Kaozeadenn Implijer:Meven
Stanket Stanket eo bet kont an implijer/ez-mañ abalamour d'an tagadennoù personel bet graet gantañ/i. Sellit ouzh ar bajenn gaozeal evit displegadennoù abegoù ar stankadur. Evit goût hiroc'h, sellit ouzh: Politikerezh stankañ. |
Ret eo sevel frazennoù, er wikipedia-mañ evel er re all. N'eo ket ur geriadur war baper, ha lec'h zo forzh pegement. Bianchi-Bihan 29 Her 2008 da 05:38 (UTC)
Ne vefe ket gwelloc'h ober gant Parlamant Europa? Goulennet eo 40 gech memestra... Kae da wellout al liam-mañ. --Arko 29 Her 2008 da 16:16 (UTC)
Gwelloc'h eo dont da gomz amañ a-raok cheñch pennadoù. --Arko 30 Her 2008 da 15:38 (UTC)
Tennet 'm eus kont eus hoc'h evezhiadenn : pa oa -gwir eo- pennadoù enno liammoù war-zu ur pennad "Parlamant Europa" ne oa ket anezhañ, ha p'am eus krouet ur pennad Dael Unaniezh Europa, e kemman al liammoù-se, hag al liammoù-se hepken a-hend-all
N'on ket sur m'eus komprenet tout an traoù, met n'eo ket grevus. Ar gwellañ vefe lakaat ho testenn en ar pennad Parlamant Europa, ha goulenn nullañ ar pennad Dael Unaniezh Europa amañ. --Arko 30 Her 2008 da 15:55 (UTC)
Paouezit da lakaat Dael Unaniez Europa e pep pennad mar plij.--Arko 30 Her 2008 da 16:17 (UTC)
Karl Voal
[kemmañ ar vammenn]Sell ouzh ar pennad Karl Voal mar plij. Anv mab-bihan Karl Veur eo. Charlez ar Moal zo un den all. A galon. Bianchi-Bihan 29 Her 2008 da 16:55 (UTC)
- Sell ouzh Pobloù Enez Vreizh.
- Implij a rez "lodennek eus". E Geriadurig Hemon eo lodennek e, er Geriadur Istorel e kaver lodennek gant. Marteze e vije gwell ober gant "ul lodenn eus", ma'z eo ret. Me 'rafe gant "ur gontelezh e-barzh ar rannvro Midlands", ken eeun ha tra. Bianchi-Bihan 13 Du 2008 da 03:28 (UTC)
Un dra vat vefe rummata ar pennadoù savet ganit. --Arko 24 Du 2008 da 11:16 (UTC)
Pezh a rin...Hogen traoù zo n'on ket c'hoazh evit o ober. Strivoù a rin da beurzeskiñ doareoù Wikipedia. Talvoudus eo hep mar pa c'hellont hor mirout a adober pennadoù bet savet en a-raok. Gwelet 'm eus da skouer, goude bezañ savet ar pennadoù Kornôg Sussex, Reter Sussex, Surrey, e oa dija pennadoù East Sussex, Kontelezh Surrey... Meven 24 Du 2008 da 11:42 (UTC)
Ya, gallet a rez lakaat ar pezh toa skrivet er pennadoù a oa dija anezho. Kalon vat dit! --Arko 24 Du 2008 da 12:20 (UTC)
Kontelezhioù Bro-Saoz
[kemmañ ar vammenn]Salud dit ! Ret e vefe lakaat rummadoù er pennadoù savet ganit, evel ma skriv Arko. Graet em eus evit un toullad kontelezhioù. Marteze e c'halli kenderc'hel ?
