Misterioù Joaius
Ar Misterioù Joaius a vez lavaret er relijion gristen eus misterioù an Aviel a denn da c'hanedigezh ha bugaleaj Jezuz Krist. An heuliad misterioù kentañ ez int, war-lerc'h e teu ar Misterioù Poanius, ar Misterioù Glorius hag ar Misterioù Goulaouus. Bez ez eus pemp mister joaius : an Anoñsiasion (pe "Degemenn"), Gweladenn ar Werc'hez e ti Elizabet, Ginivelezh, Kinnig Jezuz d'an Templ, Emgavidigezh Jezuz en Templ.
Prederiet e vez ar misterioù-se gant kement kristen a bed e chapeled d'al lun ha d'ar sadorn.
E latin e vez graet Mysteria gaudiosa anezho hervez Compendium Katekiz an Iliz Katolik.
An Degemenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Degemenn d'an Itron Varia (hag enkorfidigezh ar Verb) pe "Anoñsiasion" (Annuntiatio).
- Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor an Degemenn, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras da vout uvel.
Er c'hwec'hvet miz, Doue a gasas an ael Gabriel en ur gêr a C'halilea galvet Nazared, d'ur werc'hez a zlee dimeziñ d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David; ar werc'hez-se a oa anvet Mari.
– Luk 1, 26-27
- Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, enkorfet en ho korf glan-meurbet. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.
Ar Weladenn da Santez Elizabet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gweladenn ar Werc'hez Vari da Elizabet (hag ar Magnificat) (Visitatio).
- Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor ar Weladenn, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras da vout er garantez vreurel.
Neuze Mari a savas, hag a yeas buan da vro ar menezioù, en ur gêr eus Bro-Juda, Kerkent ha ma klevas Elizabed Salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof; hag Elizabed a voe leuniet eus ar Spered-Santel. Hag o sevel he mouezh, e krias : "Te a zo benniget e-touez ar gwragez, ha benniget eo frouezh da gof."
– Luk 1, 39-42
- Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, a laka sant Yann-Vadezour da lammat gant al levenez. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.
Ar C'hinivelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ginivelezh Jezuz e Betleem (Nativitas).
- Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor ar C'hinivelezh, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras da gaout ur spered a baourentez.
En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl. Ar gont kentañ-se a voe graet e-pad ma oa Kiriniuz gouarner Siria. Dre-se an holl a yae evit lakaat o anv, pep hini en e gêr. Jozef ivez a bignas eus Galilea da Judea, eus kêr Nazared da gêr David anvet Betlehem, dre ma oa eus tiegezh hag eus familh David,evit reiñ e anv gant Mari e wreg, hag a oa dougerez. E-pad ma oant eno, an amzer ma tlee gwilioudiñ a erruas, hag e c'hanas he mab kentañ-ganet, hag e mailhuras anezhañ, hag e lakaas anezhañ en ur c'hraou, abalamour ne oa ket plas evito en ostaleri.
– Luk 2, 1-7
- Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, bet ganet en ur c'hraou e Betleem. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.
Kinnig Jezuz d'an Templ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kinnig Jezuz d'an Templ (ha Nunc dimittis, Kantik Simeon) (Praesentatio).
- Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor ar C'hinnig d'an Templ, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras da vout glan ha sentus.
Pa voe deuet an eizhvet devezh evit amdroc'hañ ar bugel, e voe galvet JEZUZ, anv a oa bet roet dezhañ gant an ael, a-raok ma oa koñsevet e kof e vamm.Ha pa voe deuet, hervez lezenn Moizez, an deizioù dezho da vezañ glanaet, e voe kaset ar bugel da Jeruzalem, evit e ginnig d'an Aotrou(hervez ma'z eo skrivet e lezenn an Aotrou: Pep paotr kentañ-ganet a vo gouestlet da Zoue),hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled, pe ziv goulmig.
– Luk 2, 21-24
- Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, anavezet evel Salver gant Simeon. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.
Emgavidigezh Jezuz en Templ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emgavidigezh Jezuz en Templ (Inventio in Templo), adkavet gant e gerent pa oa o komz gant Doktored al Lezenn, souezhet gant ar bugel ma oa Jezuz.
- Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor an Emgavidigezh en Templ, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras da glask Doue e kement tra a vez.
E dad hag e vamm a yae beb bloaz da Jeruzalem, da c'houel ar Pask. P'en devoe Jezuz daouzek vloaz, e pignjont da Jeruzalem, hervez giz ar gouel. Pa voe deizioù ar gouel tremenet, evel ma tistroent ac'hane, ar bugel Jezuz a chomas e Jeruzalem; Jozef hag e vamm n'anavezjont ket-se. Met, o soñjal e oa en o zouez, e valejont un devezh; neuze e klaskjont anezhañ e-touez o c'herent hag ar re eus o anaoudegezh; pa n'en kavent ket, e tistrojont da Jeruzalem d'e glask. Hag a-benn tri devezh e kavjont anezhañ en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc'h ober goulennoù outo. Kement hini a gleve anezhañ a oa souezhet gant e furnez hag e respontoù.
– Luk 2, 41-47
- Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, adkavet en Templ, e ti e Dad. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.
Skeudennoù arall eus ar misterioù joaius
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Chapel Itron-Varia Lambader : gwerell, misterioù ar Rozera, ar mister joaius kentañ (An Degemenn)
-
Chapel Itron-Varia Lambader : gwerell, misterioù ar Rozera, an eil mister joaius (Ar Weladenn da Elizabet)
-
Chapel Itron-Varia Lambader : gwerell, misterioù ar Rozera, an trede mister joaius (Ar C'hinivelezh)
-
Chapel Itron-Varia Lambader : gwerell, misterioù ar Rozera, ar pevare mister joaius (Ar C'hinnig d'an Templ)
-
Chapel Itron-Varia Lambader : gwerell, misterioù ar Rozera, ar pempvet mister joaius (Emgavidigezh Jezuz en Templ)