Gouel Maria ar Gouloù
Gouel Maria ar Gouloù pe Gouel ar Mabig Jezuz pe Gouel Maria C'hwevrer pe ar Chandelour, zo ur gouel katolik en enor da Jezuz Krist ha d'ar Werc'hez Vari hag a vez lidet d'an 2 a viz C'hwevrer.
Testamant Nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-touez ar Yuzevien, hervez al Lezenn, ar gwragez a lake ur c'hrouadur er bed a chome ur pennad hep mont eus o zi, ha d'an daou-ugentvet devezh, e tleent mont d'an Templ ha lakaat etre daouarn ar beleg div durzhunell pe un oan, da ginnig, en prof, d'an Aotrou Doue[1].
Aozet eo ar gouel kristen da enoriñ an deiz ma'z eas an Tiegezh santel da ginnig ar Mabig Jezuz d'an templ da Jeruzalem, hervez ma'z eo meneget en Aviel sant Lukaz (Luk 2,2). Ar C'hozhiad Simeon a anavez Jezuz evel ar Mesiaz, ar gouloù e-kreiz noz-du restad Israel bet chomet feal da bromesaoù an Testamant Kozh. Diwar neuze e c'helle mervel hervezañ : "Bremañ o Mestr e c'hellit lezel ho servijer, Hervez ho c'hoant da vervel e peoc'h, rak gwelet o deus va daoulagad ho Silvidigezh, an Hini a zeu da salviñ e Bobl. Gouloù da sklerijennañ ar broadoù, ha Klod evit e Bobl Israel"
Lidoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kantik Simeon a vez kanet e-pad pedenn diwezhañ an noz a-raok mont da gousket er c'homplidoù a zo diazezet war ginnig ar Mabig Jezuz en Templ.
Prederiet e vez war ar c'hinnig-mañ gant ar Misterioù Joaius.
Diskouezadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hans Holbein an Henañ
Kinnig Jezuz en Templ, livet gant Fra Angelico.