Mont d’an endalc’had

Dereziadur kensonennel

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen dereziadur kensonennel (saoz.: consonant gradation) war tachennoù ar fonologiezh hag ar vorfologiezh evit komz eus un doare blotadur, da lâret eo ur c'hemmadur kensonennel ma vez kemm perzhioù resis ur gensonenn e diabarzh ur ger e degouezhioù yezhadurel resis ha hervez patromoù resis, da skouer e samieg e kemm kensonennoù 'zo e dibenn ur ger ma vez staget outañ lostger al liester:

viessu ("ti") → viesut ("tiez")
sadji ("lec'h") → sajit ("lec'hioù")
johka ("stêr") → jogat ("stêrioù")
mpá ("lamp") → mppát ("lampoù")

Kavet e vez an dereziadur kensonennel e meur a yezh finnek-lappek dreist-holl, en o zouez ar finneg, an estoneg ar samieg hag ivez e nganaseg, ur yezh samoyedek.

Kemmañ a ra a yezh da yezh ar c'hensonennoù resis a c'hell kemmañ hag ivez ar c'hemmoù resis, da skouer mouezhiadur, divouezhiadur, dic'hwezhadur, eeunadur ur gensonenn doubl, hag all.


Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]