daou all. Ouzhpenn-se unan hag a votfe neptu peogwir ne oar ket re pe n'eo ket sur eus e dibab a vefe kontet a-enep gant kement a bouez. Evit 1 a-enep e ranker kaout 3 a-du evit bezañ dilennet, ar pezh ne rankfe ket bezañ ar memes kempouez gant 1 neptu.
Ouzhpenn-se ez hon souezhet gant an nebeut a dud hag o deus displeget perak o deus votet tra-mañ tra. Dre ma 'z eus ur pouez kalz brasoc'h gant ar votoù a-enep (ha neptu) e kavfen reizh e vefe sirius ha prederiet an dibab. Dre-se ne vefe ket bet fall d'an dud a-enep reiñ un abeg. Gwelet 'm eus e vez lakaet ur pouez war an dachenn-se er wikipediaoù all. Setu un nebeut evezhiadennigoù. A galon --Y-M D 15 Her 2009 da 18:33 (UTC)

Komzet e oa e-pad pell diwar-benn an doare da gas ar votadeg en-dro ha deuet e oa an dud bet kemeret perzh er gaozeadenn (te dreist-holl) da dizhout ur c'henemglev. Da c'houde e oa bet lakaet e pleustr ar reolennoù, da lâret eo (evel ma c'heller lenn splann war ar bajenn stag ouzh homañ):
"Evit dont da vezañ merour e ranker: 1) Kaout 5 mouezh pozitivel d'an nebeutañ, da lâret eo votoù a-du; 2) Tizhout d'an nebeutañ 75% eus ar mouezhioù pozitivel (da lâret eo hep kontañ nag ar mouezhioù a-enep na neptu)
Ne gomprenan ket tre neuze perak e c'hellfer bezañ souezhet gant an doare da gontañ ar votoù dre ma oa bet sklaeraet en a-raok penaos e vefent kontet.
Evit a sell ouzh abegoù an den-mañ-den ec'h eo gwir e vije gwell goût un tammig pelloc'h pere int. Ur wezh all avat e vije bet tu da lakaat an abegoù da ret evit gallout votiñ met ne oa ket bet kaoz eus an dra-se pa oa bet kaozeet diwar-benn mont-en-dro ar votadeg. Pa seller pishoc'h ivez e weler m'eo bet roet o abegoù ganin-me hag ivez gant Bianchi-Bihan ha gant den ebet all. Da lâret eo, nemet ma welfen-me fall, n'ec'h eus ket kavet mat te ivez reiñ da abegoù evit displegañ perak az poa votet a-du, a-enep pe neptu evit ar gannaded war ar stern...
N'eus reolenn start ebet war ar wikipedia-mañ evit an doare da gas en-dro votadegoù evit dilenn merourion/ezed nevez. Kemmet e c'hello bezañ ar reolennoù ar wezh a zeu neuze mar bez ezhomm (pe get).
A galon, Neal (Kaozeal) 15 Her 2009 da 19:09 (UTC)
Pa 'm boa eskemmet ganit evit mont en-dro ar votadeg, n'en em renten ket kont eus an digempouez a gas ar fed neptu hag a-enep a vefe kevatal. Met c'hoant am boa e vefe kemeret e kont ar pezh am eus stadet ar wechoù o tont setu perak e komzan eus-se bremañ (ur wech echu gant ar vot).
Mod all evit abegoù vot-mañ vot, gwir eo n'am eus ket displeget atav. Evit Bianchi-Bihan em eus eskemmet gantañ war e bajenn kaozeal. Evit ar re all avat ne oan ket gouest dibab dre ma ne labouront ket re er mare-mañ nag abaoe ma 'z hon me amañ, setu em eus lakaet neptu (ha dre-se e kavan digempouez e vefe lakaet va ali eus tu an a-enep padal ez eo un ali etre). Dam displeget eo va dibab neuze.
Te lavar n'eo ket strizh ar reolenn, n'on ket a-du penn-da-benn pa geñverier gant wikipediaoù all.
N'eo ket grevus, amzer a-walc'h a vo da zivizout en-dro diwezhatoc'h.
Labour vat ha kalon d'ar skipailh nevez a verourien.
A galon --Y-M D 15 Her 2009 da 19:21 (UTC)
N'em boa ket kemeret perzh er votadeg. Me 'gav din n'em boa ket droet da gemer perzh. Daoust da se, e kav din (un tamm evel YMD) ez eus tra pe dra da wellaat en doare votiñ. Ar pep souezhusañ eo gwelet eo kevatal talvoudegezh an "a-enep" pe "neptu" a-benn ar fin. Ha degouezhioù kamm a c'hell c'hoarvezout. Unan gant ur bern mouezhioù "a-du" (10 lakaomp) hag un "neptu" bennak (lakaet gant tud a soñje kentoc'h votiñ evel pa vefent o votiñ "gwenn") a c'hall lakaat unan bennak da vezañ korbellet. Hag un den n'en dije nemet 5 mouezh a-du (met "neptu" ebet) a vo dilennet.