A-hend-all ne gomprenan ket perak e rez gant ar ger "lodennek" er pennadoù-se. "Bezañ lodennek en un dra" a dalvez, hervez ma geriadurioù, "kaout ul lodenn en dra-se", "kemer perzh en dra-se" (lodennek zo troet "participant" er Geriadur Istorel). Soñjal a ra din e fell dit lavaret emañ ar c'hontelezhioù-se e-barzh rannvroioù. An doare eeunañ moarvat a vefe skrivañ "emañ ar gontelezh e (pe e-barzh) ar rannvro...", evel ma kinnig Bianchi-Bihan amañ uheloc'h. A galon, --Llydawr 25 Du 2008 da 23:07 (UTC)
N'eo ket ret lakaat bep tro : Kelliwik lec'hiet e Kernev-Veur ! Kelliwik e Kernev-Veur zo kalz gwelloc'h brezhoneg. Din-me. Hag ober ri evel a gari. Bianchi-Bihan 24 Kzu 2008 da 16:23 (UTC)
Diwar-benn ar rummadoù (adarre)
[kemmañ ar vammenn]Demat,
Goulennoù am boa savet en davarn a-zivout ar rummadoù, nijet kuit, n'ouzon dare perak. N'ouzon ket hag-eñ e talvezfe ar boan lakaat pennadoù 'm eus savet nevez zo e rummadoù : diwar-benn ar re a sell ouzh kontelezhioù Bro-Saoz, liammoù zo dija war-zu an holl bennadoù-se er pennad Kontelezhioù Bro-Saoz. D'ober petra neuze ur rummad ? Heñvel evit kêrioù Kernev-Veur, p'emaon e soñj krouiñ ur roll eus holl barrezioù keodedel Kernev-Veur. D'ober petra adarre ur rummad en degouezh-mañ ?
Trugarez
Meven 10 Gen 2009 da 15:58 (UTC)
Sabir
[kemmañ ar vammenn]Ne gavan ket dereat e rafes dismegañs ouzh ar vrezhonegerien a labour amañ, hag a oar skrivañ difazi, dre ober sabir eus ar brezhoneg, war zigarez ne blij ket dit un doare da gaozeal ha n'eo ket da hini. Bianchi-Bihan 5 Mae 2009 da 16:50 (UTC)
Salud. Din da c'houzout n'em eus betek-hen biskoazh adanvet pennadoù savet gant tud all. Tro 'm eus bet d'ober eveziadennoù er C'haozeadennoù ha da ginnig kemmoù a-wezhioù (diwar-benn stummoù an anvioù-lec'h da skouer pe diwar-benn dodennoù all). Dizereat e kavez va doareoù, emezout ? Ha petra soñjez eus mont a-enep ali an aozerion en desped dezho ? Fentus e c'hallfe dont da vezañ ma krogfen me ivez d'ober kement-all !
Meven 6 Mae 2009 da 06:40 (UTC)
Dael ar Rouantelezh Unanet
[kemmañ ar vammenn]Salud dit ! Ne ran fae war hini ebet eus al labourioù zo bet graet evit ar brezhoneg, na war labour SADED na war al labourioù all. Displeget em eus dija, war bajenn gaozeal ar pennad Parlamant Europa (Dael Unaniezh Europa, ma kerez) perak e kavan gwelloc'h ober gant "parlamant", ur ger anavezet-mat e brezhoneg abaoe kantvedoù. Netra muioc'h. Evit da bennad Dael ar Rouantelezh-Unanet, din da c'houzout, ne'm eus ket cheñchet an titl anezhañ. Ne'm eus graet nemet krouiñ un adkas a roy an tu d'an dud a glasko Parlamant ar Rouantelezh Unanet da gavout ar pennad. A galon, --Llydawr 15 Mae 2009 da 16:31 (UTC)
Bro-Saoz
[kemmañ ar vammenn]Un ali: [[1]]. Bianchi-Bihan 17 Mae 2009 da 02:11 (UTC)
Urzh
[kemmañ ar vammenn]Urzh ar galleg ne dalv ket e brezhoneg. Skrivañ a rez
- E-pad e ren e stagas ouzh e diriadoù Powys e 854 ha Seisyllwg e 872. E brezhoneg reizh e teu ar renadenn eeun eeun a-raok ar re all.
