Gant ar bajenn-mañ e klasker renabliñ ar pennadoù mat war Wikipedia e brezhoneg.
Mar en em gavit er Wikipedia brezhonek gant ur pennad a seblant deoc'h bezañ savet mat, e c'hallit ouzhpennañ anezhañ amañ. Pep hini a roio e soñj ha, ma vez kavet mat gant wikipedourien all ivez, e vo tu da renkañ anezhañ e-touez ar pennadoù mat.
E keñver pennadoù eus an dibab avat, n'eo ket peurvat c'hoazh ur pennad mat: tu zo d'e wellaat, d'e astenn, d'e glokaat, h.a. Al live "Pennad mat" a c'hell bezañ ur paz davet tapout ar meneg "Pennad eus an dibab".
Ur wech dilennet ur pennad da bennad mat, e vo ouzhpennet ennañ ar patrom {{Pennad mat}} e traoñv ar bajenn:
|
Anvet eo bet ar pennad-mañ da bennad mat dre ma tegas brud vat da Wikipedia, an holloueziadur frank, hollvedel ha digoust.
Evit gouzout hiroc'h, sellit ouzh roll ar pennadoù mat.
|
Hag ar steredenn mañ dre ar patrom: {{Steredenn pennad mat}}. Ar steredenn a ya drezi hec'h-unan en tu dehou, e laez ar bajenn.
0,1% eus ar pennadoù a zo "mat", a geidenn, war ar wikipediaoù dre vras.
Roll ar pennadoù (hag ar porchedoù) mat war ar wikipedia brezhonek[kemmañ ar vammenn]
An neb a fell dezhañ/i a c'hell lakaat pennadoù war ar renk evit bezañ anvet evel pennadoù mat. Lakait hoc'h ali, mar plij. Ur wech ma vo un ali sklaer a-berzh ar gumuniezh (d'an nebeutañ 5 ali a-du, hep enebadur kreñv) e tapo ur pennad steredenn wenn ar pennadoù mat. Mod all e vo diellaouet gant ur merour goude pemp ali enebet.
Pa kinnigit ur pennad evit bezañ anavezet evel mat, lakait ar patrom-mañ e traoñ ar bajenn: Patrom:KinnigPM.
- Un tamm labour a vije d'ober da wellaat ar yezh. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 08:55 (UTC)
- Me 'zo a-du ez eo ar pennad mat. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- KALZ labour a vije d'ober da wellaat ar yezh. N'eo ket mat ar pennad c'hoazh. --Katolik Breizh 10 Gou 2010 da 19:37 (UTC)
- Seizh vloaz goude n'eo ket bet gwellaaet ar yezh c'hoazh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Meu 2014 da 12:01 (UTC)
- Mat e vo pa vo bet reizhet hag eeunaet ar yezh: n'eo ket trawalc'h treiñ ur pennad, ret eo e vije komprenet gant al lennerien. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 09:38 (UTC)
- Seblantout a ra bezañ mat ar pennad. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Ar wirionez a zo gant Bianchi. N'eo ket mat ar pennad c'hoazh. Bez' ez eus re a fazioù ; ret eo da veur a draig bezañ reizhet. --Katolik Breizh 10 Gou 2010 da 22:49 (UTC)
- Me ivez gav ez eo ur pennad mat.
- Fall a-walc'h ar yezh. Bianchi-Bihan 15 Meu 2011 da 05:01 (UTC)
- Mat e vo pa vo bet reizhet ar yezh. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 09:38 (UTC)
- Danvez dedennus ha frammet mat, gant un tamm kempenn d'ar yezh (evel am eus klasket ober) e vo dellezek eus ar meneg. Jañ-Mai 16 Gen 2008 da 10:21 (UTC)
- N'ouzon ket ma 'z eo bet reizhet penn-da-benn, met mat eo. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Diorroet mat eo ar pennad-mañ.
Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 11:57 (UTC)
- Ha lennet eo bet ganit ivez? N'eo ket an hirder a ra an dalvoudegezh: an danvez, ar yezh, a zo da wellaat. Daoust hag e c'hallfe bezañ kinniget en ur c'hlas? en ur gelaouenn? Gant un tamm labour e vo.
- Pa gomzer eus hirder: re hir eo an digoradur, re a vunudoù db an anv, ne ro ket c'hoant da vont pelloc'h. Bianchi-Bihan 17 Kzu 2007 da 04:51 (UTC)
- Ur pennad mat e vo pa vo bet kempennet ar yezh. --Llydawr 26 Kzu 2007 da 20:26 (UTC)
- A-du ganit. Bianchi-Bihan 27 Kzu 2007 da 04:25 (UTC)
- A-du ganeoc'h, seblantout a ra ez eo bet kempennet abaoe. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Implijet d'ober skol (live uhel), ha kresket gant evezhiadennoù an dud. Un doare ober a alian d'an holl gelennerien abalamour d'ar blijadur. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2007 da 23:38 (UTC)
Pell eo c'hoazh eus live ar pennadoù e galleg pe spagnoleg. Benoni (Kaozeadenn) 11 Kzu 2007 da 23:57 (UTC)
- Ma n'eo ket keit hag ar pennad gallek eo bet c'hwennet ar yezh da vihanañ. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 12:30 (UTC)
- Petra bennak m'eo un tamm skort, sed ur pennad frammet ha skrivet mat. Un diaz solut evit mont pelloc'h ganti. En ur c'hortoz, e kinnigan dereiñ ar meneg dezhañ. Jañ-Mai 21 C'hwe 2008 da 15:38 (UTC)
- Kroget eo brav, met n'eo ket klok penn-da-benn a seblant din. Un tamm labour a chom evit reiñ ar meneg d'am soñj. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Porched savet mat.
Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 13:36 (UTC)
- N'em eus ali ebet war ar porchedoù: marteze eo mat. Met n'eo ket ur pennad. Evel pa vije mesket goloioù ha levrioù. Bianchi-Bihan 17 Kzu 2007 da 04:53 (UTC)
- Me gav eo savet mat ha brav met ur bern pennadoù a vank. Da sevel da gentañ. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Memes ali eget evit hini Japan. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Ali gant kement-se ; gwellaet c'hoazh eo bet ar porched e 2011 ; n'eus bet divizet netra abaoe ar 16 a viz Kerzu 2007, eizh vloaz zo ! – Rudlamot (kaozeal) 19 Kzu 2015 da 21:53 (UTC)
- Brav mat eo. Mankout a ra listenn ar pennadoù evit e glokaat. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Daoust ha ret eo meskañ porchedoù ha pennadoù? Kavout a ra din n'eo ket memes tra. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 17:23 (UTC)
- Tamm-pe-damm ar memestra eget porched al lennegezh
- A-du --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Pennad savet mat.
Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 15:49 (UTC)
- Pennad pinvidik, kentelius, skrivet mat : dellezek eus ar mennad hep mar na marteze ! Jañ-Mai 26 Gen 2008 da 14:58 (UTC)
Klok eo. Marteze e vefe mat lakaat an titouroù nevez ivez. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Pennad kentelius ha sklaer war un dro. Dellezek a vezañ garedonet. Jañ-Mai 13 C'hwe 2008 da 14:35 (UTC)
- N'am eus ket a ali resis war ar pennad. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Ne seblant ket fall, met betek reiñ ar meneg ? N'on ket sur. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Diorroet mat eo. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Pennad fonnus (a-live gant ar bajenn saoznek), war un dachenn deknikel n'eo ket druz ar peuriñ enni, bet e go hir amzer e seurt d'ober gant ur c'heriaoueg « a skiant vat » (a gemer e kont kement a zo bet embannet, ha neket lavar ur chapel bennak hepken, lakaet da sakr, evel ma weler c'hoazh...) Jañ-Mai 15 Gen 2008 da 05:32 (UTC)
- A-du evit ma vefe lakaet ar pennad da bennad mat.
