Roazhoneg

Eus Wikipedia

Ar roazhoneg a vez lavaret gant un niver bihan a dud eus ar brezhoneg komzet e Bro-Roazhon. N'eus ket ur ster skiantel d'ar ger, rak n'eus ket a studi gwirion anezhañ, nemet meneg eus ar ger amañ hag ahont.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ijinet e vije bet ar ger, a-raok an Eil Brezel-bed, gant tud eus Breizh-Izel, e Kelc'h Keltiek Roazhon, da ober goap eus an nebeudig Roazhoniz a zeske brezhoneg ha ne oant ket gouest da gomz e doare Breizh-Izel, ken iskis e kavent klevout brezhoneg gant pouez-mouezh gallek.(Daveoù a vank).

Diwar ar c'hemmeskaj-se eo ganet ur wir rann-yezh nevez a zo bet anvet gant tud 'zo « ar roazhoneg » pe Brezhoneg Roazhon.

Alan al Louarn, Ur Brezhoneg nevez : ar « Roazhoneg », Arvor, 27 C'hwevrer 1944, p. 1[1]


Emañ ar « Roazhoneg » o teurel gwrizioù e kerioù all Breizh-Uhel. Tra vev eo ur yezh : kreskiñ hag ober berzh a ra, pa vez graet war he zro ; ha kivizañ ha mervel, pa vez dilezet.

Y.-D., Dinan c'hlas hag ar brezhoneg, Arvor, 19 Meurzh 1944, p. 1[2]


E dibenn ar bloavezhioù 1960 e veze implijet ar ger da ober anv eus brezhoneg bugale an dud-se, savet e Roazhon, hag a gomze brezhoneg levezonet gant ar galleg a-wechoù, pouez-mouezh, troiennoù, hag all.

Hiziv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hiziv e plij da dud zo ober an anv-se eus ar brezhoneg a vez komzet pe kelennet e Roazhon dre vras, diwar fent ha netra ken.
A-wechoù avat e vez roet sterioù siriusoc'h a bep seurt d'ar ger ouzhpenn.

Roazhon fall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darn a gav e rank bezañ fall ar brezhoneg e Roazhon dre natur, pe n'eo ket gwir vrezhoneg a vije komzet eno[3]. Hervezo n'halljed ket komz na kelenn brezhoneg mat e Roazhon. Trawalc'h e vije bezañ e Roazhon evit komz brezhoneg fall.

Kavout a reer ivez tud hag a fell dezho lakaat ar vrezhonegerien da devel e Roazhon, pe da zilezel o yezh: lod war zigarez n'haller kaozeal nemet brezhoneg fall e Roazhon, lod all peogwir eo impalaerouriezh komz brezhoneg er-maez eus Breizh-Izel. Komz galleg e Breizh-Izel avat, n'eo ket heñvel.

Studierien zo, e skol-veur Roazhon, a implij ar ger, a-wechoù, d'ober anv eus geriennoù pe troiennoù lavaret dezho gant kelennerien. Ar geriennoù-se a vije enebet, hervezo, ouzh brezhoneg Breizh-Izel, evel implij ar gerioù dremm, skopañ, holl/fas, krachañ, tout, ha re all. En un tu e vije neuze ur brezhoneg ar bobl, gallekaet ha dereat, e Breizh-Izel hepken, hag en tu all ur brezhoneg roazhonat, lorc'hus, dinatur, e Breizh-Uhel. Darn a ya ivez betek kaout disfiz ouzh brezhoneg al levrioù, pe ouzh kement tra skrivet zoken, rak n'eo ket el levrioù nag er skolioù e tlejed deskiñ brezhoneg, kement-se ne vije mat nemet evit ar yezhoù all.

Darn all ivez a gav ne vije ket dereat kelenn brezhoneg er-maez eus Breizh-Izel. Adimplijet e vez an arguzenn-se goude, gant politikerien, evit enebiñ ouzh skolioù Diwan pe klasoù divyezhek e Bro-Roazhon.

Tud zo a gomz eus roazhoneg evel eus ur rannyezh nevez, ouzhpenn re Leon, Treger, Kerne ha Gwened. Kement-se a vez kavet dismegañsus alies gant brezhonegerien ar vro, ha muioc'h c'hoazh gant tud eus Breizh-Izel o chom e Roazhon.

Koulskoude ez eus daou seurt brezhoneg, da vihanañ, e Roazhon: an hini a vez komzet gant tud o deus desket e Breizh-Izel, tud deuet eus Breizh-Izel peurvuiañ, hag a c'hall bezañ mat pe fall, hag an hini a vez komzet gant tud eus Roazhon pe lec'h all, hag a c'hall bezañ mat pe fall ivez.

Komzet e vez eus leoneg e Bro-Leon, eus kerneveg e Bro-Gerne, eus tregerieg e Bro-Dreger, eus gwenedeg e Bro-Gwened, eus roazhoneg e Bro-Roazhon, hag eus naonedeg e Bro-Naoned (Daveoù a vank).

Kleub[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaoz a vez forzh eus roazhoneg e foromoù zo.

Dismegañsiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un toullad gerioù dismegañsus diwar-benn ar yezh zo bet fardet evel-se en XXvet kantved : falc'huneg, skolveurieg, assimileg, zedacheg, hemoneg, gwalarneg, diwaneg, sadedeg, brezhoneg beleg, brezhoneg al levrioù.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. En-linenn
  2. En-linenn
  3. Rennes, capitale de la Bretagne, donc identitairement bretonnante. Et vouée au culte du «roazhoneg», variante d'un breton imaginé, langue ethniquement pure de la nation bretonne, désormais enseignée partout, y compris à Cesson-Sévigné, rebaptisé Saozon-Sevigneg, Betton, rebaptisé Lanvezhon, Guichen, devenu Gwizien, en attendant la celtisation intégrale de Rennes-Métropole. Françoise Morvan, Libération, Sadorn 19 a viz Meurzh 2005.