- oc'h unvaniñ evel-se ar pep brasañ eus Kembre, idem
- o vezañ neuze rannet etre e vibion: n'haller ket dispartiañ bezañ ha rannet gant un adverb. A galon. Bianchi-Bihan 27 Mae 2009 da 12:22 (UTC)
Pennadoù gante da ditl anvioù kembraek
[kemmañ ar vammenn]Hoc'h ali, mar plij
[kemmañ ar vammenn]Pedet out, ebvel an holl re genlabourerion/ezed all evel-just ha dreist-holl are re bet labouret war an dachenn resis-mañ, da reiñ da ali amañ. A galon, Neal (Kaozeal) 7 Mez 2009 da 15:01 (UTC)
Lakaet war evezh
[kemmañ ar vammenn]Da skrivañ a ran evel merour evit da lakaat war evezh. N'eus bet kemeret diviz da vat war an dachenn-mañ c'hoazh met evel merour em eus kemeret un diviz da c'hortoz evel m'emañ displeget amañ. Ne dalv ket dre ret m'eo hemañ an diviz a vo lakaet e plestr da vat da c'houde hervez ali ar genlabourerion a fell dezhe reiñ o soñj diwar ar c'hraf-mañ, met keit ha ne vo ket bet tizhet ur c'hememglev a-stroll e ranko an holl doujañ ouzh an diviz da c'hortoz, bet kemeret evit mont e-bioù d'ur brezel-embann. Kemeret eo bet an diviz-se ganin o toujañ ouzh ar boazioù aliesañ a gaver war ar raktres-mañ betek-hen war tachennoù heñvl ha n'eo ket war diazez ur varnadenn bersonel o tennañ da boell an eil sav-poent pe egil, rak evel merour n'em eus ali ebet da reiñ. Ma vo kemmet c'hoazh ur pennad all ganit o lakaat an destenn en ur yezh estreget ar brezhoneg pe c'hoazh o kemmañ an titl pe c'hoazh o sevel pennadoù nevez gante titloù na doujont ket ouzh an diviz da c'hortoz o tennañ da implij ar stummoù kembraek orin e ranko bezañ prennet da gont ganin e-pad ur prantadig. Neal (Kaozeal) 7 Mez 2009 da 15:01 (UTC)
Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)
[kemmañ ar vammenn]Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 19:41 (UTC)
Lakaet war evezh
[kemmañ ar vammenn]
Lakaet war evezh An implijer-mañ zo bet lakaet war evezh gant unan eus ar verourion peogwir ne glote ket e emzalc'h gant unan eus pennaennoù diazez ar raktres-mañ. |
Pediñ a ran ac'hanout evel merour ma'z on da chom a-sav da gemmañ "lec'hienn ofisiel" evit "load kefridiel" evel m'ac'h eus graet en nouspet pennad rak daoust ha ma c'hell an implijer/ez-mañ'n-implijer/ez kemmañ-digemmañ danvez ar penandoù e rank hen ober evit o reizhañ pe evit o finvidikaat ha n'eo ket evit eilpennañ dibaboù termendurel. Eilpennet eo bet ar c'hemm-se bet kaset da-benn ganit. Gwell e vefe leuskel anezhañ evel m'emañ bremañ dre ma n'eus reolenn ebet ma rankfe bezañ kemmet, rak a-hendall e ranko bezañ stanket da gont ouzhit. A galon, Neal (Kaozeal) 7 Gwe 2009 da 16:14 (UTC)
Demat Neal, ha laouenn on da welout emaout dihun pe distro eus da ehanoù.
