Mont d’an endalc’had

Juluan Maner

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tad Maner)
an Tad Juluan Maner
« Le P. Maunoir obtient miraculeusement le don de la langue bretonne. » en Iliz-Veur Sant-Kaourintin Kemper.

Juluan Maner, ganet d'ar 1 a viz Here 1606 e Sant-Jord-Restembaod, er biz da eskopti Roazhon (en Il-ha-Gwilun a-vremañ), war harzoù Normandi, hag aet da Anaon d'an 28 a viz Genver 1683 e Plevin, e Kerne (hiziv en Aodoù-an-Arvor), a oa ur beleg ha geriadurour brezhoneg.

Mont a reas war e studi da skolaj an Tadoù Jezuisted, da Roazhon, adalek 1621. Alese ez eas da leandi Saint-Germain, e Pariz, ma reas e leoù kentañ e 1627. Kenderc'hel a reas e studioù e La Flèche ha goude-se e skolaj Kemper e 1630. Eno e stagas da zeskiñ brezhoneg, met kontañ a reer en dije desket ar yezh, dre vurzhud, en un nozvezh, e 1631, e chapel Ti Mamm Doue e Kerfeunteun, ur barrez sko ouzh Kemper.

D'ar mare-se ivez e tarempredas Mikael an Noblez a oa o chom e Douarnenez hag e reas e vennozh da vont da brezeg dre Vreizh.

Mont a reas an Tad Maner da Deurgn ha da v-Bourges da beurechuiñ e studioù. Beleget e voe e 1637 ha distreiñ a reas da Gemper e 1640. Neuze e krogas da visioniñ tro-dro da Gemper, o vont alies da eskoptioù all : Leon, Treger, Gwened, Sant-Brieg. Kregiñ a reas gant e vision kentañ e 1641, e Douarnenez. A-hed e vuhez, betek e varv e 1683, ez eas dre Vreizh a-bezh da brezeg an aviel. Heverk e oa misionoù an Tad Maner gant o zaolennoù, implijet ivez gant Mikael an Noblez evit displegañ ar Skritur sakr d'an dud gant skeudennoù eeun, gant o c'hantikoù, ha gant ur brosesion vras evit klozañ ar mision. Kantikoù e-leizh a savas an tad Maner, rak ar pep gwellañ e oa, hervezañ, evit kenteliañ an dud. Tremen 400 mision a zo lakaet war e anv. Pa 'z eas da brezegenni~~e kreiz Breizh e tiskoachas ma yae darn an dud da sabatoù el lanneier. Sevel a reas un hentenn atersiñ e-pad ar c'hofez evit stourm ouzh ar pezh en doe anvet Diroll ar Menez.

Sevel a reas a-du gant Charles d'Albert d'Ailly, (dug a Chaulnes), karget da lakaat an urzh da ren en-dro goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz, er bloaz 1675. Prezeg a rae ar sentidigezh hag ar sujidigezh d'an dud, koulz war ar maez hag e kêr.

Yezhoniour ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Tad Maner eo a grogas da skrivañ brezhoneg evel ma veze komzet hag e krogas da skrivañ ar c'hemmadurioù na vezent ket skrivet araozañ e krennvrezhoneg. Eñ an hini eo a ijinas al lizherenn c'h, a vo adkemeret e skritur ofisiel anvioù-lec'hioù (evel Kimerc'h) pe anvioù-tud (Falc'hun).

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Canticou spirituel hac instrutionou profitabl evit disqui an hent da vont d'ar Barados, 1641
  • Ar Vuez Gristen
  • Buez Sant Caurintin escop kenta ha patron eus a escopti Querne
  • Vita Sancti Corentini, 1685
  • Cantiques bretons en l'honneur de saint Élouan
  • Quenteliou kristen. Catéchisme de la mission, 1658
  • Le Sacré-Collège de Jésus, 1659 (katekiz en brezhoneg, gant geriadur, yezhadur)
  • an Templ consacret dar passion Jesus-Christ batisset gant ar Speret glan er galon ar Christen devot, 1671
  • Melezour ar galounou. Instruction meurbet util dar Confessoret da interrogi a re à Cofez outo... 1675
  • Chemin assuré de la pénitence, 1685
  • An Abrege eus an Doctrin christen..., dastumad pedennoù
  • Abrégé de la science du salut (dalif marteze)
  • Les Dictionnaires Français-Breton et Breton-Français Du R - P - Julien Maunoir, 1659 ; Sant-Brieg, embannadurioù Skol, 1996 [1]

Dornskridoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Deizlevrioù latin e visionoù : Missions en Bretagne (1631-1650)[1]
    • Julien Maunoir, Journal latin des missions. 1631-1650, divyezhek latin-gallek, troet diwar al latin ha kentskrivet gant Fañch Morvannou, Kemper, Société archéologique du Finistère, 2020. (ISBN 978-2-906790-22-3)
  • La Vie de M. Le Nobletz, prêtre missionnaire (dalif)
    • La vie du Vénérable Dom Michel Le Nobletz par le Vénérable Père Maunoir de la Compagnie de Jésus, embannet gant an Ao. Henri Pérennès, Saint-Brieuc, impr. A. Prud’homme, 1934.
  • La Vie du Père Pierre Bernard, de la Compagnie de Jésus (dornskrid kollet)
  • La Vie de Marie Amice Picard,
    • Abrégé de la vie de Marie-Amice Picart, par le P. de la Marche, revu, corrigé et augmenté par M. l’abbé [Paul] Peyron, chanoine de Quimper. Morlaix, imprimerie de P. Lanoé, 1892.
  • La Vie de Catherine Danielou
    • Catherine Daniélou, une voyante à Quimper au XVIIe siècle, un diverra eus al levr orin, embannet gant an Ao. Paul Peyron, Kemper, A. de Kerangal, 1911.
  • Chef d’œuvre de la grâce de Jésus-Christ crucifié dans la vocation, conversion et fidélité jusqu'à la mort de Monsieur de Trémaria, prêtre séculier et missionnaire, 1674.
  • E 1641 ec'h embannas ul levr kantikoù.
  • E 1686 e teuas an embannadur diwezhañ a-zindan ar wask : Canticou spirituel hac instrutionou profitabl evit disqui an hent da vont d'ar Barados. Composet gant an Tat Julian Maner Religius eus ar Compagnunez Iesus. Corriget, hag augmentet gant à nevez en Edition diveza-man. Ur skouerenn, 192 bajenn ennañ, zo e Levraoueg Vroadel Bro-C'hall (BnF) e Pariz[2].

Gwerzhet e veze al levrioù gant Guillaume Yvonnic, a veze gantañ pa brezege[3].

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet e oa bet da wenvidig gant ar Pab Pi XII, d'an 20 a viz Mae 1951.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Antoine Boschet, Le parfait missionnaire ou Vie du R.P. Julien Maunoir de la Compagnie de Jésus, missionnaire en Bretagne, Paris, Jean Anisson, 1697. Lyon, Périsse, 1834.
  • Xavier-Auguste Séjourné, Histoire du vénérable serviteur de Dieu, Julien Maunoir (1606-1683), S. J., Oudin, 1895.
  • Méen Questel, Vie du vénérable père Julien Maunoir de la Compagnie de Jésus, 1606-1683, Paris, Société La Bretagne, 1921, 126 p.
  • René Marie de La Chevasnerie, Le « Tad Mad » vie du Bienheureux Julien Maunoir S.J., Dinard, A. Liorit, 1951, 223 p.
  • Marie-Thérèse Le Moign-Klieffer, Le Bienheureux Maunoir. Apôtre des Bretons, Paris, Apostolat des Editions, 1963, 206 p.
  • (en) Martin P. Harney, Good father in Brittany : the life of blessed Julien Maunoir, Boston, Mass., Saint-Paul Editions, 1964, 322 p.
  • Gwenc'hlan Le Scouëzec, la tradition des druides, Brasparzh, Beltan, 2002, p. 79-84. (ISBN 2-9516454-3-0)
  • Fañch Morvannou, Le bienheureux Julien Maunoir, missionnaire en Bretagne (1606-1648), levrenn 1añ, Brest, 2010. (ISBN 978-2-9529759-3-3)
  • Fañch Morvannou, Le bienheureux Julien Maunoir, missionnaire en Bretagne (1649-1683), eil levrenn, Brest, 2012. (ISBN 978-2-9528835-1-1)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Missiones V. P. Juliani Maunoir quas ipse superiorum jussu descripsit, cf. BnF, Levraoueg Vroadel Bro-C'hall.
  2. BnF Gallica. Kavet : 03 Here 2022.
  3. Gwennole ar Menn, "Le père Julien Maunoir (1606-1683) et la langue bretonne", Bulletin de la Société archéologique du Finistère, tome CXIII, 1984, p. 271-297.