Kemmadur dre galetaat
Neuz
Ar c'hemmadur dre galetaat zo ur c'hemmadur hag a c'hoarvez e brezhoneg, hag e kerneveureg.
E brezhoneg e kaleta ar c'hensonennoù deroù-ger aroueziet gant al lizherennoù B, D ha G, ma troont neuze e P, T ha K war-lerc'h ar ranganvioù-gour, ha gerioù-perc'hennañ: az, ez, ho.
- Me az paleo. Ro se d'az preur.
- Neuze ez kortozin? Ez kodell emañ da arc'hant.
- Me ho tiwallo. Ul loa zo en ho torn.
Merzout a c'haller e echu az hag ez gant ur gensonenn heñvel (z distaget s alies), ha soñj a c'haller kaout e teu ho eus hoz e krennvrezhoneg.
Sandhi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An anv sandhi a reer ouzh ar c'haletadur a c'hoarvez e brezhoneg komzet e kensonennoù deroù gerioù zo, pa zeuont war-lerc'h ur ger hag a echu gant ur gensonenn distaget kalet (p, t, k,s) :
- b distaget p en troiennoù hent bras, paotr bihan, plac'h pihan (e-lec'h plac'h vihan), pemp bloaz, bep bloaz
- d distaget t en troiennoù miz Du, lagad du, gwinizh du, ed-du, a-hed-da-hed, 'gav din, me 'gred din;
- pemzek dez hag eizh dez a skriver pemzektez, eizhtez, hervez an distagadur.
- g distaget k en troiennoù pet gwech, dek gwech, kant gwech, miz Genver, dek gwenneg
- z distaget s en troiennoù tud zo, patatez zo'.