Emgann Toro
Neuz
Emgann Toro a c'hoarvezas d'ar 1añ a viz Meurzh 1476 e-kichenik kêr Toro, hiziv e proviñs Zamora e Spagn, e-kerzh Brezel Hêrezh Kastilha. En un tu e oa arme roue Portugal, en tu all arme Kastilha.
Trec'het e voe arme Portugal a stourme da zifenn gwirioù Janed Trastamara a-enep arme he hanterc'hoar, Isabel Kastilha.
Goude-se e kendalc'has ar brezel war vor. Hogen, abalamour ma voe faezhet Kastiha war vor, ha ma voe dic'houest Portugal da c'hounit war an douar, e voe klasket ober emglev ken na voe sinet Feur-emglev Alcáçovas e 1479.