San Giorgio Maggiore

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
San Giorgio Maggiore
Kartenn eus Morlenn Venezia

San Giorgio Maggiore (Isola di San Giorgio Maggiore en italianeg) zo un enezennig e Venezia, en Italia, dirak ar piazza San Marco. Tostik eo d'un enezenn vrasoc'hik, ar Giudecca, ha kanolig ar Grazia zo etrezo. Tro-dro dezhi emañ kanol ar Giudecca, poull San Marco, kanol San Marco, hag er c'hreisteiz emañ al lenn-vor, pe Morlenn Venezia. Ur rann eo eus sestiere San Marco.