Germana de Foix

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Germaine de Foix
Fuente del Duque de Calabria, Viver, Alto Palancia (Castellón).

Germaine de Foix (e galleg), pe Germana de Foix e katalaneg ha spagnoleg (Foix, 1488 - Liria (Valencia), 1538) a oa eil pried Fernando II Aragon ha rouanez Aragon.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Jean de Foix (kont Étampes ha beskont Narbonne) ha da Marie d'Orléans (1457-1493), c'hoar d'ar roue gall Loeiz XII.

Eured[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Here 1505, da 18 vloaz, e voe dimezet da Fernando II Aragon, a oa 53 bloaz, intañv Izabel Iañ Kastilha abaoe nebeutoc'h eget bloaz, Roue Aragon hag ivez Kastilha abaoe marv Izabel.
Aotre da zimeziñ a voe roet gant Loeiz II Amboise, eskob Albi, lidet e voe an eured e kastell Blois hervez an diferadurioù a beoc'h sinet entre Loeiz XII ha Fernando II Aragon e feur-emglev Bleaz e 1505.

Leuskel a reas ar roue gall e wirioù war Rouantelezh Naplez gant he nizez ha reiñ dezhi an titl a Rouanez Jeruzalem, nemet distreiñ da Vro-C'hall a ranke ar gwirioù-se ober ma ne oa ket a vugale. En eskemm e ouestle Roue Aragon ha Kastilha envel da bennhêr ar mab a c'halle an daou bried kaout. Kement-se a lakaas uhelidi Kastilha da gonnariñ, rak neuze n'hallje ket Fulup Iañ Kastilha hag e bried Janed Kastilha ren war Kurunenn Aragon.

Ur mab o doe Fernando ha Germaine, Juan, ganet d'an 3 a viz Mae 1509, pezh a dalveze e vije rannet an div rouantelezh, Kastilha hag Aragon, met mervel a reas un nebeud eurvezhioù goude bout ganet.

Rouanez Aragon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas Fernando e miz Genver 1516. Fall e oa e yec'hed abaoe daou vloaz, marteze diwar re a louzoù kemeret da gaout bugale gant Germaine. Leuskel a reas ganti madoù a-walc'h : ouzhpenn 50 000 florin ar bloaz, hag ar rouantelezh keit ha ma ne zimezje ket. Ha hi davont da chom da Gastilha.

En e lizher diwezhañ d'e vab-bihan Carlos, e c'houlennas Fernando digantañ ober war-dro e intañvez hag ober diouzh e destamant. E 1517 e tegouezhas Carlos e Spagn. Ne oa nemet 17 vloaz, ha Germana de Foix a oa 29 vloaz, plac'h didrouz ha karantezus, ha ne oa ket deuet c'hoazh da vezañ tev evel ur varikenn.

En em welout a rejont e Valladolid, ha hegarat e voe Carlos en he c'heñver. Aozet e voe tournamantoù ha banvezioù en enor dezhi. Karantez a savas etrezo, hag ur verc'h vastardez he doe Germaine gant ar roue yaouank : an Infantez Isabel de Castilla, meneget e testamant Germaine de Foix evel an «infanta Isabel» hag he zad evel «el emperador», goude ma ne voe ket anavezet gwech ebet, ha savet e voe ar plac'hig e lez Kastilha.

En 1519 ez eas Germana de Foix, gant Carlos Iañ hag e c'hoar Leonor, da Zaragoza ha Barcelona da lidañ ar c'h- Cortes ha bezañ anvet da roue ha da douiñ dirazo. Eno e voe divizet, evit kaeraat brud an danvez-impalaer yaouank, dimeziñ Germana de Foix da varkiz Brandenburg, unan eus heulierien personel de Carlos, hag evel-se e lakaas fin d'e garantezioù gant gwreg e dad-kozh. Carlos Iañ a anvas anezhi da vesrouanez ha da letanantez jeneral Valencia ha margrav Brandenburg da gabiten jeneral ar rouantelezh.

Dimezioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir gwech e timezas Germaine de Foix.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas da 49 bloaz, e Liria.