Plymouth (Bro-Saoz)

Eus Wikipedia
Plymouth, e kontelezh Devon, e Bro-Saoz, tostik da Gernev-Veur. Kartenn e kerneveureg.
An Hoe, en Plymouth
Kartenn alaman eus Plymouth e 1888

Plymouth (distaget [ˈplɪməθ] e saozneg ; distaget Plimout alies gant ar Joniged) (Aberplymm e kerneveureg), zo ur porzh bras e Bro-Saoz e kontelezh Devon, er reter da g-Kerne-Veur. Brudet eo evel porzh-brezel dreist-holl dre m'eo an hini brasañ en Europa ar c'hornôg.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a rafe anv kêr eus anv ar stêr Plym mouth, genoù e saozneg. Savet eo an anv kerneveurek gant aber ha Plym, skrivet Plymm gant lod.


Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ kêr Plymouth etre ar stêr Tamer er c'hornôg, hag ar stêr Plym er reter, en ur pleg-mor a ra anezhi unan eus brasañ perzhier naturel er bed. Se zo kaoz e oa ur goudor eus ar c'hentañ evit ar morlu saoz.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus Plymouth e tivroas an dud anvet pilgrims da Amerika en 1620 war al lestr Mayflower, hag eno e voe savet trevadenn Plymouth gante ha kêr Plymouth, e Massachusetts.


Statud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe ar 1añ Ebrel 1998 ez eo un Amaezherezh unvan disrannet diouzh kontelezh amaezel Devon, daoust dezhi chom en he c'hontelezh lidel, e Bro-Saoz,

Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet pe gevellet eo ar c'hêrioù-mañ gant Plymouth:

Darempred zo ivez gant :

Da Vreizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lestr-treizh a zo da vont a-dreuz Mor Breizh eus Plymouth da Rosko.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.