Kemmadurioù ar brezhoneg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kemmadurioù)
Mont da : merdeiñ, klask
Ur fazi ofisiel

Kemmadurioù deroù-ger a zo e brezhoneg evel e pep yezh keltiek.

Kemmadurioù a reer eus ar c'hemmoù a c'hoarvez e distagadur lod kensonennoù a zo e deroù ar gerioù brezhonek, da skouer tad, un tad, ma zad, da dad pe mamm, ur vamm.
Disheñvel eo ar c'hemmadennoù-se diouzh ar re a c'hoarvez e deroù pe e diabarzh gerioù dre abegoù distagadur ha n'eo ket dre abegoù yezhadurel : hent bras a zistager /hẽnn 'prɑ:s/, dek gwenneg a lavarer /de 'kwɛn:ek/. Lod eus ar c'hemmadennoù-se er bomm-mouezh a vez diskouezet er ger skrivet, evel glas /'glɑ:s/ ha glazañ /'glɑ:zã/.
Ar c'hemmadurioù yezhadurel ivez a c'hall bezañ skrivet pe get ; e krennvrezhoneg ne vezent ket skrivet, alese anvioù-lec'h evel Toull ar C'hoad a weler skrivet Toulancoat [1].

Abegoù ar c'hemmadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou abeg pennañ zo d'ar c'hemmadurioù brezhonek :

Bez' e c'hall ur gensonenn kemmañ en abeg da zistagadur an amzer a hiziv hag ivez en abeg da istor fonologiel ar yezh [2].
  • abegoù yezhadurel
Hervez ar ster a venner reiñ d'al lavarenn hag ivez hervez ar ger a zo dirazi e kemm pennlizherenn ar ger pe get.

Rummadoù kemmadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemmadurioù ar brezhoneg

Pevar rummad zo anezho :

Ar c'hemmadurioù dre vlotaat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ur vogalenn doniet hir : ar c'hensonennoù-tarzh kalet (K, T ha P) zo blotaet (G, D ha B) ; ar c'hensonennoù-tarzh mouezhiet (G, Gw, B ha D) a dro da gensonennoù-c'hwezh blot (C'H, W, V ha Z) – kemmadurioù dre c'hwezhañ int e gwirionez ; ar gensonenn-fri M a dro da V.
An holl gensonennoù a vlota en degouezh-se e gwirionez (an hanter-gensonenn Y zoken), met lod kemmadurioù ne vezont ket aroueziet er skritur.

  • Aroueziet er skritur, diwar erbedoù an Tad Maner

K > G : karr > da garr

T > D : tad > da dad

P > B : penn > da benn

G > C'H : gar > da c'har

Gw > W : gwele > da wele

D > Z : dant > da zant

B > V : breur > da vreur

M > V : mamm > da vamm

  • Mouezhiet hepken

H > mut : hini > da ini

C'H > h : c'hoar > da hoar

CH > j : chas > da jas

S > z : sae > da zae

N > n : neuz > da neuz'

F > v : fri > da vri

L > l : lagad > da lagad

R > r : r(r)an > da ran

Ar c'hemmadurioù dre galetaat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ur gensonenn zivouezh (K, T, P, C'H, S ha F) : ar c'hensonennoù-tarzh blot G, D ha B a dro da gensonennoù-tarzh kalet (K, T ha P).

  • Aroueziet er skritur

G > K : genoù > ez kenoù

D > T : dant > ez tant

B > P : breur > da 'z preur

  • Mouezhiet hepken

Hini ebet.

Ar c'hemmadurioù dre c'hwezhañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Estreget blotadur G, D ha B a zo bet meneget uheloc'h ez eus kensonennoù-tarzh kalet all (K, T ha P) a dro da gensonennoù-c'hwezh (C'H, Z, F).

  • Aroueziet er skritur

K > C'H : karr > he c'harr

T > Z : tad > o zad

P > F : penn > ma fenn

  • Mouezhiet hepken

Hini ebet.

Ar c'hemmadurioù kemmesket[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-lerc'h e (rannig-verb), ma (stagell-isurzhiañ), ma (stagell-vartezeañ) hag o (rannig-verb/araogenn) e kemm G, Gw, D, B hag M e C'H, W, T, V ha V.

  • Aroueziet er skritur

G > C'H : gouzout > o c'houzout (blotadur)

Gw > W : gwelet > o welet (blotadur)

D > T : diskenn > o tiskenn (kaletadur)

B > V : bevañ > o vevañ (blotadur)

M > V : mont > o vont (blotadur)

  • Mouezhiet hepken

Hini ebet.