A-benn ar fin n'eus bet dilennet nemet ur merour ouzhpenn (ar pezh a ra 2 oberiant neuze bremañ). Treut eo c'hoazh. A-raok pell e vo dav klokaat ar skipailh-se moarvat. Un digarez da adwelet an doareoù votiñ.Trec'hlid mitonet 16 Her 2009 da 07:46 (UTC)
N'on re nec'het gant ar reolennoù-mouezhiañ a dorr din ma fenn, setu e lezan ar re ampart da respont: ma ne votje ket an dud e-lec'h votiñ neptu, en dro-mañ lakaomp, e vije kemm pe gemmig en disoc'h ? Bianchi-Bihan 16 Her 2009 da 07:59 (UTC)
Ur wezh all c'hoazh: lakaet e oa bet da dalvezout ar reolennoù mouezhiañ-se goude bezañ bet kaozeet hir diwar o fenn, dresit-holl gant YMD. Ar re ne oa ket a-du gant ar c'hinnig mont-en-dro n'o doa nemet kemer perzh er gaozeadenn ha reiñ o soñj. Souezhet-mik on avat gant an niver a dud bet labouret ken nebeud all war ar wikipedia-mañ a fell dezhe divizout piv eo an dud a raio war-dro ar raktres bet labouret warnañ baoe keit all gant meur a den graet strivoù bras pe vrasoc'h gante. Neal (Kaozeal) 16 Her 2009 da 09:20 (UTC)
Ya gwir eo e oa bet dibabet reolennoù evit ar votadeg-se (zoken ma gavan e oa diaes en em rentañ-kont eus an doare kontañ). Hag abaoe ma 'm eus roet va ali war un darvoud a seblante din bezañ diboell ha digevatal e peus adlavaret e oa bet dibabet ar reolennoù. Gwir eo. Met c'hoant am befe gouzout da ali dit-te war an dachenn-se memestra, me gav ez eo ur poent pouezus ha ne vefe ket fall e rofe ur merour (pe merourien) o ali. Mod all da geñver an dud nevez a ro o ali, me gav ez eo reizh a-walc'h memestra. Kenlabourerien nevez hiziv a vo amañ warc'hoaz ivez. N'eo ket ken diaes kompren mont en-dro hor wiki-ni ha neuze e c'helont bezañ gouest da gemer perzh (lod anezho). A galon --Y-M D 16 Her 2009 da 19:04 (UTC)
Penaos e c'heller "kavout diaes en em rantañ kont eus an doare kontañ", evel ma skrivez, ma oa skrivet ken splann all kement-mañ: "Tizhout d'an nebeutañ 75% eus ar mouezhioù pozitivel (da lâret eo hep kontañ nag ar mouezhioù a-enep na neptu". E pelec'h emañ an dalc'h?
Ar verourion n'o deus ket da reiñ o ali muioc'h evit an implijerion/ezed all. Kaozeet e oa bet diwar-benn an doare da gas ar votadeg war-dro e-pad ur prantadig hir a-walc'h ha deuet a-benn an dud a felle dezhe kemer perzh er gaozeadenn da dizhout ur c'henemglev, bet lakaet e pleustr da c'houde.
Un ali personel am eus avat, bet roet ganin dija. Kalz re izel eo ar vevenn bet lakaat evit gallout mouezhañ d'am soñj: abalamour da vouezhioù tud 'zo gante nemeur a degasadenn eo ranket menel hep bezañ dilennet da verour an implijer bet savet ar niver brasañ a bennadoù gantañ ha bet o labourat abaoe pell-tre en un doare ingal ha start, daoust d'em emzalc'h a c'hell an neb kavout un tammig re rust a-wezhoù.
N'o deus an dud nemet lenn ar reolennoù evit kompren petra a dalvez ur vot neptu a-raok mouezhiañ. Un afer atebegezh an hini eo. Grevus a-walc'h e kavan klemm da c'houde, peogwir e talvez eo bet roet ur vouezh da unan bennak hep kompren mont-en-dro ar votadeg... Gwashoc'h c'hoazh e kavan ivez klemm hep bezañ kemeret perzh er goazeadenn ha bezañ votet hep kompren da betra e talvez ur vot neptu, displeget ken splann ha tra.
