Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 13, bloaz 2013

Eus Wikipedia

25/03/2013 — 31/03/2013[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak en trizekvet sizhun eus 2013 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Goulenn ur robot war bajenn Neal[kemmañ ar vammenn]

Goulennet eo bet un dra war bajenn Neal, a zo chomet hep kemer perzh abaoe ur mareig. Petra ober ? Gallout a ra ur merour-all ober war-dro-se ? Lekemok (kaozeal) 26 Meu 2013 da 12:02 (UTC)[respont]

Ar verourien ne c’hallont ket reiñ ar statud bot ; ret eo goulenn gant ar vurevidi (Neal pe Kadwalan) pe ar stewarded. Cdlt, VIGNERON (kaozeal) 26 Meu 2013 da 14:23 (UTC)[respont]
Aze emañ an dalc'h : n'eus ket bet degasadenn ebet gant Neal abaoe 2010 hag hini ebet gant Kadwalan abaoe 2011. D'am soñj n'eo ket mont re bell lavarout n'eus bureviad ebet evit gwir war ar wiki-mañ. Marteze e vije mat goulenn gant merourien zo hag-eñ o deus c'hoant da aozañ dilennadegoù evit mont da vureviad. Evit an diforc'h merour/bureviad, trugarez da lavarout-se din, implijet em eus ar ger merour evit pep "penn bras" ar wiki dre fazi. Hag evit ar stewarded, ar re-se a labour en un doare etrewiki, ne reont ket ? Goulenn a rin digant unan respont d'ar goulen-mañ a-benn tuchantig - Lekemok (kaozeal) 26 Meu 2013 da 22:09 (UTC)[respont]
N'eo ket gwall sirius eus o ferzh. Ne gemerfent ket perzh ken er sevel pennadoù a zo un dra. Mont kuit hep teurel kont eus ar mesk a sav pa n'eus ket dre-se ken eus ar garg a sevenent a zo mantrus. N'eo ket diaes dont ur wechig an amzer (bep miz, bep tri miz...) da welet hag-eñ o deus kemennoù memestra.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Ebr 2013 da 11:32 (UTC)[respont]
Dres. Din eo poent dilenn merourien ha burevidi nevez. Sevel a rin ur goulenn war bajenn ar sizhun war-lerc'h. - Lekemok (kaozeal) 2 Ebr 2013 da 20:14 (UTC)[respont]

Salud deoc'h,

Savet em eus ur goulenn war bajenn an davarn diwar-benn ar vurevidi ha n'eus ket anezho abaoe pell. Marteze e vije mat kaout alioù-all war ar poent-se ha neuze e bed ac'hanoc'h lenn ar gemennadenn em eus lezet ha respont ma kavoc'h un dra bennak da lavarout.

Ouzhpenn-se em eus savet ur galv un nebeud sizhun zo diwar-benn ar pennadoù mat. Un toullad bras a-walc'h a zo o c'hortoz ur vot evit mont da bennad mat ha tost den ebet n'en deus votet. Marteze e vije mat diskouez ar pezh zo bet graet mat gant ar genlabourerien ha lakaat ar raktres da vont en-dro adarre war un nebeud poentoù.

Trugarez evit ho lenn --Lekemok (kaozeal) 28 Meu 2013 da 10:01 (UTC)[respont]

Ur merour zo bet dilennet ha gantañ en e brogram ober war-dro ar pennadoù mat. Ma n'eus ket re a goumoul nag a gevnid em eñvor. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Meu 2013 da 13:26 (UTC)[respont]
@Bianchi-Bihan : Ya, 'met evit dibab ar pennadoù e ranker kaout tud o votiñ pe oc'h ober kinnigoù/evezhiadennoù, ar pezh n'eus ket alas. --Y-M D (kaozeal) 28 Meu 2013 da 20:29 (UTC)[respont]

Goude teir mouezh a-du, ha hini ebet a-enep, n'eus nemet lakaat anezho da bennadoù mat. Kement-se vo graet bepred; Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Meu 2013 da 21:13 (UTC)[respont]