Kemmadurioù diglok[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod kemmadurioù ne c'hoarvezont ket en holl gensonnennoù a c'hallje kemmañ. Yezhdurel-rik eo ar c'hemmadurioù a c'hoarvez.
Pevar degouezh zo dezho :

  • goude am/em, raganv ar c'hentañ gour unan, e c'hoarvez K/C'H ha T/Z hogen digemm e chom P
(kavout, ti, paeañ) An dud am c'havo em zi am faeo.
  • goude ur, ger-mell amstrizh, ar, ger-mell strizh hag hor, raganv ar c'hentañ gour lies e tro K da C'H hepmuiken
(kazh, karr, kas) Ur c'hazh zo er c'harr hor c'has da Vrest.

Notenn : goude ar gerioù-mell ur hag ar ne gemm K nemet e deroù un anv gourel unan pe un anv lies na verk ket gwazed.

  • goude ar gerioù-mell amstrizh un/ur hag ar gerioù-mell strizh an/ar e vlota an anvioù benel — D ne gemm ket avat

K > G : kador > ur gador

T > D : taolenn > un daolenn

P > B : parez > ar barez

G > C'H : gavr > ur c'havr

Gw > W : gwrac'h > ar wrac'h

B > V : bag' > ur vag

M > V : merc'h > ar verc'h

  • goude ar gerioù-mell strizh an/ar e vlota an anvioù lies a verk gwazed.

K > G : kouer > ar gouerien

T > D : tud > an dud

P > B : pabored > ar babored

G > C'H : gaouierien
> ar c'haouerien

Gw > W : gwazed > ar wazed

B > V : breudeur > ar vreudeur

M > V : mistri > ar vistri

  • Mard echu an anv benel pe an anv tud lies gant ur vogalenn pe gant L, M, N, R e vlota an anv-gwan doareañ a zeu war e lerc'h : ur gador vrav, ur wrac'h vat, breudeur dener hag all.
  • Mard echu an anvioù gant ur gensonenn estreget L, M, N, R ne gemm nemet G, B hag M en anv-gwan : ur voest c'hlas, an dud vras hag ar gourien vat hogen ur voest c'hlas, an dud tev hag all.

Direizhderioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Bloaz a vlota goude an niveroù pegementiñ war-bouez 1, 3, 4, 5, 9 ha 1 000 : 6 vloaz met 9 bloaz.
  • Greg ha gar (porzh-houarn) ne gemmont ket goude ar ger-mell — reizh eo gar (ezel eus ar c'horf) koulskoude.
  • Mein a c'hall treiñ da vein goude ar ger-mell a-wechoù ha gallout a ra ivez degas kemmadurioù: ar vein-c'hlas, mein gozh[3].
  • Plac'h ne gemm ket goude ar ger-mell, met blotaat a ra an anvioù-gwan war-lerc'h : ur plac'h vrav.
  • An anvioù-tud en -où – evel kamaradoù, maerioù, mestroù, priedoù, tadoù, ha testoù – ne gemmont ket dre vlotaat goude ar ger-mell ha ne zegasont kemmadur ebet; tudoù, a zo un adliester, a c'hall degas: tudoù gaezh.
  • Pa vezont renet gant ar verb ober e vlota mad ha man : se a ra vad din, na rit ket van.
  • Gourel eo tra padal e vlota goude ar ger-mell : un dra, hag e suj an anv-gwan evel ma vije un anv benel : un dra vat — met tri zra gozh.
  • Anvioù gourel all 'zo a zegas blotadurioù. En o zouez emañ: aer, amzer, avel, c'hwezh (flaer), re (rumm)... : tri re votoù.
  • Alies e c'hoarvez ur blotadur goude anv divoutin ur gwaz : Yann gaezh, Karl Veur.

Skoilhoù ouzh ar c'hemmadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne c'hall ur c'hemmadur c'hoarvezout nemet etre gerioù a zo liammet dre ar ster ha distaget en ur bomm-mouezh ; kement abeg a zisrann ar gerioù a viro ouzh ar c'hemmadur a c'hoarvezout.

  • Ur vaouez vat, hogen ur vaouez mat he c'halon peogwir eo stag mat ouzh kalon ha n'eo mui ouzh maouez.
  • Tud Vreizh, hogen tud Breizh ha n'eo ket tud Bro-C'hall peogwir e venner pouezañ war Breizh en eil lavarenn.
  • Ur vaouez vrav, hogen ur vaouez brav, kran ha speredek peogwir emañ torr ar bomm-mouezh en eil lavarenn.