Ar wezhoù all eo bet kalz aesoc'h an dilennadegoù. Klasket e oa bet ober en un doare digoroc'h ar wezh-mañ, met ul labour spontus eo bet. War ar wikipedia e saozneg e vez digoret ar mouezhiadegoù gant ar verourion ha serret gante pa gav dezhe int manet digor amzer a-walc'h, hep kaozeal re diwar-benn an doare da gas en traoù war-dro. Klasket am eus ober evit ma vefe sklaer ha digor ar prosez ar wezh-mañ, met war a welan e kv gwell da implijerion/ezed 'zo klemm pa displij dezhe an disoc'h kentoc'h evit kemer perzh er c'hazeadennoù a-raok.
Dipitet on me ivez un tamm gant an dilennadeg-mañ. N'eo ket gant an disoc'h on nac'het avat, met gant ar fed ma kav gwell da dud 'zo klemm da c'houde peogwir n'o doa ket lennet/komprenet mat ar reolennoù.
N'em eus netra ken da lâret diwar-benn an afer-mañ, padet re bell d'am soñj dija. A galon, Neal (Kaozeal) 16 Her 2009 da 19:30 (UTC)

Kenderc'hel ganti[kemmañ ar vammenn]

Ur reolenn a zo brav met keit ma ne lakaer ket anezhi e pleustr eo diaes gwelout o efed.
Pa lavaren ali merourien eoan kentoc'h o soñjal enout dre ma 'z out an den a gemer perzh er gaozeadenn.
Un tamm souezhet hon gant meur a dra gant da respont, seblantout a ra bezañ komprenet fall va abegoù evit komz:

  • Da gentañ e karfen gouzout ma 'z hon an hini a soñjez ennañ pa lavarez ez eus tud o klemm, ma vezañ an hini-se em befe c'hoant adlavar n'am eus morse lakaet disfi war an disoc'hoù (ha gelet 'm befe), ne oa ket pall va evezhiadenn. Ouzhpenn pa 'm eus roet va mouezh evit an dud e oa ennon ur soñj a seblant din bezañ poellek eus dasparzh ar vouezhioù
  • Ouzhpenn pa roez da ali (hag a zo dieub eveljust) ne gomzez ket eus ar pezh a tiskouezan er penn-kentañ, neuze n'on ket va unan a lak ar gaozeadenn da vezañ hir ha difrouezhus
  • Mat-tre eo e pefe klasket digeriñ ar mont en-dro, ne damallan ket tamm ebet da labour er c'hontrol, gouzout a ran mat n'eo ket aes bezañ ar merour nemetañ amañ (bremañ oc'h 2 neuze em eus spi e vo aesoc'h)

Ar pezh am boa c'hoant er pennkentañ ha oa klask digeriñ ur prederig pe d'an nebeutañ evit diskouez e seblante din bezañ ur mennozh fall (evit ar wechoù all) lakaat war ar memes live neptu hag a-enep en disoc'hoù. Marteze ne vin ket amañ pa vo digoret ur vot all, neuze e vo amañ ar pezh am eus stadet. Met evit ar poent e vezañ war hor wiki-ni ha n'eo ket raktreset mont kuit. Adlavarout a ran c'hoazh, ne lakan ket disfi war an disoc'hoù, met stadañ a ran un disingalded a ranker prederiañ evit ar wechoù o tont. Ha sklaeroc'h eo bremañ ? Setu, a galon --Y-M D 16 Her 2009 da 20:33 (UTC)

Ne gomprenan ket meur a dra bet skrivet ganit, da skouer: "Ur reolenn a zo brav met keit ma ne lakaer ket anezhi e pleustr eo diaes gwelout o efed". E gwirionez ne gomprenan ket na tamm ebet eus petra out o kaozeal amañ. Digoret e oa bet ur prantad-kaozeal evit sklaeraat mont-en-dro ar votadeg, bet kemeret perzh er gaozeadenn un nebeud tud ha neuze lakaet e plesutr ar reolennoù bet kaozeet diwar o fenn ha tizhet ur c'henmeglev.
Ur respont hollek an hini e oa. Estregedout ez eus bet o klemm, da skouer Trec'hlid mitonet...
Ne gomprenan ket tre penaos ez pije gellet "lakaet disfi war an disoc'hoù". Sklaer-tre e oa ar reolennoù ha sklaer ar pezh o doa votet an dud. Ne welan ket tre perak e vefe da disfiziañ neuze?
Skrivañ a rez: "Ouzhpenn pa roez da ali (hag a zo dieub eveljust) ne gomzez ket eus ar pezh a tiskouezan er penn-kentañ, neuze n'on ket va unan a lak ar gaozeadenn da vezañ hir ha difrouezhus". Reiñ a ris ma ali peogwir e oa bet goulennet ouhzin, a-hendall n'em bije ket graet. Ne gomprenan ket peurrest ar frazenn avat.
