Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 05, bloaz 2014

Eus Wikipedia

27/01/2014 — 02/02/2014[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun eus 2014 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Treuzfurmet eo bet titloù ar pennadoù Gwenan ha Merien, da lakaat unanderennoù en o lec'h. Ne gav ket din e vefe un dra vat. Adkasoù war an tu all a zlefe bezañ kentoc'h. Gant ar furm-stroll, ar furm diazez evit ar gerioù-se, e reer er pennadoù-se o-unan, evit komz diwar-benn an amprevaned-se. Hag heñvel a reer ivez e pennadoù laou, koumoul, gwinizh, kerc'h ha me 'oar-me. --Llydawr (kaozeal) 28 Gen 2014 da 07:42 (UTC)[respont]

Gwir eo ez implijer al liester evit komz en un doare hollek, kontrol d'ar galleg : la pomme est un fruit à pépins > frouezh splusek eo an avaloù. Gant gwir abeg eo bet kemmet an talbennoù-se koulskoude, e kemperzh un holloueziadur (pe ur geriadur) : en unander e vez ar penngerioù. Gwelit pennad ar miz : bleiz gris, n'eo ket "bleizi gris", hag an darn vrasañ eus ar pennadoù ; ur fazi zo avat e Mirdi ar bleiz ar C'hloastr-Plourin, a rankfe bezañ anvet Mirdi ar bleizi rak emichañs n'eus ket bet 1 bleiz hepken e Breizh. Mikael Abiven, Kleder.

Ne oa ket da ober hep goulenn ali an dud all, rak kaoz zo bet eus se dija, ha divizet e oa bet ober gant gwenan ha merien. Abeg a-walc'h da adlakaat anezho en o stumm kentañ, a-raok adkregiñ gant ar gaoz, ha kemmañ diouzh ezhomm neuze ma'z eo ali an darn vrasañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Gen 2014 da 17:26 (UTC)[respont]
Arabat kemmeskañ liester ha strollder. Reizh e kavan lakaat anvioù stroll da ditl d'ar pennadoù meneget uheloc'h ha mat eo bet kavet e-pad meur a vloaz gant an darn vrasañ eus kenlabourerien ar Wikipedia brezhonek, diouzh a welan. Er geriadurioù brezhoneg e vez graet heñvel, n'eo ket an unanderennoù a vez lakaet da benngerioù evit gerioù evel "koumoul", "geot", "kelien"... Er Wikipediaoù e yezhoù all e kaver anvioù-stroll pe hollek da benngerioù ivez (en:News, de:Geflügel). N'eus netra souezhus gant an dra-se. --Llydawr (kaozeal) 29 Gen 2014 da 17:40 (UTC)[respont]

A-du ez on penn-da-benn gant Llydawr ha Bianchi-Bihan : n'hall den ebet ober 'r seurt kemmoù e-unan-penn hep goulenn ali ar genlabourerien all. Ouzhpenn-se ez a ar c'hemmoù-se a-c'hin d'hon yezh ma vez renet an unanderenn diwar ar strollder !!! Goulenn a ran eta ma vo adlakaet an holl bennadoù-se evel m'edont kent.--Prieladkozh (kaozeal) 29 Gen 2014 da 18:04 (UTC)[respont]

Gwelloc’h eo Gwenan eget Gwenanenn ivez d’am sonj. Ad absurdum cheñchet e vo Stadoù-Unanet e Stad-Unanet ?
Pelec’h emañ skrivet ar reolenn / divizoù ? (ne vez ket kavet ar brezhoneg e-barzh d:Q3186256).
A galon, VIGNERON (kaozeal) 29 Gen 2014 da 18:11 (UTC)[respont]

Gwelloc'h e vefe kenderc'hel gant an anvioù-stroll, d'am sonj --Morgane44 (kaozeal) 29 Gen 2014 da 18:19 (UTC)[respont]

Me gav din ivez e vefe gwelloc'h chom gant an anvioù-stroll pa z'eus deus outo. Me bon, n'on ket evit kannañ evit-se kenebeut. Me gav pouezusoc'h ma vefe bouetaet un tamm muioc'h ar pennadoù kentoc'h. Splujer (kaozeal) 29 Gen 2014 da 19:21 (UTC)[respont]

