Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 50, bloaz 2010

Eus Wikipedia

13/12/2010 — 19/12/2010

Skrivañ un dra bennak en hanterkantvet sizhun eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Ata pase poent eo echuiñ gant an afer-se da vat, abaoe kement amzer ma vezomp gant ar gudenn-se. Adsevel ar ran ur wech ouzhpenn ar goulenn hag a zo e-kreiz ar jeu. Peseurt dibab 'vo graet ? Ha penaos ?
Menegiñ a ran ur wech c'hoazh ar memes ar pezh a welan-me. Votet 'zo bet gant nebeut a dud (distabil ha bresk an dibab eta), hag ar votoù 'zo bet ne lakont ket ur c'hinnig da dalvezout muioc'h evit unan all (ouzhpenn-se ne c'hellont ket kenvevañ, an eil pe egile e vo). Ur wech c'hoazh, ha ne vefe ket ar furañ asten an traoù e-pad un nebeut devezhioù da sklaeraat pep ra ? A galon --Y-M D (kaozeal) 13 Kzu 2010 da 17:53 (UTC)[respont]

Pa sellan ouzh an danvez a zo bet lakaet n'eo ket trawalc'h evit sevel 2 bennad d'am soñj. Pe e vo ouzhpennet traoù, pe e vefe furoc'h kendeuziñ an 2. A galon --Y-M D (kaozeal) 13 Kzu 2010 da 18:08 (UTC)[respont]

Pa welan an danvez e kavan ez eus ezhomm eus an daou bennad. Bianchi-Bihan 13 Kzu 2010 da 18:17 (UTC)[respont]

Treut-tre e kavan ar pennad Istor Meudig, ha dre ma 'zo kaoz eus ul levr resis e c'hellfe bezañ savet ur rann er pennad all. Nann ? --Y-M D (kaozeal) 13 Kzu 2010 da 18:33 (UTC)[respont]

Treut eo evit poent peogwir e labouran ma-unan. Niverusoc'h eo an dud o klask abeg eget al labourerien. Hiroc'h an teodoù eget an daouarnioù. Bianchi-Bihan 13 Kzu 2010 da 18:43 (UTC)[respont]

Spi 'm eus ne soñjez ket emaon o klask abeg, n'eo ket tamm ebet va zro spered war pennad-se. Gwelet 'm eus anezho ha setu en em c'houlennen hag ezhomm 'oa rannañ an traoù, tra-ken.
Gwir eo ne vez ket niverus kenañ al labourerien er mare-mañ war hor wiki-ni. A galon Y-M D (kaozeal) 13 Kzu 2010 da 18:57 (UTC)[respont]

9 fennad nevez dec'h, 6 ganin. N'hallan ket tapout e pep lec'h. N'eo ket difennet hiraat ar pennadoù kavet re verr. Bianchi-Bihan 18 Kzu 2010 da 01:06 (UTC)[respont]

Udb a-dreuz gant ar voest "succession box", a zo gourel. Bianchi-Bihan 18 Kzu 2010 da 01:01 (UTC)[respont]

Iskis anv ar rummad-se, 'gavan. Bianchi-Bihan 18 Kzu 2010 da 09:05 (UTC)[respont]

Digomprenus, da ziverkañ. Bianchi-Bihan 18 Kzu 2010 da 15:49 (UTC)[respont]

Lezomp an den echuiñ e bennad a-raok, kenderc'hel a ra da labourat diouzh gwelet.--Trec'hlid mitonet 18 Kzu 2010 da 16:32 (UTC)[respont]

Marteze re hir... ne vije ket mat ober ur pennad lec'hanvioù hag ur pennad tud? Bianchi-Bihan 18 Kzu 2010 da 19:01 (UTC)[respont]