Santander (Spagn)
Neuz
Santander zo ur gêr hag ur porzh bras en arvor hanternoz Spagn. Kêr-benn kumuniezh emren Kantabria eo. Sevel a rae poblañs Santander da 179 921 a dud e 2011, tost d'un drederenn eus poblañs Kantabria.
En amzer ar Romaned e oa anavezet kêr gant an anv Portus Victoriae Iuliobrigensium.
Kresket eo kêr diwar ar porzh, unan goudoret mat. Ur porzh a bouez e oa evit Rouantelezh Kastilha er Grennamzer ha kenwerzh a rae gant trevadennoù spagnol Amerika goude. Hiziv ez eus ul linenn listri a ya alese da Blymouth e Bro-Saoz.
E 1941 e voe un tangwall bras e Santander. Ne voe lazhet nemet un den met distrujet e voe tiez e-leizh, e kreiz kêr dreist-holl.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Seve Ballesteros (1957–2011), c'hoarier golf
- María Gutiérrez Blanchard (1881–1932), livourez
- Matilde Camus (1919-2012), barzhez
- Marcelino Menéndez Pelayo (1856-1912), skrivagner hag istorour.
- Concha Espina (1869-1955), skrivagnerez
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ti-kêr Santander (e spagnoleg)