Taolenn ar c'hemmadurioù brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degouezhioù ar c'hemmadurioù Kemmadennoù aroueziet er skritur Kemmadennoù komzet hepken

K

T

P

G

Gw

D

B

M

H

C'H

CH

S

F

L

N

R (1)

War-lerc'h ar ger-mell en

  • anvioù benel unan (direizh : plac'h, gar, greg)
  • anvioù tud gourel lies (direizh : tadoù, testoù, priedoù, maerioù, mestroù)
  • anvioù-gwan en derez uhel ha niveroù petvediñ benel dizalc'h

G

D

B

C'H

W

V

V

(mut)

h

j

z

v

E gerioù a bep seurt war-lerc'h

  • ar raganvioù-gour hag anvioù-gwan perchennañ DA hag E
  • an adverboù doareañ GWALL, HANTER, RE, SEUL
  • ar gerioù A (rannig-verb, stagell, araogenn), ABA, DA (araogenn, rannig-hetiñ), DAOU, DIV, DINDAN, DIWAR, DRE, EME, ENDRA, EN EM, (AN) HINI (benel), (AN) HOLL, NA, NE, PA, PE, RA, RE (anv, raganv), TRA (stagell), WAR

G

D

B

C'H

W

Z

V

V

(mut)

h

j

z

v

l (2)

n (3)

r (4)

En anv goude un anv-gwan-doareañ derez plaen
En eil darn ul liesger reizh goude ur rakger
En anv-gwan (hag en ur renadenn-anv eeun) war-lerc'h

  • an anvioù benel unan
  • an anvioù tud gourel lies (direizh : an anvioù en -où)
  • an niveroù pegementiñ hag ar raganvioù diskouezañ (direizh : unan gourel)
  • un anv-gwan doareañ all
  • ar rannig-verb ez, er

oc'h echuiñ gant
ur vogalenn pe
L, M, N, R, V

G

D

B

C'H

W

Z (5)

V

V

(mut)

h

j

z

v

l

n

r

oc'h echuiñ gant
ur gensonenn estreget
L, M, N, R, V, D, T,
S, Z, ZH

C'H

W

Z

V

V

oc'h echuiñ gant
D, T, S, Z, ZH

C'H (6)

W

Z (7)

V

V

Er verb war-lerc'h E (rannig), O (rannig), MA (stagell)

C'H

W

T

V

V

En anv goude an anvioù-gwan perc'hennañ HO, AZ (EZ)
Er verb goude ar raganvioù-gour HO, AZ (EZ)

K

Kw

T

P

Er verb goude ar raganvioù-gour MA/VA, AM (EM), HE, O
En anv

  • goude ar gerioù-perc'hennañ MA/VA, AM (EM), HE, O
  • goude an niveroù TRI, TEIR, PEVAR, PEDER, NAV
    A-wezhioù er gerioù kevrennek e GOUR- hag e PENN- (8)

C'H

Z

F

Er verb war-lerc'h ar raganvioù-gour HOR hag HER
En anv war-lerc'h ar ger-perc'hennañ HOR
War-lerc'h ar ger-mell en

  • anvioù gourel unan
  • anvioù lies nemet an anvioù-tud (9)
  • anvioù-gwan doareañ ha niveroù petvediñ lakaet dirak un anv
  • anvioù-gwan doareañ en derez-uhel ha niveroù petvediñ gourel dizalc'h

C'H

  1. Ruilhet.
  2. Blot, evel el lostger -ell.
  3. Blot, evel el lostger -enn.
  4. Blot, evel an /r/ a-vremañ.
  5. Diret goude n.
  6. Nemet goude rakgerioù.
  7. Diret.
  8. Ouzhpenn-se e gerioù a bep seurt : daou-c'hant, daoufarzh, amzer (sul, lun, meurzh...) Fask, dour zomm, dour c'hlouar, dizro, leur-zi, war-zu, azalek, hag all.
  9. Direizh : ar vein.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kervella 1995, p. 78.
  2. Trépos 1980, p. 35-36.
  3. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 878b.


Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • DESBORDES Yann, Petite grammaire du breton moderne, Hor Yezh, Lesneven, BZH, 1983, pp. 9-17
  • FAVEREAU Francis, Grammaire du breton contemporain, Skol Vreizh, Montroulez, BZH, 1997, pp. 146-164 ISBN 978-2-911447-12-9
  • HARDIE D. W. F., A Handbook of Modern Breton (Armorican), University of Wales Press, Cardiff, CYM, 1948
  • HEMON Roparz,
    • (en) A Historical Morphology and Syntax of Breton, The Dublin Institute for Advanced Studies, Dublin, IRL, 1975, pp. 4-25
    • (br) Yezhadur istorel ar brezhoneg, Hor Yezh, Plañvour, BZH, 2000, pp. 5-24 ISBN 978-2-910699-37-6
    • (br) Yezhadur berr ar brezhoneg"", Al Liamm, Brest, BZH, 1979, pp. 27-38
  • JACKSON Kenneth Hurlstone, A Historical Phonology of Breton, The Dublin Institute for Advanced Studies, Dublin, IRL, 1986
  • KERVELLA Frañsez , Yezhadur bras ar brezhoneg, Al Liamm, Brest, BZH, 1995, pp. 75-102 ISBN 978-2-7368-0044-4
  • TREPOS Pêr, Grammaire bretonne, Ouest France, Roazhon, BZH, 1980, pp.27-55 ISBN 978-2-85882-362-8