Rouaned katolik
(Adkaset eus Rouaned Katolik)
Ar Rouaned Katolik (Reyes Católicos e spagnoleg) eo an anv, pe an titl, a veze graet en Istor, eus ar rouanez Izabel Iañ Kastilha hag e bried Fernando II Aragon, anezho rouaned Kurunenn Kastilha (1474-1504) ha Kurunenn Aragon (1479-1516). Un dimeziñ kuzh o devoa graet e 1469, ha da-heul e voe unanaet o div rouantelezh, Kastilha hag Aragon en 1474.