Me 'grede e oas klañv pe varv zoken marteze. Ha koulskoulde am boa kaset dit -ha d'ar verourion all- nousped kemenadenn da c'houlenn diganit kemer diarbennoù da herzel ouzh Vianchi-Bihan da genderc'hel d'ober e reuz war Wikipedia. Bremañ 'p eus adkavet daveoù va fajenn-kaozeadennoù war a hañval. Respont ebet am boa bet d'am goulennoù betek-hen avat. Ha ret eo adlakaat da soñj eus petra ez eus anv ? Vandalerezh dizehan gant Bianchi-Bihan a-benn va herzel da embann pennadoù, war pennadoù krouet ganin pe war zegasadennoù krouet ganin (kêrioù eus Kernev-Veur pe kontelezhioù Bro-Saoz, da skouer). D'am eno e c'halles gwiriekaat istor ar pennadoù. Sell 'ta da skouer petra eo ar stumm kentañ, etre an droienn vrezhonek Load kefridiel hag ar stumm gallek officiel (skrivet gant ur fazi war ar marc'had : daoust din na vezañ gwall varrek war ar galleg ne soñj ket din e vefe skrivet ofisiel er yezh-se). En ur pennad kent ez embannnes "ne savez ket bepred a-du gant Bianchi-Bihan". Ha koulskoude, petra 'p eus graet evit e herzel da genderc'hel e reuz ? Kefridi ar verourion eo me 'gred seurt trevell-se, neketa ? Da wareziñ pennadoù vandalizet dizehan pergen. Me an hini en deus ranket adlakaat e brezhoneg daveoù loadoù kefridiel ensavadurioù zo. Abaoe ur prantadig ne c'hallan ober netra estreget se, gant aon rak bezañ vandalizet adarre, abalamour d'ur beulke dizesk nul e live kefredel feuket pa ziskouezer e zioueziegezh.
Neuze, ha ur wezh adarre : petra emaout e soñj ober evit lakaat Bianchi-Bihan da baouez e reuz ? Pegoulz e vo skarzhet eus Wikipedia brezhonek ?
Meven 9 Gwe 2009 da 12:53 (UTC)
- Na glañv na varv - traoù all dober nemetken. Ne vern e gwirionez gant piv eo bet krouet ur pennad, rak n'emañ ket an oberor/ez kentañ perc'henn/ez warnañ, daost ha ma c'heller mnt e daremred gantañ/i mar fell da unan bennak kemmañ traoù a-bouez. Betek-hen eo bet graet war r wikipedia gant "lechienn ofisiel", anavezet d'am soñj gant ar darn vrasañ, hag evel-hen e vo graet dre voaz betek ma v bet kemeret un dviz kontrol mar bez ezhomm. Ne gemmin ket an diviz bet kemeret ganin. Ret e vo dit goulenn ali ouzh ar verourion all. A galon, Neal (Kaozeal) 9 Gwe 2009 da 13:10 (UTC)
Stanket
[kemmañ ar vammenn]Siwazh din em eus ranket serriñ da gont e-pad ur prantadig, amzer dit da sioulaat un tammig. Lakaet out bet war evezh dija ha bremañ ec'h ez da gununjenniñ implijerion all o skrivañ "Va fajenn-kaozeadenn eo. Ar wiz tev n'he deus netra d'ober eno"([2]). Re 'zo re. Betek goût ivez, n'out ket te perc'henn na war ar pennadoù bet boulc'het ganit pe labouret warne ganit na zoken war da bajenn-gaozeal te e gwirionez, rak an holl bajennoù-kaozeal a zo rannoù eus ar raktres en e bezh ha n'eo ket gwir ma c'heller ober ar pezh ac'h eus c'hoant gant ar bajenn-se. War a welan ec'h eus kavet mat lakaat da anv war ar renk evit dont da vezañ merour: ha sur out ec'h ouzez mat a-walc'h e gwirionez penaos ec'h a en-dro ar wikipedia. Stanket eo bet da gont e-pad ur sizhunvezh, amzer dit da brederiañ ha da adlenn ar pennreolennoù. A galon, Neal (Kaozeal) 10 Gwe 2009 da 10:56 (UTC)
Margodenniñ
[kemmañ ar vammenn]
Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ. Difennet groñs eo margodenniñ ha goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ. Stanket e vez diouzhtu ha da viken an holl gontoù implijet evit margodenniñ hag an IPoù liammet oute. Neal (Kaozeal) 13 Gwe 2009 da 08:48 (UTC)
Stankadenn nevez
[kemmañ ar vammenn]Kenlizher bet skignet gant Meven
[kemmañ ar vammenn]E ser an dilennadeg
Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[3]
Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?
Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?
Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[4]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[5] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...
Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...
Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.
E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant ..., Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha ... (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha ... gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha ... gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[6] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !
Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !
Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?
Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...
Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.
DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !
Meven 2 Her 2009 da 15:29 (UTC)
Respont d'ar c'helc'hlizher bet embannet gant Meven
[kemmañ ar vammenn]Ay on skuizh.-tre gant da emzalc'h hag ar fed ma n'out ket gouest war a seblant da chom a-sav da glask plantañ reuz bewezh ma welez ne deuez ket a-benn d'ober hervez da c'hoant-te.
Da gentañ-holl: n'eo ket rediet ar verourion da c'houlenn asant ar gumuniezh evit lakaat da dalvezout pennaennoù diazez pe divizoù bet kemeret a-stroll. O dever eo zoken o lakaat e plesutr. O dever eo ivez klask mont e-bioù da brezelioù-emgann.
Disoc'h an enklaskl IP: ne oa ket bet implijet an hevelep IP. Ar gwir o deus ar verourion da c'houlenn ma vefe kaset da-benn seurt gwiriekadennoù ha ma vez asañtet gant an dud gante ar galloudoù d'hen ober eo peogwir e vez roet abegoù mat. N'eo ket peogwir e vez implijet IPoù disheñvel, evel-just, avat, mat tiskwel eo bet graet war-dro gant implijerion disheñvel.
Evel ma oar an holl m'o deus bet tro da labourat war ar raktres-mañ n'on ket bet a-du gant Bianchi-Bihan atav ha gwir eo e oa bet stanket e gont outañ ganin zojken evit bezañ torret reolennoù mont-en-dro ar wikipedia. Pezh 'zo ret anzav ivez eo eo kemmet e emzalc'h abaoe (ouzhpenn bloaz 'zo p'am bez soñj mat) ha n'en deus bet dizempglevioù ganit nemetken ha n'eo ket gant implijerion/ezed all. Labourat en deus graet start hag hen ober a ra c'hoazh evit kas ar wikipedia war-raok. Goût mat a ra ivez penaos ec'h a en-dro abaoe an amzer m'az eus bet anezhañ un implijer eus ar re oberiantañ. Ne gav ket din eo dont da vezañ merour ar pezhh en deus klasket, rak gellet en dije lakaat e anv ar wezh diwezhañ ha n'en doa ket graet. Ar gwir en deus da lakaat e anv war ar renk koulz hag an implijerion/ezed all, met betek goût n'en deus ket graet: KINNIGET E OA BET GANT IMPLIJERION ALL. Disheñvel-mik, neuze, eus ar fed m'ac'h eus te en em ginniget da-unanig penn. Ha ar gwir ac'h eus d'hen ober ivez.
Un dra a diskwel sklaer a ra da emzalc'h hag da evezhiadennoù tagus ha kunujennus (da skouer: "Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous") : n'ouzez ket penaos ec'h a en-dro ar wikipedia. Disklêriet ganit ec'h eus da bal "stourm a-enep" da vBianchi-Bihan a laka sklaer-kenañ penaos emañ an traoù. Ha bremañ e klaskez lakaat an dud da grediñ ec'h on-me "e dorn Bianchi-Bihan". Re bel, out aet ganti. Serret eo bet da gont ouzhit e-pad 3 miz ha skarzhet e vi diouzh renk ar danvez-merourion.