Benoni (Kaozeadenn) 15 Gen 2008 da 14:53 (UTC)
- Mat din. Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 04:47 (UTC)*
- Fonnus mat eo. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Mat eo din ivez.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)
Lakaet a gostez :
- An Ao. Bianchi-Bihan na vot nemet pa na vez ket kinniget ur pennad ganin. Nag un emzalc'h trist!
Benoni (Kaozeadenn) 22 C'hwe 2008 da 15:01 (UTC)
- Tagadenn bersonel a live izel, ken izel ... met digastiz ur wech ouzhpenn evel-just.
- E-barzh wikipedia:pajenn gaozeal (ha n'anavezet ket moarvat) eo skrivet: bezañ pozitivel. Gallout a rafes, n'ouzon ket, lavarout ... ne votan nemet a-du ganit? Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 17:39 (UTC)
- N'eo ket un dagadenn. Un evezhiadenn eo nemetken.
Benoni (Kaozeadenn) 22 C'hwe 2008 da 17:45 (UTC)
- ...un "evezhiadenn" (sic) ha n'he deus lec'h ebet amañ.
- Do not make personal attacks anywhere in Wikipedia. Comment on content, not on the contributor. Sklaer eo ar reolenn (hag an dagadenn) d'an holl... pe dost. Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 17:53 (UTC)
Danvez savet diwar lenn an oberennoù ha pennadoù ar pemp wikipedia all ( italianek, gallek, saoznek, spagnolek). Bianchi-Bihan 6 Mae 2007 da 16:58 (UTC)
Ur pennad savet mat eo a dra sur, met skrivet en un doare un tammig sec'h (dreist-holl ar rannbennad "buhez") evit ma vije lakaet diouzhtu da pennad a-feson, d'am menoz. Un tammig labour kempenn a chom eta d'am soñj evit ma vefe plijusoc'h da lenn. Da ginnig marteze evel "pennad mat" kentoc'h evit ar mare... Benoni (Kaozeadenn) 13 Eos 2007 da 13:35 (UTC)
- Dibaoe tost da 9 viz emañ ar pennad-mañ war ar renk evit bezañ anvet da bennad eus an dibab. N'eus bet den ebet betek poent o vont a-du gant ar c'hinniger. Ma na vez ali sklaer ebet a benn ar 6 a viz C'hwevrer, e vo kaset ar c'hinnig-mañ war listenn ar pennadoù war ar renk evit bezañ anvet da bennad mat.
Benoni (Kaozeadenn) 2 C'hwe 2008 da 22:19 (UTC)
- Adlakaet ganin war roll ar pennadoù eus an dibab. Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 04:44 (UTC)
- N'eo ket fall ar pennad, met ret 'vefe e glokaat un tamm. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Din eo mat evel-se.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)
- Tri bloaz goude, petra nevez? Bianchi-Bihan 3 C'hwe 2010 da 15:22 (UTC)
- Prest eo an traoù da vont war-raok, met n'eo ket bet divizet diwar peseurt "kriterioù" a vefe ezhomm evit dibab ur pennad, ha ne ro den e ali. Me ne c'helan ket ober kalz tra. Ha divizout a rafen va unan ? Ne gavfen ket-se reizh... --Y-M D 3 C'hwe 2010 da 16:23 (UTC)
- Pennad mat, pe muioc'h. Bianchi-Bihan 14 C'hwe 2008 da 05:15 (UTC)
- Ya pennad mat. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Ya.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)
- Peogwir e lakaer porchedoù e c'haller ivez lakaat mirdioù. (Ha pa vo echu e vo kinniget Caravaggio ivez). Bianchi-Bihan 27 C'hwe 2008 da 06:02 (UTC)
- Ya perak pas, klok e seblant bezañ. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Ya.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)
- Keit hag ar pennadoù all er wikioù all. Bianchi-Bihan 4 Meu 2008 da 18:10 (UTC)
