Mont d’an endalc’had

C'h

Eus Wikipedia
(Adkaset eus C'h (lizherenn))

Un deirgrafenn latin eo C’h, c’h implijet gant ar brezhoneg evit skrivañ ar sonioù kensonennel [χ] pe [x], hervez al lec'h ma vez kavet en ur ger.

Degaset e oa bet gant ar beleg breizhuhelat Juluan Maner er XVIIvet kantved da ziforc'hañ pezh a skrived ch a-raok, evel chom ha c’hoari.

Kavet e vez c'h

  • e deroù un toullad gerioù, dirak o pe w peurvuiañ: c'hoar, c'hwezh,
  • e dibenn un toullad gerioù:
    • war-lerc'h ar vogalennoù : sac'h, bec'h, c'hwec'h, moc'h, fuc'h, kouc'h, teuc'h,
    • war-lerc'h kensonennoù zo (l, r): gwalc'h, bolc'h, marc'h, merc'h, tourc'h,
  • e-kreiz gerioù zo
    • war-lerc'h ar vogalennoù : sac'had, pec'hed, moc'hañ, fuc'hal, souc'hañ,
    • war-lerc'h kensonennoù zo (l, r): gwalc'hiñ, marc'had, tourc'hañ.


Fazioù gant ch ha c’h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gerioù zo ha ne ouied ket penaos skrivañ mat, dre ma ne ouied ket o distagañ, zo bet graet fazioù enne, evel an anv Waroc'h.

Deskarded zo o devez poan da zistagañ ar sonioù treuzskivet gant c'h, betek distagañ [r] ken e vez poan o kompren a-wechoù.

Kelenn al lizherenneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dizemglev zo, e Diwan, etre ar re a fell dezho kelenn al lizherenneg gant c'h hep c, hag ar re a fell dezho ober gant c, hep c'h:

  • lod a lavar eo skianteloc'h kelenn c eget ch pe c'h, ha n'int ket lizherennoù hervez an anvadur skiantel, met un digram (evit 'c') hag un trigram (evit 'c'h').
  • re all a lavar n'eus ger brezhonek ebet o kregiñ gant c, hag e tremener aes abaoe pell hep al lizherenn-se, evel hep ar gerioù digram ha trigram, pa n'haller ket tremen hep 'c'h' na deskiñ lenn gerioù evel c'hoar, c'hwi ha c'hwec'h

E falc'huneg ne vez ket skrivet c'h peurvuiañ, met h e penn-kentañ ar gerioù (ar hi, ar henta).

Ne blij ket al lizherennoù c'h d'ar post gall e Breizh ivez: abalamour da se eo e vije enebet ouzh ar chomlec'hioù brezhonek.

Ne blij ket al lizherenn c'h da di-kêr Roazhon ivez : https://www.ouest-france.fr/bretagne/quimper-29000/bretagne-procureur-et-la-mairie-de-rennes-refusent-le-c-h-d-un-prenom-5518689.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.