Kaletadur (yezhoniezh)

Eus Wikipedia
Kaletadur
Iskevrennad eussound change Kemmañ

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kaletadur (saoz.: fortition, diwar al latin "fortis") war tachennoù ar fonologiezh hag ar vorfologiezh evit komz eus un doare kemmadur kensonennel kavet e meur a yezh dre ar bed, en o zouez ar yezhoù keltiek, ma vez "kaletaet" pe "kreñvaet" ur gensonenn, da lâret eo e teu ur gensonenn lenis (blot) da vezañ ur gensonenn fortis (kalet):

Disheñvel eo ivez ar c'haletadur neuze, kalz ledanoc'h e ster, diouzh ar c'hemmadur dre galetaat implijet gant ar brezhoneg.

Enebiet e vez ar c'haletadur ouzh ar blotadur, met kalz raloc'h eo ar c'haletadur evit ar blotadur e yezhoù ar bed, e meur a rannyezh spagnolek da skouer e vez distaget [ʝ] an hantervogalenn [j].


Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]