- A-du. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Me ivez.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)
Tremen 100 taolenn ennañ. Re all a vo c'hoazh moarvat. Bianchi-Bihan 18 Meu 2008 da 23:11 (UTC)
- Ya klok eo. A-du on. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Ya.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)
Me gav ez eo brav ha klok ar porched-mañ. --Y-M D 23 Her 2009 da 20:57 (UTC)
- Kavout a ran ez eo mat ar porched-mañ. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:45 (UTC)
- Din-me e chom re a draoù skrivet e ruz evit poent.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)
Setu ur pennad savet a zoare hag a zo bouetet mat, skeudennaouet hag all. Marteze e vefe posupl kinnig evit ma vefe eus an dibab zoken. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- A-walc'h a zo e-barzh evit lakaat ar pennad-mañ da vezañ ur "pennad mat". Lekemok (kaozeal) 28 C'hwe 2013 da 22:06 (UTC)
Ar pennad-mañ a seblant din bouetet mat ha klok. --Y-M D 30 Her 2009 da 17:09 (UTC)
- Boued zo e-barzh, met ret e vefe kempenn ar yezh. --Llydawr 3 C'hwe 2010 da 17:14 (UTC)
- Seblant a ra klok din-me. Lekemok (kaozeal) 28 C'hwe 2013 da 22:06 (UTC)
Pennadoù ha ne c'hortozer nemet ur merour dihun d'o lakaat da "bennadoù mat"[kemmañ ar vammenn]
Din, gant teir mouezh a-du dreist ar re a-enep, eo mat ar pennad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2013 da 12:09 (UTC)
Mat a-walc'h da vezañ kinniget. Bianchi-Bihan 31 Meu 2008 da 18:04 (UTC)
A-du on evit ma vefe roet d'ar pennad ar meneg, met un tamm labour a chom goude memestra. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)
- Mat eo din evel-se.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)
- Mat eo din. --Llydawr (kaozeal) 22 Ebr 2013 da 15:58 (UTC)
Kinniget da bennad eus an dibab kentoc'h. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:42 (UTC)
- Mat e vefe kaout soñj tud all, gwelloc'h e kavan chom hep mouezhiañ evit poent peogwir eo bet klokaet ganin.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)
- Eus an dibab, sur. Bianchi-Bihan 3 C'hwe 2010 da 15:24 (UTC)
- Ur pennad mat eo, met an digoradur a gavan souezhus. --Llydawr 3 C'hwe 2010 da 17:12 (UTC)
- Cheñchet em eus an digoradur, ha difaziet tost pep tra. --90.12.90.244 10 Gou 2010 da 20:30 (UTC)
- Mat eo din. --Llydawr (kaozeal) 22 Ebr 2013 da 15:58 (UTC)
Diorroet mat eo ar pennad. --Y-M D 2 Du 2009 da 14:55 (UTC)
- Boued zo, klok eo din-me. A-du on. Lekemok (kaozeal) 28 C'hwe 2013 da 22:06 (UTC)
- Ya. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2013 da 12:09 (UTC)
- Mat eo din. --Llydawr (kaozeal) 22 Ebr 2013 da 15:58 (UTC)
Ar pennad-mañ a seblant din mat. Kinniget a oa bet ouzhpennañ anezhañ war ar bajenn-se evit votiñ, graet eo bet. --Lekemok (kaozeal) 4 Du 2012 da 09:56 (UTC)
- Lakaet hiziv ur banellig war ar bajenn evit diskouez e oa bet lakaet war ar roll.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 13 Du 2012 da 19:34 (UTC)
- Pennad mat din. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2013 da 12:09 (UTC)
- Mat eo din. --Llydawr (kaozeal) 22 Ebr 2013 da 15:58 (UTC)
Ur mell labour a-zoare, a zo talvoudus evit al likezidi hag ar studierion pa zispleg dre daolennoù un Istor hir. — 2.13.214.63 18 Meu 2015 da 19:37 (UTC)
|