E gwirionez n'eus ket daou verour: seizh ne lâran ket. Ar wezhoù all e oa bet votet d'am soñj un tammig re brim ha neuze e oa bet dilennet merourion a vana hep bezañ oberiant na gwezh ebet evit lod anezhe. Setu ar pezh am boa klasket chom hep ober ar wezh-mañ ha d'am soñj eo bet dilennet ur merour nevez a c'hellfer fiziout ennañ evit kas an traoù war-raok en un doare efedus.
Ne welan ket penaos e c'hellfer lakaat da votoù pozitivel votoù neptu...
Achu ganin. Ur pennad-skrid am eus da beurachuiñ´ha labour all c'hoazh a-leizh chomet war ar stern abalamour d'an dilennadeg-mañ. Neal (Kaozeal) 17 Her 2009 da 09:31 (UTC)
War a seblant n'hon ket bet sklaer em zisplegadenn adarre, klask a rin ober simpl (dre ma 'z eo eeun-tre ar pal am boa).
Pa lavaran : "Ur reolenn a zo brav met keit ma ne lakaer ket anezhi e pleustr eo diaes gwelout o efed" em eus c'hoant lavar n'eo ket anat atav en em rentañ kont eus disoc'hoù pleustrek eus ur reolenn (met n'eo ket aze ar pouezusañ). Ouzhpenn-se ne baouezan ket da lavar ez hon a-du eo bet tizhet ur c'henemglev hag n'emaon ket o klask lakaat reuz (n'eo ket ar pal klemm met lakaat war well un elfenn a seblant din diboell).
Seblantout a rez kavout hir ar gaozeadenn-mañ (ha gwir eo, a-du hon ganit), met pa peus roet da ali (am boa goulennet gwir eo) ne peus ket re respontet d'am evezhiadenn orin da geñver a-du/neptu/a-enep. Dre-se ne sikour ket da gas ar preder, na da lakaat da echuiñ buan. Evel ma lavarez e peus traoù all d'ober, ha me ivez eveljust.
Diverañ a rafen va mennozh orin gant : n'eo ket poellek en defe ur vot neptu kement a bouez negativel eget ur vot a-enep, evidon e rankfe ur vot neptu bezañ etre a-du hag a-enep. Ken simpl a se e oa va evezhiadenn orin, hag adarre e lavaran n'em eus ket c'hoant liammañ gant ar votadeg-mañ, met ur preder a garfen kas evit ar wechoù o tont.
Ha sklaeroc'h eo ? N'eus ket a gudenn da gaout d'am soñj, just un eskemm. A galon--Y-M D 17 Her 2009 da 10:26 (UTC)
Da gentañ-holl e oa sklaer-tre an doare da gontañ ar votoù neptu. Ne oa ket bet komprenet gant lod, a c'hell bezañ, met sklaer e oa an displegadenn atav. Ne welan mod-ebet da gontañ votoù, nemet ma vefe daouhanteret ar votoù neptu (1 vot neptu = un hanter vot a-du mui un hanter vot a-enep) pe c'hoazh chom hep kontañ anezhe. Ne gavfen ket gwall beoellek nag an eil doare d'ober nag egile, rak daouhanterañ ar votoù ne gemmfe ket an disoc'h hollek d'am soñj ha bne vefe ket reizh chom hep kontañ votoù bet roet gant an implijerion, da lâret eo lakaat da gevatal votoù neptu ha votoù null. Din-me eo reizh-kenañ kontañ ar votoù neptu evel votoù nann-pozitivel. Neal 17 Her 2009 da 10:47 (UTC)
A-du hon pa lavarez ne vefe ket reizh chom hep kontañ ar vouezhioù neptu. Padal e gavfen poellekoc'h daouhanterañ ar votoù neptu (neptu a dalvez hep tu, gant an doare a-vremañ n'eo ket neptu dre m'en deus pouez un a-enep). Dre vras ne voter ket neptu pa vezer a-enep, kentoc'h pa vezer etre pe ne ouezer ket, neuze e vefe poellek e talvezfe etre ivez en doare kontañ. Lavar a rez : "daouhanterañ ar votoù ne gemmfe ket an disoc'h hollek", ha roll an neptu a vefe kemm an disoc'h ? , amañ-mañ an a-enep. Pe mod all e vefe un diskoulm lakaat nemet a-du hag a-enep, peogwir en doare a vremañ ne wellan ket re talvoudegezh neptu, er c'hontrol e kavan eo touellus. Laouenn hon ez afe an diviz war raok, dindan nebeut amzer omp bet war raok muioc'h eget abaoe ar pennkentañ, ne oamp ket en em gomprenet a seblant din, mat eo bremañ ha plijus eo. Trugarez --Y-M D 17 Her 2009 da 11:10 (UTC)