Mont d’an endalc’had

Alesant VI

Eus Wikipedia
Alesant VI
Pab an Iliz katolik roman

Ar pab Alesant VI, poltredet gant Cristoforo dell'Altissimo
Ar pab Alesant VI, poltredet gant Cristoforo dell'Altissimo

Ardamezioù ar pab Alesant VI

Ganedigezh 1 a viz Genver 1431
e Xàtiva
Dilennet da bab 11 a viz Eost 1492
Tronidigezh 26 a viz Eost 1492
Dibenn e baboni 18 a viz Eost 1503
En e raok Inosant VIII
War e lerc'h Pi III
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Alesant VI (1431 - 1503) eo an anv a gemeras ar c'hardinal spagnol Rodrigo Lanzol Borja‎ pa voe anvet da bab e 1492.

E anv gwir e oa Roderic de Borja, met kemer a reas ivez ar stumm spagnolek Rodrigo de Borja hag italianek Borgia. Mab e oa da Jofré Gil Llançol i Escrivà, ha da Isabel de Borja i Llançol, c'hoar da Alfonso de Borja, eskob Valencia, a deuas da vout kardinal ha pab evel Kallistus III e 1455.

Tri bugel en doe gant serc'hed ha n'ouzer ket o anvioù :

Pevar bugel all en doe Rodrigo Borgia gant Giovanna Cattanei, lesanvet Vannozza:

A-hend-all en doa ur serc'h ofisiel, Giulia Farnese (1474 - 1524), gwreg d'un Orsini.

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude marv Alesant VI ez eas pouez an tiegezh war zisteraat, ha kalz anezho a zistroas da Spagn.