Misterioù Goulaouus

Eus Wikipedia

Ar Misterioù Goulaouus a vez misterioù an Aviel a denn eus ministrerezh Jezuz Krist war an douar hag eus e vuhez foran en aviel. Heuliañ a ra ar misterioù goulaouus ar Misterioù Joaius. Heuliet int gant ar Misterioù Poanius hag ar Misterioù Glorius. An heuliad misterioù-se a zo bet savet gant ar pab Yann-Baol II. Bez ez eus pemp mister goulaouus : Badeziant ar C'hrist, Eured Kana, Embann ar Rouantelezh, Treuzneuziañ ar C'hrist, Entitladur an Eukaristiezh.

Prederiet e vez ar misterioù-se gant kement kristen a bed e chapeled d'ar Yaou.

Hervez Compendium Katekiz an Iliz Katolik e vez graet Mysteria luminosa eus ar misterioù goulaouus e Latin.

Badeziant ar C'hrist[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Badeziant ar C'hrist war vord stêr-Yordan (Baptisma apud Iordanem).

Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor ho Padeziant, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras da vout fidel da bromesaoù hon badeziant.

Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ.Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare : "Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez".

Mazhev 3,16-17


Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, diskouezet gant Doue evel E vab muiañ-karet. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.

Eured Kana[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskouezadur ar C'hrist e-doug Eured Kana (Autorevelatio apud Cananense matrimonium)

Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor Eured Kana, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras da vout din eus fiziañs Mari.

Tri devezh goude, e voe un eured e Kana e Galilea, ha mamm Jezuz a oa eno. Jezuz ivez a voe pedet da vont d'an eured gant e ziskibien. Ar gwin o vezañ manket, mamm Jezuz a lavaras dezhañ: N'o deus ken a win. Jezuz a respontas dezhi: "Maouez, petra a zo etre te ha me ? Va eur n'eo ket c'hoazh deuet". E vamm a lavaras d'ar re a servije: "Grit kement a lavaro deoc'h "

Yann 2, 1-5


Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, a ra e vurzhud kentañ. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.

Embann ar Rouantelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embann Rouantelezh Doue a-gevret gant ar bedadenn en em dreiñ davet Doue (Regni Dei proclamatio coniuncta cum invitamento ad conversionem)

Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor Embann ar Rouantelezh, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras da grediñ en Aviel.

An amzer a zo peurc'hraet, ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel.

Mark 1, 15


Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, a ro lezenn ar Garantez dimp. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.

Treuzneuziañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An treuzneuziañ eus ar C'hrist war Menez Tabor (Transfiguratio)

Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor an Treuzneuziañ, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras eus ar barfetiz hag eus ar bedenn.

C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez, ha Yann e vreur, hag o c'hasas a-du war ur menez uhel; hag e voe treuzneuziet dirazo; e zremm a lugernas evel an heol, hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar gouloù.

Mazhev 17, 1-2


Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, a ro e glod da anaout d'e ebestel. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.

Entitladur an Eukaristiezh santel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Entitladur an Eukaristiezh, e-pad Koan Fask, da goulz abardaez Yaou Gamblit(Eucharistiae institutio)

Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor Entitladur an Eukaristiezh, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras eus an deoliezh dirak an Eukaristiezh.

Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas d'an diskibien, o lavarout: "Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf."

Mazhev 26, 26


Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, a ro sakramant e garantez dimp. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.