A-du krenn on gant ar pezh zo bet lavaret a-raok, implijet e vez an anv e stumm stroll evit an amprevaned, ha reizh eo neuze din-me da lakaat an anvioù-se evel titl ar pennadoù. E geriadurioù brezhonek e vez graet e-giz-se, neuze ne zeu ket diwar netra. Gwir eo ne vez ket graet gant holloueziadurioù zo e yezhoù all, met n'eo ket ret heuliañ reolennoù ar yezhoù all dreist holl pa vez reolennoù e brezhoneg dija. Lekemok (kaozeal) 29 Gen 2014 da 20:36 (UTC)[respont]
A-du gant LLydawr. Faziañ a ra Sad Edgar ha Mikael Abiven pa gomzont eus liester diwar-benn "gwenan" ha "merien". --Yun (kaozeal) 2 C'hwe 2014 da 06:14 (UTC)[respont]
Da heul ur giminiadezh digant Llydawr (29 Gen 14)
OK, plegañ a ran da ali ar muianiver, met n'on ket a-du.
Ne c'hallan ket displegañ ma soñj gwelloc'h eget ar pezh a zo bet skrivet gant Mikael Abiven eus Kleder amañ a-uc'h : gant soñj an holloueziadurioù hag ar geriadurioù eo em boa kemmet an talbennoù.
Dav e vije d'ar muianiver klask gouzout perak e kas Stered da Steredenn, Moc'h da Bemoc'h, Logod da Logodenn, a-douez skouerioù all, pa ranker chom gant Gwenan ha Merien hervez ul lezenn digempoell hag enep-geriadoniel n'em eus kavet roud ebet anezhi er c'hendivizoù reolata (sic) ; ezvezant eo ar bajenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Gerioù boutin bepred, a hent all.
Bezit asur ne gemmin talbenn ebet biken, zoken pa welin sotonioù anat (bout zo). Trawalc'h a labour zo da ober evit kas ar Wiki-mañ war-raok, n'eus ket amzer da goll, a-du gant Splujer.
Sad Edgar (kaozeal) 29 Gen 2014 da 20:32 (UTC)[respont]

Kavout a ran gwall souezhus lenn ar ger plegañ er respont bet kaset gant Sad Edgar ! Plegañ ? Gwelloc'h e vije bet en em c'houlenn kent ha reizh e oa peurober ar c'hemmoù-se hep goulenn ali tud barrekoc'h war an danvez, ha bez' 'zo amañ hep mar ebet.--Prieladkozh (kaozeal) 30 Gen 2014 da 09:07 (UTC)[respont]

Mat. Sklaer eo soñj an darn vrasañ eus an dud. Adlakaat a ran an titloù orin eta, Gwenan ha Merien. --Llydawr (kaozeal) 30 Gen 2014 da 17:36 (UTC)[respont]

Roll pennadoù gant -enn[kemmañ ar vammenn]

Setu roll « kriz » an 2595 pennad gant « enn » :

Evel-just emañ e-barzh ar roll-mañ un nebeut « faux-positifs » (anv divoutin evel Bosenn, Étienne pe Pennsylvania).

Neuze pegoulz eo ret implij unanderenn ha strollder ? Petra eo ar reolenn ? A-wezhioù eo anat met n’eo ket sklaer atav. Ne vefe ket fall da krouiñ ur bajenn resis evit displegañ penaos dibab titl ar pennadoù.

Cdlt, VIGNERON (kaozeal) 30 Gen 2014 da 12:17 (UTC)[respont]

Pa siler ar roll evit mirout an unanderennoù (ar re savet dre stagañ "-enn" ouzh an anv-stroll) ne chom ket kalz a bennadoù ken :
--Yun (kaozeal) 2 C'hwe 2014 da 08:37 (UTC)[respont]

La charte européenne des langues régionales[kemmañ ar vammenn]

Bremañ ne gemerer ket ar boan da reizhañ al liammoù etrewiki: terriñ anezho krak! : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Anne-Marie_Le_Pourhiet&diff=1552846&oldid=1552845 Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 C'hwe 2014 da 12:58 (UTC)

Echuet eo gant al liammoù etrewiki abaoe mizioù dija. Lâret e oa dit meur a wezh dija. Poent eo dit deskiñ penaos a zay en-dro Wikipedia…
Ouzhpenn, faos e oa al liamm etrewiki. Anvet eo fr:Anne-Marie Le Pourhiet ar bajenn pas fr:Anne-Marie Le Pourc'hiet.
A galon, VIGNERON (kaozeal) 1 C'hwe 2014 da 20:18 (UTC)[respont]
Al liammoù-se am bez ezhomm anezho evit tremen eus an eil yezh d'eben. Tennaén anezho zo mirout ouzhin da labourat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 C'hwe 2014 da 15:28 (UTC)[respont]
Ezhomm t’eus ur liamm a zay neblec’h ? Taol lagad
N’eus forzh penaos, ret eo implij Wikidata bremañ ! Torr-penn eo da lemel al liammoù didalvoud goude, labour-all m’eus d’ober. Ma vez implijet ar syntax kozh ganit c’hoazh e vi stanket.
Cdlt, VIGNERON (kaozeal) 2 C'hwe 2014 da 16:03 (UTC)[respont]
Aesoc'h eo lakaat liammoù etrewiki gant ar doare nevez a zo erruet, n'eus nemet klikañ war ouzhpennañ ur yezh, pe kemmañ al liammoù etrewiki (e saozneg eo c'hoazh d'am soñj), ha neuze e vo goulennet ur yezh ha lakaat titl ar pennad er yezh-se, ha krouet e vo ul liamm diouzhtu. Ma'z eus tud nec'het c'hoazh gant an dra-se e vefen kontant da sikour avat. Lekemok (kaozeal) 4 C'hwe 2014 da 20:00 (UTC)[respont]