Ar gwir ac'h eus evel-just da vont e darempred gant unan eus ar verourion all evit goulenn o ali-hu.
Respont Kadbzh
[kemmañ ar vammenn]Trawalc'h gant ho tagadennoù. N'on ket Bianchi-Bihan. Lennit ar pezh zo bet degaset ganin, c'hwi welo splann an diforc'hioù yezh a vez etrezomp. Klaod. Kadbzh 14 Her 2009 da 15:38 (UTC)
- 'Rez ket bil. Stanket eo bet e gont da viken (sur-mat e klasko krouiñ reoù all...). Ya, skuizhus-tre eo bezañ taget dizehan evel-hen. Me 'gvfe din e vije bet sklaer a-walc'h diouzh hon doare bezañ hag an dizemglevioù 'zo bet etrezomp ne oa ket me ha Bianchi-Bihan an hevelep den, daoust ha ha c'hellomp dont a-benn d'hon c'henemglevet war dachenn-pe-dachenn. Ha ken sklaer all ec'h eo tud disheñvel B-B ha te... Ar gwir o deus an implijerion/ezed da implijout lesanvioù, ha n'eus netra da lâret p'o greont. Diouzh ma zu-me, avat, eo sklaer-kenañ piv on-me. Neal (Kaozeal) 14 Her 2009 da 16:03 (UTC)
- Me 'zo a-du ganeoc'h. Me 'zo skuizh gant kemenadennoù Meven. C'hoant am befe displegañ un nebeut traoù. Lavaret en deus e saven a-du gant tuad B-B (da gentañ penn n' ez eus ket eus tuadoù, ni 'zo holl kenlabourerien, hag ouzhpenn n'eo ket wiki ul lec'h emgann) dre ma 'z hon bet evit skarzhañ Meven eus ar votadeg goude e emzalc'h. Tu 'zo bezañ kemeret un diviz hep bezañ evit un tu pe unan all. Pa 'm boa respontet-se e oa just un afer a boell, ne vezer ket merour pa ne vez ket an emzalc'h a zere. Meven paouez da lakaat reuz war wikipedia, un dachenn frank hag evit an holl eo, un dachenn labour (ha plijadur ivez a-wechoù) ha n'eo ket ul lec'h tabut. --Y-M D 14 Her 2009 da 16:39 (UTC)
- Gouzout a ra Meven piv eo an dud, neuze ne lavar se nemet evit c'hoari e abostol hagar stourmer evit ar frankiz, "dieuber ar wikipedia" emezañ. Goulenn a ray sikour ar C'hallaoued da zieubiñ ar vro gante? Gwelloc'h paouez gant ar gaoz-se amañ e pajenn merzher ar frankiz, ha kendelc'her el lec'h dereat nemetañ zo dre amañ: en davarn. Bianchi-Bihan 15 Her 2009 da 04:22 (UTC)
- Me 'zo a-du ganeoc'h. Me 'zo skuizh gant kemenadennoù Meven. C'hoant am befe displegañ un nebeut traoù. Lavaret en deus e saven a-du gant tuad B-B (da gentañ penn n' ez eus ket eus tuadoù, ni 'zo holl kenlabourerien, hag ouzhpenn n'eo ket wiki ul lec'h emgann) dre ma 'z hon bet evit skarzhañ Meven eus ar votadeg goude e emzalc'h. Tu 'zo bezañ kemeret un diviz hep bezañ evit un tu pe unan all. Pa 'm boa respontet-se e oa just un afer a boell, ne vezer ket merour pa ne vez ket an emzalc'h a zere. Meven paouez da lakaat reuz war wikipedia, un dachenn frank hag evit an holl eo, un dachenn labour (ha plijadur ivez a-wechoù) ha n'eo ket ul lec'h tabut. --Y-M D 14 Her 2009 da 16:39 (UTC)