Ar Goan Diwezhañ (arz)
Ar Goan Diwezhañ[1], pe Ultima Cena en italianeg, zo anv meur a oberenn arzel, livadurioù peurvuiañ, ma weler ar goan diwezhañ a voe debret gant Jezuz hag e ebestel, en ul lec'h anvet cenaculum e latin, ha cenacolo en italianeg ("koanlec'h" e brezhoneg), a-raok ma voe harzet.
Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Livañ ar Goan Diwezhañ a veze graet evit kelenn an dud ha stourm ouzh an disivouderien a zistaole sakramant an aoter. Adalek an Azginivelezh e teuas da vout unan eus dodennoù pennañ al livourien.
Peurvuiañ e weler an daouzek abostol ouzh taol, gant Yann an Avielour e-kichen Jezuz. Alies e c'haller anavezout Judaz ivez.

gant Leonardo da Vinci (1452-1519)
Tempera war blastr, 460 × 880 cm, en Iliz Santa Maria delle Grazie, Milano, Italia
Taolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]




Un toullad mat a daolennoù zo bet savet diwar-benn ar Goan Diwezhañ en Italia dreist-holl, hag anvet e vezont eno pe "Ultima Cena" pe "Cenacolo" kenkoulz all.
XIVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() Giotto (1303-1305) |
|
XVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() Andrea del Castagno (1447) |
|
XVIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- L'Ultima Cena (1542), gant Jacopo Bassano,
- L'Ultima cena (1568), gant El Greco, e Bologna,
- La última cena, gant Juan de Juanes, 1562, e Madrid, e Mirdi ar Prado; meur a hini all a reas c'hoazh.
- L'Ultima Cena (1592-1594), gant Tintoretto, en iliz San Giorgio Maggiore e Venezia; meur a hini all a reas c'hoazh.
- L'Ultima Cena, gant Giampietrino,
- L'Ultima Cena, gant Daniele Crespi.
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- L'Ultima Cena, gant Pieter Paul Rubens (1632), e Milano
XVIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- La Ultima Cena, gant Sebastiano Ricci, 1713-17144, National Gallery of Art – Washington
- La Ultima Cena, gant Giovanni Battista Tiepolo, 1745-50, Mirdi al Louvre, Paris
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- La Última Cena pe El sacramento de la Última Cena, gant Salvador Dalí, 1955, hiriv e Washington
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Oberennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez an oberourien e weler Jezuz hag e ebestel da vare pe vare eus o c'hoan :
- Fra Angelico : Comunione degli apostoli,
- Giotto: Ultima Cena,
- Dirk Bouts : Bennigañ ar bara, 1464-1468
- Paolo Veronese en devoa graet un Ultima Cena e 1571, adanvet Convito in casa di Levi (Koan e ti Levi) abalamour d'an Inkizision.
Comunione degli apostoli
gant Fra AngelicoGant Andrea del Sarto
Gant Juan de Juanes
Dibenn ar XVIvet kantvedGant Tintoretto
Gant Nicolas Poussin (1647)
Cenacolo
gant Il PerugginoGant Philippe de Champaigne (1648)
Gant Palma il Vecchio
Koan gevrinek
gant Simon Ushakov (1685)Koan Diwezhañ
gant Dirk Bouts

gant Nicholas St John Rosse,
a-us aoter iliz katolik Sant-Paol-an-Abostol (ha n'eo ket ar sant brezhon Paol Aorelian),
e Tintagel, e Kernev-Veur
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Ar Goan Ziwezhañ ivez e doare Leon.